Confederate States Army

Lu Stadoù Kengevreet Amerika (saozneg : Confederate States Army, CSA) anvet ivez Lu ar Su pe Lu Kengevreet a oa bet nerzhioù lu Stadoù Kengevreet Amerika savet d'an 28 a viz C'hwevrer 1861 evit difenn Stadoù Kengevreet Amerika e-kerzh Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika (1861–1865), o stourm a-enep nerzhioù lu an Unvaniezh evit dizalc'hiezh Stadoù ar su ha difenn ar sklavelezh.[1] D'an 28 a viz C'hwevrer 1861, Kendalc'h Kengevreet da c'hortoz en doa lakaet da sevel ul lu a youl-vat da c'hortoz ha roet o devoa ar galloud milourel hag ar gwir da vodañ an nerzhioù stad hag an emouestlidi da prezidant ar C'hengevread nevez choazet, Jefferson Davis (1808-1889). Davis a oa bet diplomet eus an United States Military Academy, en Hudson River e West Point, New York. Bet e oa bet koronal ur rejimant youlidi e-kerzh ar Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet (1846-1848). Bez e oa bet ivez ur Senedour stadunanat eus Mississippi ha servijet en doa evel Sekretour ar brezel dindan ar 14vet prezidant Franklin Pierce. D'ar 1añ a viz Meurzh 1861, en anv d'ar gouarnamant kengevreet, Davis a oa bet o kemer ar galloud war tachenn-vrezel Porzh Charleston e South Carolina, lec'h ma oa bezenn Stad Su Carolina o lakaat seziz war Fort Sumter e porzh Charleston. E-tal dezho e oa nebeut soudarded eus an U.S. Army renet gant ar major Robert Anderson (1805-1871). E miz Meurzh 1861, ar C'hendalc'h Kengevreet da c'hortoz a oa bet o kaout ur vodadenn e kêr-benn da c'hortoz ar C'hengevread e Montgomery, Alabama. Divizet e voe brasaat an nerzhioù milourel da c'hortoz ha sevel ul lu padus ha reoliek anvet Lu Stadoù Kengevreet Amerika.

Lu Stadoù Kengevreet Amerika
Lu
Deiziad krouiñ28 C'hwe 1861 Kemmañ
BrezelBrezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika Kemmañ
Diellaouet gantNational Archives and Records Administration Kemmañ
StadStadoù Kengevreet Amerika Kemmañ
Aozadur mammConfederate States War Department Kemmañ
Deiziad divodañ26 Mae 1865 Kemmañ
Banniel brezel Stadoù Kengevreet Amerika
Derc'hel al linenn betek penn (saozneg: "Holding the Line at All Hazards") gant William Gilbert Gaul

Istor lu Stadoù Kengevreet Amerika

kemmañ

D'an 28 a viz C'hwevrer 1861, ar C'hendalc'h Kengevreet da c'hortoz a votas evit sevel ul lu emzifenn, savet gant tud a youl vat, ha dindan urzhioù Prezidant Stadoù Kengevreet Amerika, an ez-koronal Jefferson Davis.

Etre ar 6 hag an 9 a viz Meurzh 1861, ar C'hendalc'h Kengevreet da c'hortoz a savas lezennoù milourel spisoc'h gant ar pal kaout ul lu dibad. Ne c'haller ket gouzout pet a dud o deus servijet e Lu Stadoù Kengevreet Amerika, abalamour ma oa diglok pe distrujet rolloù Stadoù Kengevreet Amerika. Dre-vras e vez lavaret e vije bet etre 750 000 hag 1 000 000 soudard. Er sifroù-se, ne vez ket kontet ar sklaved enrollet evit al labourioù e-maez ar stourm nag ar sklaved pe sklaved dieubet a emezelas el lu. Ne vez ket kontet kennebeut an niver a soudarded a servijas en Nerzhioù morlu Kengevreet.

Renkoù hag ardamezioù

kemmañ
Renkadur an ofiserien e lu Stadoù Kengevreet Amerika
Jeneral Koronal Letanant Koronal Major Kabiten Kentañ Letanant Eil Letanant
             
Enlisted rank structure
Serjant Major Quartermaster Sergeant Serjant urzhier Kentañ serjant
       
Serjant Kaporal Soner Soudard
    ardamez ebet ardamez ebet

Lu Stadoù Kengevreet Amerika en doa un doare da choaz an ofiserien disheñvel eus al luioù all an holl ofiserien dindan ar renk a Jeneral brigadenn a oa choazet dre ur vot gant ar soudarded dindan o urzhioù.

Soudarded zu

kemmañ
 
Marlboro ur soudard du heulier d'e vestr

Soudarded du a oa bet e Lu Stadoù Kengevreet Amerika. Chomet e oa dianav ar fed-se betek n'eus ket pell 'zo, met studiadennoù a grog da vezañ savet evit kompren gwelloc'h piv, perak ha pet a dud du a oa bet o stourm evit ar Su.

Lu Stadoù Kengevreet Amerika hiziv

kemmañ
 
Adsevel istorel, Lu Stadoù Kengevreet Amerika ouzh ar stourm

Lu Stadoù Kengevreet Amerika a vez implijet kalz er Stadoù-Unanet evit an adsevel istorel. E su ar Stadoù-Unanet ez eus ul liamm karantezus don etre annezidi zo eus an tiriad ha simboloù Stadoù Kengevreet Amerika, anezho re Lu Stadoù Kengevreet Amerika.

 
Confederate Memorial Day e Bered Vroadel Arlington e 2014

Er sevenadur

kemmañ
 
Sydney Adamson, Argad ar rebeled

Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika a zo ur vammenn builh er sevenadur, er Stadoù-Unanet pe dre ar bed.

Filmoù

kemmañ

Bandennoù-treset

kemmañ

Sonerezh

kemmañ
  1. D'an 8 a viz C'hwevrer 1861, dileuridi ar 7 Stad kentañ, an Deep South, stadoù o tifenn ar sklavelezh hag a oa bet dija o embann o zizalc'hiezh diouzh unvanidigezh ar Stadoù-Unanet o devoa bet un emvode Montgomery, kêr-benn Alabama. Ar re-se o devoa sinet Bonreizh da c'hortoz Stadoù Kengevreet Amerika.