Caterina Sforza (1462/3-1509), a oa ur briñsez italian eus dibenn ar XVvet kantved, merc'h vastard da zug Milano, ha kontez Forlì hag Imola, hag unan eus brudetañ maouezed hec’h amzer abalamour d’he nerzh-spered ha d’he nerzh-kalon, par da gwazed ha condottieri he ziegezh. Brezeliñ a reas evit derc'hel he domanioù ha difenn he stadoù e-kreiz ar reuz hag an iriennoù a veze o ren en Italia e dibenn ar XVvet kantved.

Lorenzo di Credi: La dama dei gelsomini

Lavaret e veze anezhi e oa un "diaoulez enkorfet" hag ur "virago cruelísima" (virago zo ur ger italianek a dalv "stourmerez evel ur gwaz"). E dibenn he buhez e lavaras d'ur manac'h: Ma skrivjen istor ma buhez e spontjen ar bed.

He buhez

kemmañ

Merc’h bastardez Galeazzo Maria Sforza (1444-1476), dug Milano, hag ar gontez Lucrezia Landriani (1440-?) e oa. He mamm a oa dimezet da Gian Piero Landriani, ur mignon d'an dug. Savet e voe e lez Milano, unan eus re skedusañ Europa er XVvet kantved. Goude hec'h eured da Girolamo Riario e voe itron Imola ha kontez Forlì. Rejantez e voe evit he mab kentañ, Ottaviano.

Troet e oa Caterina gant an alkimiezh, ar chase hag an dañsoù.

Bugaleaj

kemmañ

Ganet e oa e Milano. Krediñ a reer e oa o chom e ti tud he mamm pa oa bihanik. Tost an eil ouzh eben e voe mamm ha merc'h a-hed o buhez.
Pa voe anvet Galeazzo Maria Sforza da Dug Milano e 1466, goude marv e dad Francesco, e lakaas degas ar vugale en doa bet gant e serc'h Lucrezia Landriani, d'al lez. Pevar a oa:

  • Carlo (ganet e 1461), a vo kont Magenta;
  • Caterina (ganet e 1463);
  • Alessandro (ganet e 1465), a vo aotrou Francavilla;
  • ha Chiara (ganet e 1467), a voe kontez dal Verme di Sanguinetto hag itron Vigevano dre he dimeziñ kentañ; dre hec'h eil dimeziñ e voe Itron Novi[1].

Ar pevar bugel-se a voe roet d'o mamm-gozh a-berzh tad, Bianca Maria Visconti, da sevel. Diwezhatoc'h e voent advabet gant eil pried an dug, Bona di Savoia. Daoust da se ne voe ket troc'het an darempred etre mamm ha merc'h, ha Lucrezia a veze dalc'hmat tost d'he merc'h pa veze bec'h warni, ha betek e dibenn he buhez e Firenze.

E lez Sforza, darempredet gant skrivagnerien hag arzourien, e voe skoliet Caterina evel he breudeur ha c'hoarezed ha roet dezho un deskadurezh klasel. En amzer-se, e veze skoliet heñvel merc'hed ha mibien en tiegezhioù uhel. Ouzhpenn komz latin ha lenn ar skrivagnerien roman hervez urzhioù ar gelennerien e teskas Caterina, digant he mamm-gozh Visconti, taolioù-kaer he hendadoù, bezañ dispont er brezel, ha korvigellek er gouarnamant. Digant he lezvamm Bona di Savoia he doe karantez he gwalc'h, evel holl vugale all he fried advugelet ganti. Pan eas Caterina kuit eus Milano e kendalc'has an darempredoù dre lizher etre an div vaouez.

Tiegezh an Dug a veze o chom e Milano pe Pavia, met alies e teue da Galliate pe Cusago, ma'z ae Galeazzo Maria da chaseal. En unan eus al lec'hioù-se moarvat eo e teskas Caterina chaseal, ur blijadur a badas keit ha m'he doe nerzh.

Kentañ pried

kemmañ

In 1473 e voe dimezet Caterina da Girolamo Riario (1443-1488), breur da Pietro Riario, arc’heskob Firenze, ha niz d’ar pab Sikstus IV (hervez ar gwalldeodoù e oa mab d’ar pab). En-ofisiel e oa mab da Paolo Riario ha Bianca della Rovere, c'hoar d'ar pab Sikstus IV.
Caterina he devoa kemeret lec'h he c'heniterv, Costanza Fogliani, unnek vloaz, evel plac'h nevez. Hervez istorourien zo e nac'has mamm Costanza dimeziñ he merc'h a-raok an oad hervez al lezenn, da lavarout eo pevarzek vloaz en amzer-se. Caterina a oa dek vloaz, lidet e voe an eured d'ar 17 a viz Genver 1473, met ne voe kaset da benn nemet pevar bloaz goude (1477) pa voe tapet he fevarzek vloaz gant Caterina.
Girolamo Riario a voe graet kont Imola gant ar pab. Hag e 1477 e voe degemeret ar c’hont hag ar gontez war an ton bras e kêr Imola. E miz Mae 1477 ez ejont da Roma da c’houlenn digant ar pab kontelezh Forli, a oa dalc’het neuze gant an tiegezh Ordelaffi, hag a voe roet dezho. E Roma e voent o chom meur a vloaz, e servij ar pab.

E miz Meurzh 1478 e c'hanas Caterina ur verc'h a voe anvet Bianca, diwar-lerc'h mamm Girolamo, Bianca della Rovere, ha mamm-gozh Caterina a-berzh-tad, Bianca Maria Visconti. Goude-se e voe pemp bugel all a-hed an nav bloaz goude[2].

E lez ar Vatikan

kemmañ

Roma ne oa ket ur gêr grennamzerel ken, e dibenn ar XVvet kantved, met ne oa ket c'hoazh ar greizenn arzel a-bouez a deuio da vezañ a-benn un 40 vloaz bennak gant an Azginivelezh.
Un anal a c'halloud hag a itrik a oa e kêr, ha n'eo ket armadoù speredel a gonte ar muiañ. Caterina a oa difennet outi gant he fried emellout er politikerezh, met perzh a gemeras e kevredigezh tud uhel Roma, ha seul aesoc'h a se ma oa ur vaouez plijus he doare. Unan eus kaerañ ha kranañ maouezed Roma e oa Caterina, a zesker e lizhiri an amzer-se. Degemeret mat e veze e pep lec'h, brav e veze graet dezhi, meuleudi a veze kanet dezhi gant an holl ha gant ar pab zoken. Eus krennardez ma oa e teuas da vout ur vaouez a c'halloud, kannadez etre lez Roma ha lezioù all en Italia, hini Milano dreist-holl.

Girolamo a voe roet dezhañ ul lec'h a bouez e politikerezh ar pab Sixtus IV goude marv dic'hortoz e niz muiañ karet, ar c'hardinal Pietro Riario. A zeizda zeiz e kreske e c'halloud, ha buan e tiskouezas bout didruez ouzh e enebourien. E 1480 e roas ar Pab da Girolamo aotrouniezh Forlì, chomet diaotrou goude ma oa bet tennet digant an tiegezh Ordelaffi, c'hoant da Sixtus aozañ un domani bras e Romagna.
Klask a reas an aotrou nevez plijout d'ar bobl o sevel tier foran hag ilizoù kaer, hag o lemel tailhoù kuit.

Gwall gemmañ a reas buhez Caterina ha Girolamo gant marv ar pab Sixtus IV avat, d'an 12 a viz Eost 1484.

Kastell Sant'Angelo

kemmañ

Pa voe embannet ar c'heloù eus marv ar pab e stagas a holl o devoa gouzañvet dindanañ da breizhata kêr Roma, ha da ober freuz ha reuz. Annez Girolamo, ar Palez Orsini e Campo de' Fiori, a voe arsailhet, skarzhet traoñ ha krec'h, hogozik distrujet. Caterina a oa seizh miz dougerez, ha treuziñ kêr a reas war varc'h da vont da zerc'hel ar rocca (kreñvlec'h) Castel Sant'Angelo en anv he fried. Alese, gant he soudarded hag he c'hanolioù, e c'halle Caterina pouezañ war ar Vatikan hag e lakaat da blegañ hervez he c'hoant. Gwashaat a reas ar reuz e kêr.

Ur milis a ambrougas ar gardinaled pa errujont. Ar re-se ne fellas ket dezho mont da obidoù ar pab Sixtus IV hag a nac'has en em vodañ gant aon rak tennadeg kanolioù Caterina. Bec'h a oa war an holl rak ne oa nemet dilenn ur pab nevez a c'hallefje lakaat din d'ar reuz e kêr Roma.

Forlì

kemmañ

Pa errujont e Forlì, ma oa deuet Ludovico il Moro da zerc'hel an urzh, e klevas ar priedoù Riario e oa bet dilennet Giovanni Battista Cybo da bab. Hennezh, anvet Inosant VIII neuze, enebour kozh ha d'ar pab kozh, a gadarnaas Girolamo en e aotrouniezhioù en Imola ha Forlì hag a anvas Girolamo da Bennkabiten arme ar Pab.

Riario en doa graet meur a dorfed evit pinvidikaat, pezh a zisplije d’ar gontez. Pa varvas ar pab Sixtus e miz Eost 1484, ha pa c'halle e vadoù bezañ tennet digant Girolamo gant ar pab nevez, e kasas Caterina da Roma, ha hi dougerez, da aloubiñ kastell Sant Angelo, a voe difennet ganti ivez betek ar 25 a viz Here, pa en daskoras d’ar C’holaj Sakr war urzh he fried .

Hag int en-dro en o douaroù, Imola ha Forlì, ma klaskent plijout d’ar bobl o sevel ilizoù ha savadurioù kaer, hag o lemel tailhoù. Nemet pa veze berr an arc’hant e veze ret adlakaat tailhoù, ha se ne blije ket nemeur. Enebourien ar c’hont a oa oc’h iriennañ a-benn lakaat Franceschetto Cybo, niz d’ar pab Inosant VIII, evel kont Imola ha Forlì en e lec’h. Ha Riario neuze da heskinañ an holl re a grede dezhañ a gemere perzh en trubarderezh.

Marv Girolamo

kemmañ

Meur a irienn a oa bet a-enep da Girolamo, met hini ebet na deuas da benn-vat. E 1488 e voe emsavadegoù e Forlì ha lazhet e voe ar c’hont d'ar 14 a viz Ebrel gant tri irienner, lakaet ar palez en arigrap, ha prizoniet ar gontez hag he bugale. E penn an emsavadeg e oa an tiegezh Orsi, noblañsed eus Forlì.
Gwikadell Ravaldino avat, ur c'hreñvlec'h a bouez, a zalc’he penn ouzh an emsavadeg e Forlì. Ha Caterina neuze da lavarout d’an iriennerien e oa prest da vont da reiñ urzh d’ar gouarnour, Tommaso Feo, da baouez gant ar stourm. Pennoù an Tiegezh Orsi a gredas he c'homzoù rak leuskel a reas he bugale etre daouarn an emsavidi da vont d’ar wikadell. Erruet eno avat e taolas gourdrouzoù hag e touas kaout dial eus an dreitourien. Pa voe kemennet gante e oant o vont da lazhañ he bugale e savas ar gontez war ar voger, hervez ar vojenn (met ne dle ket bezañ gwir) da ziskouez he gaol ha da embann : Ho con me lo stampo per farne degli altri! (Ganin ez eus peadra d'ober re all!). Gant skoazell Lodovico Sforza (Lodovico il Moro) e teuas a-benn da drec’hiñ war hec’h enebourien ha da adkemer he madoù. Met n’ankounac’haas ket kas an dorzh d’ar gêr d'hec'h enebourien pa adkemeras ar galloud e Forlì.

Itron Imola and Forlì

kemmañ

D'an 30 a viz Ebrel 1488 e stagas Caterina da c'houarn he c'hontelezh evit he mab henañ Ottaviano, anavezet gant ar pennoù bras evel Aotroù Forlì, petra bennak ma oa re yaouank evit seveniñ e garg.
Kentañ a reas Caterina evel Renerez Forlì a voe kas an dorzh d'ar gêr da vuntrerien he fried, hervez giz an amzer. Urzh a roas da vac'hañ an holl re o devoa kemerzh perzh en un doare bennak en irienn Orsi, hag en o zouez gouarnour ar pab, Monsignor Savelli, jeneraled ar pab, castellan kreñvlec'h Forlimpopoli, en abeg d'o zrubarderezh, hag ivez an holl vaouezed eus an Tiegezh Orsini ha tiegezhioù all kar d'an iriennerien. Klask a voe war-lerc'h kement hini en doa kemerez perzh en irienn. Tier an dud karc'haret a voe distrujet betek rez an douar hag o madoù ha bravigoù skignet e-touez an dud paour.

D'an 30 a viz Gouhere e tegouezhas keloù e oa bet roet ar stad d'he mab Ottaviano Riario gant ar pab Inosant VIII "ken na vo echu e lignez". Etre keit-se e teuas ar c'hardinal Raffaele Riario da Forlì d'ober ur weladenn ofisiel, da wareziñ emzivaded e genderv Girolamo Riario, met e gwirionez da ensellout gouarnamant Caterina evit ar pab[3].

 
Italia e 1494

Eil pried

kemmañ

E 1489 e timezas da Giacomo Feo (1468-1495), a oa sekretour he gwaz kentañ. Un den kriz ha lorc’hus e oa, ha muntret e voe dirazi e miz Eost 1495. An holl iriennerien, o gwragez ha bugale, a voe lakaet d’ar marv.

Darempredoù mat he doa gant Firenze, ha gant ar pab Alesant VI, evit diwall diouzh Venezia a glaske aloubiñ he douaroù.

Trede pried

kemmañ

E 1496 e teuas kannad Republik Firenze, Giovanni de' Medici, d'ober ur gweled da Caterina. Hennezh a oa eil mab Pierfrancesco di Lorenzo de' Medici, eus skourr yaouañ an Tiegezh Medici. War un dro gant e vreur henañ Lorenzo e oa bet kaset d'an harlu dre ma oa savet a-enep e genderv Piero, a oa o ren e Firenze goude marv e dad Lorenzo il Magnifico .

En 1494, pa voe aloubet Italia gant Charlez VIII, Roue Bro-C'hall, e rankas Piero sinañ un emglev hag a roa tu d'a arme c'hall da vont ha dont evel a gare e Rouantelezh Naplez. Dieubet e voe pobl Firenze, distroadet Piero hag embannet ar Republik. Neuze e c'hallas Giovanni hag e vreur distreiñ d'o bro c'henidik. Dilezel a rejont o anv-tiegezh Medici da gemer hini ar Popolano en e lec'h.

E 1497 e timezas Caterina da Giovanni de' Medici, lesanvet il Popolano (1467-1498), eus an tiegezh Medici, kannad Firenze e Forlì.
Ur mab he doe e 1498, hennezh eo a vo brudet evel condottiero, Giovanni dalle Bande Nere. Er bloaz-se en-eeun e varvas he gwaz.

 
Giovanni de' Medici. Livadur gant Filippino Lippi.

Cesare Borgia

kemmañ

Er bloaz goude, e 1499, e teuas Cesare Borgia, mab d'ar pab Alesant VI, gant un arme, da lakaat seziz war Forlì, ha gantañ Leonardo da Vinci oc'h ober war-dro ar melloù kanolioù nevez. Gwaregerien ar gontez intañvez a denne saezhioù a gase lizhiri o kemenn e roje Caterina 10 000 pezh aour da neb a roje Cesare Borgia dezhi. Ha Cesare a brometas 100 000 neuze d'an hini a roje anezhi dezhañ. A-benn ar fin e voe trubardet ar gontez, kemeret kêr gant ar Valentino, ha kaset Caterina d’ar vac’h da Roma.
Loeiz XII, roue Bro-C’hall, a reas dezhañ he divac’hañ.

Bac'het e Castel Sant'Angelo

kemmañ

Evel digarez da vac'hañ Caterina e lavaras ar pab Alesant VI he devoa klasket e lazhañ e miz Du 1499 gant lizhiri leun a gontamm, evel dial goude builh ar pab a denne he douaroù diganti. Hiriv zoken n'ouzer ket ha peadra a oa d'he zamall e gwirionez. Machiavelli a grede he devoa klasket Caterina kontammiñ ar pab, e-kichen da se ez eus istorourien, evel Jacob Burckhardt ha Ferdinand Gregorovius ha lavar n'eus netra sur. Barnet e voe Caterina bepred, ne voe ket kaset ar prosez da benn, met chom a reas er vac'h betek an 30 a viz Mezheven 1501. Divac'het e voe gant Yves d'Allègre,a oa erruet e Roma gant arme c'hall ar roue Loeiz XII, a oa war he hent da Rouantelezh Naplez.

Embann a reas ar pab Alesant VI e oa bet sinet paperoù gant Caterina da zilezel hec'h holl zouaroù hag e vab Cesare, en devoa kemeret Pesaro, Rimini ha Faenza,a voe anvet da zug Romagna.

Ur pennadig e chomas Caterina e ti ar C'hardinal Raffaele Riario, a-raok lestrañ da vont eus Livorno da Firenze, ma oa gortozet gant he bugale.

Firenze

kemmañ

E Firenze ez eas Caterina da chom er c'henkizoù a oa bet d'he zrede pried, Giovanni de' Medici. Alies e veze er Villa di Castello. Buan a-walc'h e klemmas abalamour ma veze lakaet diaes gant ar berr ma oa an arc'hant. Bec'h he devoe e-pad meur a vloaz ouzh he hantervreur Lorenzo de' Medici abalamour d'he mab Giovanni a oa bet fiziet ennañ pa oa-hi bac'het. E 1504 e tistroas he mab dezhi, rak ar barner a gavas dezhañ ne oa ket un heñvel bout prizoniet abalamour d'ar brezel hag abalamour d'un torfed.

He bugale

kemmañ

Kalz a vugale he doe, ha brudet dreist ar re all eo Giovanni dalle Bande Nere, kabiten kalonek ha dispont evel e vamm.

  • Gant he fried kentañ, Girolamo Riario, he doe c'hwec'h bugel:
  1. Bianca (Roma 1478 - goude 1522), dimezet e 1494 da Astorre III Manfredi, aotrou Faenza (marvet e 1502); addimezet e 1503 da Troilo Rossi (marvet e 1521), kentañ markiz San Secondo, ha 9 bugel o doe.
  2. Ottaviano (Roma 1479 - Bologna 1523), aotrou Imola ha Forlì (1488–99), ha goude eskob Volterra ha Viterbo.
  3. Cesare (Roma 1480 -Roma, 1518 pe 1540?), arc'heskob Pisa ha patriark Alexandria.
  4. Giovanni Livio (Forlì 1484 - 1496).
  5. Galeazzo (Forlì 1485 - Bologna, 1557), dimezet e 1504 da Maria Giovanna della Rovere (Senigallia 1486 - Bologna 1538), itron Camerino, c'hoar henañ Francesco Maria Iañ della Rovere, dug Urbino. Ur verc'h hag ur mab o doe, Giulia ha Giulio (marvet e 1565). Echuiñ a reas o skourr gant marv Francesco Maria Riario della Rovere e 1676.
  6. Francesco, lesanvet "Sforzino" (Imola 1487 - goude 1509), eskob Lucca.

Gant hec'h eil pried Giacomo Feo, he doe ur mab :

  1. Bernardino (anvet goude Carlo) (1489 - 1509), marvet da 20 vloaz.

Gant he zrede pried Giovanni de' Medici, anavezet evel Giovanni il Popolano, he doe ur mab :

  1. Ludovico (Forlì 1498 - Mantua 1526), anvet Giovanni goude marv e dad, a zeuas da vout condottiero brudet ha haroz broadel anavezet evel Giovanni dalle Bande Nere. Dimeziñ a eure da Maria Salviati (1499- 1543), merc'h da Jacopo Salviati ha Lucrezia di Lorenzo de' Medici, hag ur mab o doe, Cosimo Iañ de' Medici Dug Meur Toskana (1519–1574).

Goude he marv

kemmañ

E Mezheven 1537, 28 bloaz goude marv Caterina, e voe anvet he mab-bihan Cosimo Iañ de' Medici da zug Firenze, hag e 1569 da zug-meur Toskana. Hennezh a oa mab d'he mab Giovanni,

He fersonelezh

kemmañ

Dre he zemz-spered nerzhus hag he c’hoant da chom dizalc’h eo bet lakaet da arouez merc’hed an Azginivelezh, da skeudenn ar “virago”, poz italianek, a sav enep pep diaezamant hag a drec’h war an dud widreüs. Bet eo ivez ur vestrez war al louzoù, a studie hag a implije, evit ar yec’hed kenkoulz hag evit ar gened. Ul levr he deus skrivet gant hec’h anaoudegezh: Liber de experimentiis Catherinae Sfortiae.

Poltredoù

kemmañ
 
An Teir Fulenn en daolenn La Primavera gant Sandro Botticelli: Caterina Sforza e vije ar vaouez en tu dehoù.

He foltred, bet livet gant Lorenzo di Credi, a weler e mirdi Forlì. Anavezet eo evel La dama dei gelsomini (Itron ar jelsami). Poltredet e vije ivez e taolenn Sandro Botticelli, La Primavera.

Levrlennadur

kemmañ

En italianeg

kemmañ
  • Emilio Sani, Il ricettario di bellezza di Caterina Sforza, estratto da Minerva Farmaceutica n. 4 aprile 1953 e da Il Pescatore Reggiano del 1954, Reggio Emilia, Tipografia Editrice Bizzocchi, 1954.
  • Antonio Perria, I terribili Sforza. Trionfo e fine di una grande dinastia. Milano, SugarCo Edizioni Srl, 1981.
  • Cecilia Brogi, Caterina Sforza, Arezzo, Alberti & C.Editori, 1996.
  • Natale Graziani Gabriella Venturelli, Caterina Sforza, Cles, Arnoldo Mondadori Editore, 2001. ISBN 88-04-49129-9

E yezhoù arall

kemmañ
  • (fr) G. Rachet, Catherine Sforza, la Dame de Forli, Denoël, Pariz 1987.

Notennoù

kemmañ
  1. Complete Genealogy of the House of Sforza
  2. The Sforza and the Aragonese - Maike's History of Women and the History of Everyday Life - kleio.org
  3. Graziani, Venturelli, p. 129

Pennadoù kar

kemmañ