Adsevel istorel
Adsevel istorel a vez graet eus an obererezh diskouez ur prantad istorel pe un darvoud resis pe c'hoazh un doare bevañ aet da get.
Implijet e vez dafar istorel ar fealañ ar gwellañ d'an hini a veze implijet : dilhad, armoù, boued hag all.
Meur a zoare adsevel istorel a zo hiziv an deiz, ar re vilourel o vezañ ar re vrudetañ.
Awenoù d'an adsevel istorel
kemmañPolitikel
kemmañDarvoudoù politikel a c'hell bezañ mammenn d'an adsevel istorel. Katyński Marsz, da skouer, a zo un adsevel istorel eus lazhadeg Katyn, gant ur pal enepkomunour hag enep Rusia.
Dorn ur gouarnamant a gaver peurliesañ a-dreñv an adsevel istorel mennet gant ar politikerezh, a-wechoù e c'hell bezañ un doare da stourm a-enep ur galloud a zo staliet.
Istorel
kemmañLod tud a zo fier eus istor o bro, evit eskemm gant ar brasañ niver e vez implijet neuze an adsevel istorel a-benn brudañ un darvoud hag ul lec'h.
Adsevel istorel dre vro
kemmañBreizh
kemmañ- Ar gevredigezh M. A. B. (Musée Archipel Breton) Koad Sav Pell renet gant Jean-Loup Le Cuff a vez hiziv-an-deiz oc'h ober un adsevel istorel bep bloaz eus emgannn Sant-Albin-an-Hiliber. Ul lid koun broadelour breton ez eo, a-benn brudañ emgann diwezhañ ar Stad breton dizalc'h.
Bro-C'hall
kemmañNevez a-walc'h eo an adsevel istorel er Frañs, ganet eo un tregont bennak a vloavezhioù zo met un taol lañs bras a zo bet abaoe 2006/2007 nemetken.
Stadoù-Unanet Amerika
kemmañBev-buhezek eo an adsevel istorel er Stadoù-Unanet ; div vammenn bennañ a zo :
- Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet (1775-1783) ;
- Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika (1861-1865).
Kevread Rusia
kemmañHini an Eil Brezel-bed eo ar mare adsavet ar muiañ e Rusia.