Albrecht Dürer
Albrecht Dürer, ganet d'an 21 a viz Mae 1471 e Nürnberg, ha marvet eno d'ar 6 a viz Ebrel 1528[1] a oa ul livour alaman, ur mouler, hag ur jedoniour. Gant Rembrandt ha Goya ec'h eo unan eus tri arzour ar moulerezh kozh ivez. Brudet eo e engravadurioù, graet alies a-heuliadoù, en o zouez an Diskuliadur e 1498, an daou heuliad diwar-benn Pasion Jezuz, Ar Basion Vras (1498–1510) hag Ar Basion Vihan (1510–1511).
Brudetañ engravadurioù Dürer eo
- Marc'heg, Ankou, ha Diaoul (1513),
- Sant Hieronymus en e studi (1514)
- ha Melkoni I (1514), a zo bet danvez da gaoz ha da dabut.
E skeudennoù heverkañ e koadengravadurioù eo
- Pevar marc'heger an Apokalips (1497–1498) eus heuliad an Diskuliadur,
- e "Frikorneg Dürer",
- e emboltredoù niverus.
Moarvat ne veze ket troc'het e vloc'hadoù koad gant Dürer e-unan ha sur a-walc'h e veze gopret un eiler, pe darbarer, d'ober al labour, unan ampart a-walc'h da labourat pizh hervez e dresadennoù[2].
E yaouankiz
kemmañAlbrecht Dürer, ganet d'an 21 a viz Mae 1471, a oa an trede bugel hag an eil mab en un tiegezh ma oa etre 14 ha 18 bugel. E dad a oa un orfebour, anvet Ajtósi, deuet eus Ajtós, e-kichen Gyula en Hungaria, e 1455. Dont a ra an anv alamanek "Dürer" eus ar ger hungarek "Ajtósi". En deroù e oa "Thürer," a dalv kement hag oberour-dorojoù, a zo "ajtós" en Hungarek (eus "ajtó", dor). Un nor zo war an ardamez pourchaset gant an tiegezh. Albrecht Dürer an Tad a zimezas gant Barbara Holper, ur plac'h eus ur familh pinvidik a-walc'h e Nürnberg e 1467.
Paeron Albrecht, Anton Koberger, en devoa dilezet ar vicher a varichal da vezañ mouler hag embanner er bloavezh ma voe ganet Dürer vihan. Buan e teuas da vout ar brudetañ embanner en Alamagn, dezhañ peder gwask warn-ugent, ha meur a stal, koulz en Alamagn evel e broioù all.
E vrudetañ embannadur a oa Kronikenn Nürnberg, embannet e 1493 en alamaneg hag e latin. Ennañ e oa ur 1 809 skeudenn koadengravet (meur a wech ar memes re) eus stal-labour Wolgemut. Moarvat e oa graet un toullad gant Albrecht Dürer end-eeun pa oa bet kroget al labour, hag eñ e ti Wolgemut c'hoazh d'an ampoent[2].
Mat eo e voe lezet gant Dürer notennoù diwar-benn e vuhez, hag e voe brudet ken abred, etre e 20 vloaz hag e 30 vloaz, rak abalamour da se e c'hallomp anavezout e vuhez hag e labour. Tremenet gantañ un nebeud bloavezhioù er skol, e voe lakaet gant e dad da studiañ an orfebouriezh hag an tresañ.
Daoust ma felle d'e dad e chomje da orfebour, e tiskouezas Dürer kement a varregezh war an tresañ ken e teuas da vezañ skorer pe darbarer Michael Wolgemut d'an oad a 15 vloaz, e 1486. Un emboltred savet gant ur rod argant (saozneg: silverpoint) ha deiziet e 1484 a c'haller gwelout en Albertina e Vienna. “Pa oan bugel”, a voe ouzhpennet war an dresadenn diwezhatoc'h. Wolgemut a oa arzour pennañ Nürnberg d'ar mare-se, hag en e stal-labour e veze savet a bep seurt oberennoù, koadengravadurioù evit levrioù dreist-holl. Nürnberg a oa ur gêr binvidik, hag ur greizenn embannerezh ha gwerzhañ madoù kran. Liammet e oa ivez ouzh Italia, ha dreist-holl ouzh Venezia, hag a oa tost a-walc'h, ma kare an dud tremen dre an Alpoù[2].
Bloavezh dilabour
kemmañEchu e brantad deskiñ e 1489, e reas Dürer evel ma oa dleet en Alamagn: tremen ur bloavezh o veajiñ ( "wanderjahre" en alamaneg). Ur bloavezh hag a badas tost da bevar bloaz, an hini a voe aozet gantañ: beajiñ a reas dre Alamagn, e Suis, ha marteze ivez en Izelvroioù. Ne zeuas ket a-benn da gejañ gant Martin Schongauer, hag eñ engraver brudetañ Norzheuropa, rak marvet e oa un tamm a-raok m'en em gavas Dürer en e di. Degemeret mat-tre e voe gant breur an arzour avat, ha soñjal a reer e prenas oberennoù savet gant Schongauer, rak gouzout a reer e oa perc'henn war oberennoù savet gantañ. E emboltred livet kentañ (hiziv an deiz el Louvre) a livas e Straßburg, marteze da gas goude-se d'e zanvez-gwreg chomet e Nürnberg[3].
Dimeziñ ha kentañ beaj da Italia
kemmañPrest goude e zistro da Nürnberg, d'ar 7 a viz Gouere 1494, pa oa 23 bloaz, e timezas Dürer gant Frey, rak renket e oa bet an traoù e-keit ma oa o veajiñ. Merc'h e oa d'un den a laboure ar c'houevr. Ne ouezer ket kalz traoù diwar-benn e zarempred gant e wreg, met soñjal a reer ne voe ket ur gwir zarempred a garantez, evel ma weler er poltredoù a reas anezhi. Ne voe ganet bugel ebet. Goude tri miz e tistroas Dürer da Italia e-unan, marteze e voe bountet d'en ober abalamour d'ar vosenn a oa oc'h ober he reuz e Nürnberg. Damdresadennoù gant dourlivaj a reas e-keit ma treuze an Alpoù. Ul lodenn anezho a zo c'hoazh hiziv an deiz, re all a c'haller merzout e gweledvaoù a silas en e oberennoù, evel an engravadur anvet Nemesis. Ar studiadennoù gweledvaoù kentañ anavezet en arz ar c'hornôg eo ar re-se[3].
P'edo en Italia ez eas da Venezia da studiañ al livadurioù a veze graet eno[4] Dre zeskiñ gant Wolgemut en doa desket Dürer moulañ gant begoù-sec'h hag ivez sevel engravadurioù en doare alaman, diwar labour Martin Schongauer ha hini un engraver dizanv lesanvet Meister des Hausbuches en alamaneg[5]. Ma c'helle tostaat ouzh arz Italia en Alamagn, e voe a-bouez bras an div veaj a reas da Italia. Skrivañ a reas e oa Giovanni Bellini arzour koshañ ha gwellañ Venezia. En e dresadennoù hag engravadurioù e verzer levezon arzourien all, dreist-holl Antonio Pollaiuolo (hag eñ dedennet gant kenfeurioù ar c'horfoù), Andrea Mantegna, Lorenzo di Credi ha re all. Peuzsur eo e weladennas Dürer kêrioù evel Padova ha Mantova e-pad e veaj.
Distro da Nürnberg
kemmañPa zistroas da Nürnberg e 1495 e tigoras Dürer e stal-labour (dav e oa bezañ dimezet evit bezañ aotreet d'hen ober). E-pad ar pemp bloaz da-heul e tiskouezas levezon arz Italia en e oberennoù arouezius eus Norzheuropa. Tad Dürer a varvas e 1502, hag e vamm e 1513[6]. E goadengravadurioù a voe an oberennoù gwellañ a savas e-pad ar bloavezhioù kentañ a gasas en e stal-labour. Al lod brasañ anezho a oa diazezet war dodennoù relijiel, met re lik a savas ivez, evel Ti-kouronkañ ar baotred (e-tro 1496). An oberennoù-se a oa kalz brasoc'h evit kement koadengravadur bet savet en Alamagn betek-henn, hag ivez luzietoc'h ha kempouesoc'h an aozañ anezho.
Hiziv an deiz e soñjer ne droc'he ket Dürer an tammoù koad a implije; un artizan arbennik a rae an dra-se en e lec'h. Soñjal a reer memes tra ec'h anaveze mat-tre teknik an troc'hañ koad, dre m'en doa desket digant Wolgemut, rak hemañ en doa savet meur a stern-aoter livet ha troc'het, hag a drese hag a droc'he tammoù koad a veze implijet da sevel koadengravadurioù. Pe e trese Dürer war-eeun war an tammoù koad, pe e pege tresadennoù savet war follennoù warno. Forzh pe zoare a vije bet implijet gantañ, e dresadennoù a veze distrujet pa veze troc'het ar bloc'had koad.
E rummad 16 engravadur anezhañ anvet Diskuliadur a zo bloaziet e 1498. Er memes bloavezh e savas seizh lodenn gentañ Ar Basion Vras, ha nebeud goude, ur rummad unnek engravadur anezhañ diwar-benn an Tiegezh Santel hag ar sent. E-tro 1503–1505 e savas seitek lodenn gentañ ur rummad diwar-benn buhez ar Werc'hez, hag a chomas diechu e-pad meur a vloaz. Hini ebet eus an oberennoù-se, ar Basion Vras en o zouez, ne voe embannet raktal dindan stumm un dastumad, met kalz engravadurioù a voe gwerzhet o-unan[3].
Er memes mare e labouras Dürer war implij kizelloù a-benn engraviñ. Marteze en doa bet tro da glask hen ober pa zeske digant e dad. An oberennoù kentañ savet evel-se ne voent ket dispar, met e 1496 e teuas a-benn da sevel ur bennoberenn, "Ar Mab Foraner" he zitl, hag a voe meulet degadoù goude gant Giorgio Vasari, hag a wele enni perzhioù german mat. Buan e teuas a-benn da sevel skeudennoù dibar evel Nemesis (1502), Euzhvil ar mor (1498) ha Sant Eustas (1501), enno talennoù diwezhañ leun a vunudoù hag a loened brav. Sevel a reas ivez meur a oberenn gouestlet da Varia, tresadennoù tud a relijion dibar hag oberennoù ma tiskoueze darvoudoù bihan enno peizanted farsus. Dre ma oa aes kas ha degas engravadurioù, e teuas a-benn Dürer da vezañ brudet en Europa a-bezh dindan un nebeud bloavezhioù[3].
Jacopo de' Barbari, hag eñ arzour a Venezia, hag en doa kejet gant Dürer p'edo e Venezia, a weladennas Nürnberg e 1500, ha Dürer a lavaras en doa desket kalz digantañ a-fet diarsell, korfadurezh ha kenfeurioù ar c'horfoù. Ne felle ket d'an arzour italian displegañ kement tra a anaveze, neuze e stagas Dürer gant studi an traoù-se, ha kemend-se a reas a-hed e vuhez. Merzet e vez e pleustras kalz Dürer war genfeurioù ar c'horfoù dre ma savas kalz tresadennoù war an dodenn-se, a-raok ma savfe an engravadur brudet anvet Adam hag Eva (1504); ma weler penaos ec'h implije kizelloù da labourat war groc'hen an dud[3]. An engravadur nemetañ sinet gant e anv a-bezh eo.
Dürer a save kalz tresadennoù a-raok sevel e livadurioù hag e engravadurioù, hag a lod brasañ a zo bet miret. E-touez ar re vrudetañ emañ Ar Bedenn (1508, Mirdi Albertina, Vienna), ur studiadenn liammet ouzh un apostol eus stern-aoter Jakob Heller eo. Kenderc'hel a reas ivez da sevel skeudennoù dre implijout dourliv ha livioù klok (mesket peurliesañ). E-touez ar skeudennoù-se e oa tresadennoù divuhez parkeier pe loened, evel "Ar c'had" (1502, Mirdi Albertina, Vienna).
Eil beaj da Italia
kemmañEn Italia e stagas gant al livañ en-dro, ha da gentañ e savas oberennoù war lien. E-touez an oberennoù a savas d'ar mare-se e oa poltredoù ha sternioù-aoter, evel stern-aoter Paumgartner hag Azeulerezh an Rouaned. Distreiñ a reas da Venezia e penn-kentañ 1506, hag eno e chomas betek nevezamzer 1507[7]. D'ar mare-se e veze brudet-tre e engravadurioù, ha kopiet e vezent. E-keit m'edo e Venezia e voe urzhiet un oberenn gant divroidi alaman en Italia da ginklañ izli sant Bartolome. An oberenn livet gant Dürer - Azeulerezh ar Werc'hez he zitl - a oa tost ouzh an doare italian. Goude-se e voe prenet gant an impalaer Rudolf II ha kaset da Braha. E-touez an oberennoù savet gant Dürer p'edo e Venezia emañ ivez, Ar Werc'hez ar Bugel hag ar c'hanaber, Ar C'hrist oc'h abegiñ ouzh ar vezeien (savet - sañset - dindan pemp devezh nemetken), ha kalz oberennoù bihan all.
Nürnberg hag ar pennoberennoù
kemmañDaoust ma oa priziet kalz gant tud Venezia e tistroas Dürer da Nürnberg e-kreiz 1507. En Alamagn e chomas betek 1520. En Europa a-bezh e oa brudet, ha darempredoù mat ha reoliek en doa gant al lod brasañ eus arzourien bouezusañ Europa. Gant Raffaello ec'h eskemmas tresadennoù.
Ar bloavezhioù etre e zistro eus Venezia hag e veaj d'an Izelvroioù a vez renket dre urzh an oberennoù a savas. E-pad ar pemp bloavezh kentañ (1507–1511) e stagas dreist-holl gant al livañ. E daolennoù a ziazezas war damdresadennoù ha studiadennoù, hag e savas ar peder zaolenn a vez gwelet evel ar re wellañ bet livet gantañ: Adam hag Eva (1507), Gwerc'hez gant elestr (1508), ar stern-aoter anvet Gouel Maria Hanter-Eost (1509), hag Azeulerezh an Drinded gant an holl Sent (1511). E-pad ar pennad-se e savas ivez daou rummad engravadurioù: Ar Basion vras ha Buhez ar Werc'hez, hag a voe embannet e 1511 asambles gant eil embannadur rummad an Diskuliadur.
Klemm a reas abalamour ma ne oa ket talvoudus livañ a-fet argant gounezet keñveriet gant amzer a gase o livañ, neuze e stagas en-dro gant an engraviñ etre 1511 ha 1514. An oberennoù pennañ a savas d'ar mare-se a voe ar 37 engravadur diwar-benn Ar Basion vihan, bet embannet e 1511, hag ur rummad 15 engravadur bihan anezhañ, war ar memes dodenn, e 1512. E 1513 hag e 1514 e savas e dri engravadur brudetañ: Marc'heg, Ankoù, ha Diaoul (pe Ar Marc'heg, evel ma lavaras e 1513), hag ivez Melencolia I (1514) un oberenn gwall gevrinus ha bet dielfennet meur a wech, ha Sant Hieronymus en e studi (1514)[3].
E 1515 e krouas ar c'hoadengravadur anvet Rhinoceros diwar ul loen hag a oa o paouez en em gavout e Lisbon. An oberenn-se a savas diwar un taolennadur skrivet hag un damdresadenn, hep bezañ bet gwelet al loen. Daoust ma ne zegouezh ket penn-da-benn an dresadenn e oa ket dibar an dresadenn ken ez eo chomet e-touez e oberennoù brudetañ, hag implijet e veze c'hoazh e levrioù bevoniezh e skolioù zo en Alamagn er c'hantved tremenet[3].
Er bloavezhioù a-raok 1520 e savas oberennoù liesseurt: poltredoù savet gant tempera war lien e 1516, engravadurioù liesseurt, hag un nebeud taolioù-arnod gant dour-kreñv war blakennoù houarn, hag ivez lodennoù eus ar Volz-enor hag eus Trec'hlidoù Maximilian, hag a oa e gwirionez oberennoù propaganda urzhiet gant Maximilian I Habsburg. Un nebeud tresadennoù a dresas ivez da lakaat e levr pediñ an impalaer. Ne voe ket brudet an tresadennoù-se betek ma vije embannet ur facsimile anezho e 1808 el levr kentañ embannet dre vaendreserezh. Poltred Maximilian a livas ivez e 1519.
Beaj d'an Izelvroioù, ha pelloc'h zoken
kemmañEn hañvezh ar bloaz 1520 e reas Dürer e bedervet ha diwezhañ beaj. Fellout a rae dezhañ kenderc'hel gant al leve en doa bet digant a impalaer Maximilian, ha goulenn a reas digant ar re e penn kêr Nürnberg paeañ. Ouzhpenn kadarnaat al leve-se goude marv Maximilian, ez eas kuit ivez dre ma oa ur c'hleñved-red e Nürnberg. Asambles gant e wreg hag o servijourez ez ejont kuit war-du an Izelvroioù e miz Gouere, rak fellout a rae dezho arvestiñ ouzh kurunadur an impalaer nevez, Karl V. Dre heuliañ ar stêr Roen ez eas da Göln, ha goude-se da Antwerpen. Eno e voe degemeret mat-tre, ha kalz tresadennoù savet gant kleiz, glaouenn-dresañ ha rod-argant a savas. Ouzhpenn mont da Aachen da arvestiñ ouzh ar c'hurunadur, ez eas ivez da Göln, Nijmegen, 's-Hertogenbosch, Brusel, Brugge, Gent, ha da Zeeland. E Brusel e welas "an traoù bet degaset d'ar roue eus ar vro alaouret" — da lavret eo an teñzorioù inka bet kaset gant Hernán Cortés da Garl V goude ma vefe tapet Mec'hiko. Dürer a skrivas eo an an teñzorioù-se "bravoc'h evit burzhudoù. Ken prizius eo an traoù-se ken e talvezont 100,000 florin"[3]. War a seblant e tastume Dürer a bep seurt traoù, hag e-touez an traoù a gasas da Nürnberg e oa kerniel loened liesseurt, angelloù pesked bras, hag un arm koad eus Indez.
Gantañ en doa kaset kalz engravadur, hag en e zeizlevr e skrivas da biv e oant bet gwerzhet pe roet, hag ar priz. Ar pezh a zo gwall zedennus rak diskouez a ra pe dalvoudegezh o doa seurt traoù d'ar mare-se, dre ma ne oa ket ken resis an titouroù diwarno hag e oa an titouroù war ar gwerzhañ livadurioù. A-benn ar fin e tistroas d'ar gêr e miz Gouere 1521: ur c'hleñved dianavez hag a rankfe gouzañv betek fin e vuhez en doa paket, ar pezh a lakaas anezhañ da sevel kalz nebeutoc'h a oberennoù[3].
Dibenn e vuhez e Nürnberg
kemmañPa voe distro da Nürnberg e stagas Dürer gant un heuliad skeudennoù relijiel. Kalz damdresadennoù ha studiadennoù a chomet eus ar mare-se, met ne gasas livadur ebet da benn, rak war ziskar ez ae e yec'hed hag ivez peogwir e ouestlas lod brasañ e amzer d'e zamkaniezh a-zivout mentoniezh, diarsell, kempouezioù tresadennoù tud ha kezeg, ha difennoù. Daoust ma ne oa ket dreistvarrek evit a sell ouzh skrivañ, e voe difrae en e labour.
Neuze ne savas ket kalz oberennoù e dibenn e vuhez. War dachenn al livañ e savas poltred Hieronymus Holtzschuher, Maria hag ar Bugel (1526), Salvator Mundi (1526), ha div banell ma weler Sant Yann ha Sant Per en dalenn gentañ ha Sant Paol ha Sant Mark en dalenn ziwezhañ. Evit a sell ouzh a c'houevrengraviñ ne savas nemet un nebeud poltredoù, en o zouez hini kardinal-dilenner Mainz (Ar C'hardinal meur), Friedrich ar Fur, priñs-dilenner Saks, hag e vignoned, an denelourien Willibald Pirckheimer, Philipp Melanchthon hag Erasmus.
Daoust ma kave dezhañ ne oa ket desket a-walc'h, dreist-holl evit a selle ouzh ar yezhoù klasel e oa dedennet-bras Dürer gant an danvezioù kefredel. Kalz a zeskas digant e vignon Willibald Pirckheimer, hag e ali a c'houlennas outañ meur a wech a-zivout meur a oberenn. Mignon e oa ivez da Erasmus, ha kenskrivañ a rejont. Dont a reas a-benn da gas daou levr da benn vat e-keit ma oa bev. Unan anezho diwar-benn ar ventoniezh hag an diarsell Kemennoù ar mentoù a voe embannet e Nürnberg e 1525, hag al levr kentañ diwar-benn ar matematik evit tud vras bet embannet en alamaneg[3] E labour war an difennoù a voe embannet e 1527, hag e labour diwar-benn kempouezioù tresadennoù tud a voe embannet dindan peder levrenn nepell goude e varv, e 1528.[7].
E skridoù Dürer ez eo splann e oa gwall domm ouzh preder Martin Luther, ha martze e voe levezonet gant diskleriadur ar c'huzul kêr a-du gant Luther e 1525. Mervel a reas a-raok ma vefe splann an troc'h relijiel, ha marteze en em wele evel ur c'hatolig dedennet gant an Disivoud e dibenn e vuhez.
Un hêrezh a 6 874 florin a laoaskas pa varvas, ar pezh a oa ur sammad bras-tre. E di (prenet digant hêred Bernhard Walther e 1509), ma oa ivez e stal-labour ha m'edo e wreg o chom betek he marv e 1537, a zo ul lec'h gweladenniñ a-bouez e Nürnberg, hag ur mirdi eo deuet da vezañ[3].
Levezon
kemmañBras-tre e voe levezon Dürer war an arzourien a zeuas d'e heul, dreist-holl war dachenn an engravañ. Rak e oberennoù engravet eo ar re a voe anavezet-mat gant an dud, tra ma ne oa ket ken anavezet e livadurioù, dre ma vezent perc'hennet gant tud a zastume anezhe en o zier ma ne c'helle ket an holl dud o gwelout. Kement a verzh a reas dre skignañ e engravadurioù en Europa a-bezh ma voe ur skouer evit meur a arzour meur, evel Raffaello, Tizian, ha Parmigianino, ha setu int-i ivez da genlabourat gant engraverien evit reiñ brud d'o labour e-maez ar rannvroioù m'edont o chom.
Al labour a gasas da benn war an engraviñ a seblant bezañ lakaet diaes an arzourien a zeuas d'e heul en Alamagn. Ar Vistri Vihan a vez graet anezho: e-lec'h sevel engravadurioù bras e talc'hjont da zodennoù Dürer, met kalz bihanoc'h e voe o oberennoù, ha ne oant ket aozet kenkoulz. En Norzheuropa ne voe nemet Lucas van Leyden hag a zeuas a-benn da sevel engravadurioù ken bras. An engraverien italian a zeuas da-heul Dürer a gopias peurliesañ ar gweledvaoù savet gantañ (Giulio Campagnola ha Christofano Robetta), pe zoken oberennoù a-bezh (Marcantonio Raimondi hag Agostino Veneziano). War zigresk ez eas levezon Dürer goude 1515, pa zeuas a-benn Marcantonio Raimondi e zoare nevez da engraviñ: neuze e voe skignet an doare-se e Norzheuropa.
Evit al livañ ne voe ket ken bras levezon Dürer en Italia: marteze a-walc'h e oa stern-aoter Venezia an oberenn nemeti a oa anavezet. An arzourien alaman a zeuas de heul ne zeujont ket a-benn da veskañ an doare alaman hag an hini italian.
Ul levezon bras eo bet e zoare d'en em boltrediñ betek an deiz a hiziv, ken bras ken e c'hall bezañ ivez unan eus abegoù an dreistmuzul a gaver en emboltredoù zo a voe savet en XIXvet hag en XXvet kantved.
A-viskoazh eo bet priziet mat-tre labour Dürer gant ar vurutellerien, hag alies a-walc'h ez adkreskas interest an dud a-zivout e oberenn en Alamagn: e-pad ar pennad anvet Azginivelezh Dürer e-tro 1570–1630, e penn-kentañ an XIXvet kantved, ha da vare ar Vroadelouriezh alaman, etre 1870 ha 1945[3].
Lidet e vez Dürer, asambles gant arzourien all, d'ar 6 a viz Ebrel, en deiziadur lutherian.
Levrioù diwar e benn
kemmañ- Giulia Bartrum (2002), Albrecht Dürer and his Legacy, British Museum Press. ISBN 0-7141-2633-0
- Walter L. Strauss (Editor) (1973), The Complete Engravings, Etchings and Drypoints of Albrecht Durer, Dover Publications. ISBN 0-486-22851-7 &mdash.
- Wilhelm Kurth (Editor) (2000), The Complete Woodcuts of Albrecht Durer, Dover Publications. ISBN 0-486-21097-9 &mdash.
Roll an oberennoù
kemmañLivadurioù
kemmañ- Albrecht Dürer an henañ, 1490, Mirdi an Ofisoù, Firenze
- Barbara Dürer, ganet Holper, c. 1490-1493, Germanisches Nationalmuseum, Nürnberg
- Emboltred d'an oad a 22 vloaz pe Emboltred an askolenn, 1493, Mirdi al Louvre
- Frederig ar fur, 1496, Staatliche Museen, Berlin
- Tad an arzour, 1497, National Gallery, Londrez
- Emboltred d'an oad a 26 vloaz, 1498, Mirdi Prado, Madrid
- Oswald Krell, 1499, Alte Pinakothek, München
- Elsbeth Tucher, 1499, Staatliche Kunstsammlungen, Kassel
- An diskenn diwar ar Groaz, c. 1500-1503, Alte Pinakothek, München
- Emboltred d'an oad a 28 vloaz pe Emboltred gant ar foulinenn, 1500, Alte Pinakothek, Munich (gant an enskrivadur da-heul: "Albertus Durerus Noricus ipsum me propriis sic effingebam coloribus œtatis anno XXVIII")
- Herkules o lazhañ evned al lenn Stimfalos, 1500, Germanisches Nationalmuseum, Nürnberg
- Aoter an tiegezh Baumgärtner, 1503, Alte Pinakothek, München
- Azeuladur an tri roue, 1504, Mirdi an Ofisoù, Firenze
- Poltred ur vaouez yaouank eus Venezia, 1505, Kunsthistorisches Museum, Vienna
- Burkard von Speyer, 1506, Windsor Castle
- Ar C'hrist e-touez an doktored, 1506, Fundacion Coleccion Thyssen-Bornemisza, Madrid
- Poltred ur vaouez yaouank eus Venezia, c. 1506, Staatliche Museen zu Berlin
- Gwerc'hez gouel ar rozera, Diskouezva Narodni, Praha, 1506.
- Aza hag Eva, 1507, Mirdi an Ofisoù, Firenze
- Poltred ur gwaz, 1512-1514, Mirdi Szepmuveseti, Budapest
- An impalaer Karl-Veur hag An impalaer Sigismond, 1513, Germanisches Nationalmuseum, Nürnberg
- Michael Wolgemut, 1516, Germanisches Nationalmuseum, Nürnberg
- An abostol Fulub, 1516, Mirdi an Ofisoù, Firenze (gant an enskrivadenn-mañ: "SANCTE PHILIPPE ORATE PRO NOBIS 1516")
- Santez Anna hag ar Werc'hez gant he bugel, 1519, Metropolitan Museum of Art, New York
- An impalaer Maksimilian Iañ, 1519, Kunsthistorisches Museum, Vienna
- Bernard von Reesen, 1521, Diskouezva Dresden, Dresden
- Poltred ur gwaz, 1524, Mirdi ar Prado, Madrid
- Hieronymus Holzschuher, 1526, Staatliche Museen zu Berlin
- Jakob Muffel, 1526, Staatliche Museen zu Berlin
- Johannes Kleberger, 1526, Kunsthistorisches Museum, Vienna
- Sant Yann abostol ha Sant Pêr ha Sant Paol ha Sant Marc'h, 1528, Alte Pinakothek, München (Anavet ivez evel Ar pevar abostol pe Ar pevar zemz-spered)
Engravadurioù
kemmañ- Ar familh santel gant gant tri lapin, c. 1497
- Sant Yann dirak ar Werc'hez, c. 1511
- Merzherinti Sant Yann abostol, c. 1497-1498
- La vision des sept chandeliers, c. 1497-1498
- Sant Yann galvet en neñv, c. 1497-1498
- Ar pevar marc'heger, c. 1497-1498
- Diskar ar stered, c. 1497-1498
- Ar pevar ael dalc'her an avelioù hag oleviadur ar re ziuzet, c. 1497-1498
- Seizh trompilhadenn an aeled, c. 1497-1498
- Pevar ael an Eufratez, c. 1497-1498
- Sant Yann o plaouiañ al levr, c. 1497-1498
- Ar vaouez he dilhad heol hag an aerouant e seizh penn, c. 1497-1498
- Emgann sant Vikael a-enep an aerouant, c. 1497-1498
- An aerouant e seizh penn hag al loen e gerniel oan, c. 1497-1498
- Azeulerezh an oan - Kanenn ar re ziuzet, c. 1497-1498
- Serc'h vras Babilon, c. 1497-1498
- Koublad yaouank hag ar Marv ou La promenade, c. 1497-1498
- Euzhvil ar mor pe Skrapadenn Amimone, c. 1498
- Nemesis pe Ar binvidigezh vras, c. 1501
- Sant Eustach, c. 1501
- Diskar an Den pe Aza hag Eva, 1504
- Ar c'hinivelezh, 1504
- Azeuladur an tri roue, 1511
- Gouel an Dremm Santel douget gant daou ael, 1513
- Ar marc'heg, an Ankou hag an Diaoul, 1513
- Melancholia I, 1514
- Sant Yerom, 1514 (Musée Condé Chantilly)
- Frikorneg, 1515
- Ar peizant hag e wreg, 1519
- Kardinal Albrecht Brandebourg, 1523
- Willibald Pirckheimer, 1524
- Frédéric ar fur, priñs-dilenner Saks, 1524
- Erasm Rotterdam, 1526 (Gant an enskrivadenn: "Imago Erasmi Roterodami ab Alberto Durero ad vivam effigiem deliniata" et "ΤΗΝ ΚΡΕΙΤΤΩ ΤΑ ΣΥΓΓΡΑΜ ΜΑΤΑ ΔΙΞΕΙ" a c'hall bezañ troet gant "Reiñ a ra e skridoù ur skeudenn eus an den zo gwelloc' evit ar poltred-mañ")
Tresadennoù
kemmañ- Emboltred d'an oad a 14 vloaz, 1484, Albertina museum, Vienne (gant an enskrivadenn-mañ diwar e zorn: "Graet am eus ar poltred-mañ diwarnon ma-unan, o sellet ouzhin en ur melezour, ar bloavezh 1484, pa oan ur bugel c'hoazh.")
- Ar Basion C'hlas, 1504, Albertina museum, Vienne (Heuliad daouzek tresadenn, anvet evel se abalamour da liv ar paper)
Oberennoù gant gouach
kemmañ- Gad yaouank, 1502, Albertina museum, Vienne
- Aile de rollier, 1512, Albertina museum, Vienne
Skridoù
kemmañ- Unterweisung der Messung mit dem Zirkel und Richtscheit, 1525
- Arcibus castellisque condendis ac muniendis rationes aliquot, 1527
- Diwar-benn kenfeurioù korf Mab-Den, 1528, (Embannet goude e varv)
Un dibab oberennoù
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- A selection of Albrecht Dürer's paintings
- Links to online museum images of all of Dürer's prints — see section B (nb: Not all Public Domain)
- Albrecht Durer in the "History of Art"
- http://www.ibiblio.org/wm/paint/auth/durer/
- Alternative Albrecht Durer
- Works by Albrecht Dürer at Museumsportal Schleswig-Holstein
- Albrecht Dürer: Vier Bücher von menschlicher Proportion (Nuremberg, 1528). Selected pages scanned from the original work. Historical Anatomies on the Web. US National Library of Medicine.
- Oberennoù gant Albrecht Dürer e Project Gutenberg
- De Symmetria... and Underweysung der Messung 1538, from Rare Book Room.
Notennoù
kemmañ- ↑ Mueller, Peter O. (1993) Substantiv-Derivation in Den Schriften Albrecht Durers, Walter de Gruyter. ISBN 3-11-012815-2.
- ↑ 2,0 2,1 ha2,2 Giulia Bartrum, "Albrecht Dürer and his Legacy", British Museum Press, 2002, ISBN 0-7141-2633-0
- ↑ 3,00 3,01 3,02 3,03 3,04 3,05 3,06 3,07 3,08 3,09 3,10 ha3,11 Giulia Bartrum
- ↑ Lee, Raymond L. & Alistair B. Fraser. (2001) The Rainbow Bridge, Penn State Press. ISBN 0-271-01977-8.
- ↑ Lee, Raymond L. & Alistair B. Fraser.
- ↑ Allen, L. Jessie. (1903) Albrecht Dürer, Methuen & co.
- ↑ 7,0 ha7,1 Mueller