Emgann Cheat Mountain

Emgann Cheat Mountain, anvet ivez Emgann Cheat Summit Fort, a oa bet un emgann etre an 12 hag ar 15 a viz Gwengolo 1861, e Pocahontas County ha Randolph County, e Virginia (hiziv West Virginia)[1]. Ul lodenn e voe eus Kampagn Virginia e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Bez e voe ar c'hentañ emgann eus ar brezel diabarzh lec'h ma oa bet Robert E. Lee e penn bagadoù stourm en emgann.

Lec'hiadur al lec'h difenn Cheat Summit Fort hiziv-an-deiz.
Lec'hiadur Virginia er Stadoù-Unanet Amerika.
Kartenn Emgann Cheat Mountain.

E-pad an emgann, Lee en devoa klasket kelc'hiañ ar gwarnizon eus an Union Army staliet e Cheat Mountain. Biken ne voe lañset an dagadenn abalamour ma voe keleier faos digant prizonidi brezel hag un eskemm fall a ditouroù hag urzhioù etre ar pennoù kengevreet.

Kenarroud

kemmañ

E penn-kentañ miz Mae 1861, nerzhioù lu eus an Unaniezh renet gant ar Major Jeneral George B. McClellan a ya war-raok, o lorc'hañ eus Ohio betek rannvro kornôg Virginia. Daou bal a oa d'ar fiñv-se : difenn Ohio da vezañ aloubet kement ha difenn Pennsylvania a oa dindan riskl un aloubadeg gant nerzhioù lu kevredet. Ouzhpenn-se a oa ar pal reiñ harp d'ar gouarnamant eus Virginia a oa a-du gant chom en Unaniezh hag a oa tec'het da Wheeling.

Disoc'h

kemmañ

Ma n'haller ket komz eus un trec'h evit an Unaniezh, nerzhioù lu Stadoù Kengevreet Amerika a oa bet rediet da gilañ.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ