Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Emgann Tewkesbury zo un emgann a-bouez hag a c'hoarvezas d'ar 4 a viz Mae 1471 e Tewkesbury, Gloucestershire, Bro-Saoz e-pad Brezel an Div Rozenn. Gantañ e voe diskaret an Tiegezh Lancaster, a oa o ren dre ar roue Henry VI (1421-1471), gant an Tiegezh York.

Emgann Tewkesbury' e Pictures of English History (c. 1850)

En un tu edo al lu roueel renet gant ar rouanez Marc'harid Anjev, gwreg Herri VI, 6000 soudard ennañ, aroueziet gant rozenn ruz an tiegezh Lancaster ; en tu all edo lu Edouarzh IV, etre 3000 ha 6000 soudard bodet dindan rozenn wenn an tiegezh York.

Edouarzh, penn an tiegezh York, a oa bet roue Bro-Saoz betek ma voe skarzhet a-ziwar ar gador gant an tiegezh Lancaster, tiegezh ar Rozenn Ruz.

Trec'h e voe Edouarzh IV, an tiegezh York hag ar Rozenn Wenn, ma chomjont mistri war ar vro betek marv Edouarzh IV e 1483. Stabilaet a-nebeudoù e voe Bro-Saoz dre an trec'h-se.