Pierfrancesco di Lorenzo de' Medici

Ur pennad Pierfrancesco de' Medici‎ zo ivez.

Pierfrancesco di Lorenzo de' Medici, lesanvet Pierfrancesco il Vecchio (Firenze 14301476), a oa un arc'hantour ha diplomat italian eus an Tiegezh Medici e Firenze ar XVvet kantved.

Pierfrancesco di Lorenzo de' Medici
Adorazione dei Magi, gant Filippino Lippi. Emañ Pierfrancesco di Lorenzo de' Medici war bennoù e zaoulin hag e vab Giovanni il Popolano en e sav en e gichen.

Mab e oa da Lorenzo il Vecchio ha da Ginevra Cavalcanti, niz enta da Gosimo il Vecchio a rene e kêr Firenze, ha kenderv da Piero il Gottoso, a renas goude marv e dad Cosimo e 1459.

Goude marv e dad e 1440, hag eñ en e 10 vloaz, e voe desavet Pierfrancesco gant e eontr Cosimo.

Meur a wech e voe kaset e voe da gannad : davet ar pab e 1458, davet Markiz Mantova e 1463. Anvet e voe da Priore delle Arti e 1459. Goude marv Cosimo e 1464 edo Pierfrancesco a-du gant e genderv Piero da gentañ, met treiñ a reas en e enep ken e kemeras perzh en irienn c'hwitet Luca Pitti e 1466. Pardonet e voe e ober gant e genderv Piero ha kenderc'hel a reas gant e labour e bank an tiegezh.

Dimeziñ ha bugale

kemmañ

E 1451 e timezas da Laudomia Acciaiuoli, ha daou vab o doe : Lorenzo (1463-1503) ha Giovanni (1467-1498). Anvet e voent Popolano evit ober ar c'hemm gant tiegezh o c'henderv, an tirant Piero il Fatuo.

Mervel a eure Pierfrancesco e 1476 hag advabet e voe e vugale gant o eontr Lorenzo il Magnifico.

Liammoù diavaez

kemmañ