Lorenzo di Credi
Lorenzo di Credi (war-dro 1459 – 12 a viz Genver, 1537) a oa ul livour ha kizeller italian. Levezoniñ a reas Leonardo da Vinci a-raok bezañ levezonet bras gantañ. Ganet e oa e Firenze, ha kregiñ a reas da labourat e stal Andrea del Verrocchio. Pa varvas ar mestr e voe kemeret ar stal war e lerc'h gant Lorenzo.
Poltred Caterina Sforza
kemmañUnan eus livadurioù di Credi a voe sachet evezh an dud warnañ pa voe embannet gant anaoudeien zo e oa heñvel a-walc'h penn Mona Lisa gant Leonardo da Vinci ha dremm Caterina Sforza er poltred graet gant Lorenzo di Credi[1].
Honnezh, Caterina Sforza, a oa kontez Forlì hag Imola en Italia ar XVvet kantved, ha prizoniadez Cesare Borgia. Emañ ar poltred-se, a vez graet La dama dei gelsomini anezhañ, e mirdi kêr Forlì.
Diskibien
kemmañDiskibien en deus bet, Giovanni Antonio Sogliani hag Antonio del Ceraiolo eo ar re anavezetañ[2].