21 Mae
deiziad
(Adkaset eus 21 a viz Mae)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1804 : digor bered Père-Lachaise e Pariz.
- 1854 : krouet eo ar Felibrige.
- 1871 : aloubet eo Kumun Pariz gant armeoù ar gouarnamant gall. E-korf ur sizhun ez eus lazhet 20 000 den ha harzet 38 000 den all.
- 1904 : diazezet eo Kevread Etrebroadel Football Association (KEFA) e Pariz gant seizh bro europat.
- 1927 : nijal a ra Charles Lindbergh a-us d'ar Meurvor Atlantel evit ar wech kentañ, e-unan-penn ha hep ehan, a New York da Bariz.
- 1941 : dibenn ar Blitz gant aerlu alaman ouzh ar Rouantelezh Unanet.
- 1956 : lakaet da darzhañ o c'hentañ bombezenn H gant ar Stadoù Unanet en atoll Bikini.
- 2012 : dilennet eo bet Tomislav Nikolić da brezidant Republik Serbia.
Sportoù
kemmañ- 1995 : mont a ra skipailh mell-dorn (paotred) Bro-C'hall da gampion ar bed evit ar wech kentañ, e Reykjavík (Island).
Ganedigezhioù
kemmañ- -427 : Platon, prederour eus Henc'hres.
- 1471 : Albrecht Dürer, livour hag engraver alaman.
- 1527 : Felipe II, roue Spagn ha Portugal.
- 1844 : Henri Rousseau (lesanvet Ar maltouter Rousseau), livour gall.
- 1855 : Émile Verhaeren, barzh belgiat gallek.
- 1921 : Andrei Sac'harov, fizikour rusian ha stourmer evit gwirioù mab-den, tapet gantañ Priz Nobel ar Peoc'h (nac'het gantañ).
- 1944 : Mary Robinson (Máire Mhic Róibín), prezidantez Republik Iwerzhon.
- 1971 : Aleksandr Dgebouadze, mestrc'hoarier echedoù belgiat.
- 1973 : Peter Heine Nielsen, mestrc'hoarier echedoù danat.
- 1985 : Mark Cavendish, marc'hhouarner eus Enez Vanav.
Marvioù
kemmañ- 1471 : Herri VI, roue Bro-Saoz.
- 1810 : marc'heg d'Eon, poliser kuzh treuzwisket.
- 1821 : Jac Glan-y-gors, barzh kembraek.
- 1919 : Victor Segalen, skrivagner a Vreizh.
- 1968 : Ernst Neubach, filmaozer, produour ha saver senario aostrian-hungarat.
- 1971 : Jim Sevellec, livour ha feilhañsour breizhat.
- 1991 : Rajiv Gandhi, kentañ ministr India.
Lidoù
kemmañ- Deiziadur henroman : XII ante calendas Junias / Agonalia 3 / Vejovalia[1]
- Devezh an diseurtelezh sevenadurel er bed evit ar c'hendiviz hag an diorren.
Notennoù
kemmañ- ↑ cf. Ovidius, Fastorum. Henri Le Bonniec. Presses universitaires de France. 1969.