Lorenzo il Vecchio

Arc'hantour italian

Lorenzo il Vecchio, pe Laorañs an Henañ, pe Lorenzo di Giovanni di Bicci (Firenze 1395-1440 Firenze) a oa un arc'hantour italian eus an Tiegezh Medici e Firenze er XVvet kantved, anezhañ ur breur yaouankoc'h da Cosimo il Vecchio, ha penn ar skourr popolano, a zeuio Cosimo Iañ de' Medici anezhañ pa vo echu gant ar skourr kentañ.

E vuhez

kemmañ

Mab e oa da Giovanni di Bicci de' Medici ha da bPiccarda Bueri, ha kelennet e voe gant Carlo Marsuppini, kanseller Republik Firenze.

E 1416 e timezas da Ginevra di Giovanni di Amerigo Cavalcanti, ha daou vab o doe:

Ginevra Cavalcanti a oa moereb da wreg Giovanni Arnolfini.

Lorenzo a eas da-heul e vreur Cosimo pan eas da Ferrara, Verona ha Vicenza da vare ar vosenn e Firenze (1430).

E 1433 e klaskas sevel un arme da zieubiñ Cosimo pa voe harzet ha tamallet dezhañ bezañ tirant. Diwezhatoc'h ez eas d'e gaout da Venezia hag e tistroas gantañ da Firenze war an ton bras goude distaolet an tamalloù graet da g-Cosimo.

War-dro an arc'hant dreist-holl e reas Lorenzo met kargoù all en doe e Republik Firenze ha kaset e voe da gannad d'ar pab Eugene IV ha da Republik Venezia.

E 1435 ez eas da chom da Roma da evezhiañ aferioù ar Bank Medici e lez ar pab.

Mervel a eure e 1440 er Villa di Careggi ha beziet e voe en penniliz San Lorenzo Firenze.

Hervez a ouzer eus skridoù an amzer e oa un den mat e yec'hed (e skourr e vreur henañ Cosimo e oa kleñvedoù a dad da vugale), oberiant ha troet gant ar vuhez war ar maez, a gare ar chas hag ar chase, ha dot da chom er ville medicee.