Cosimo Iañ de' Medici

Cosimo Iañ de' Medici (14 a viz Mezheven 1519- 21 a viz Ebrel 1574) a voe dug Toskana adalek 1537, ha kentañ Dug-meur Toskana adalek 1569 betek e varv e 1574, e-pad bloavezhioù diwezhañ an Azginivelezh italian.

Cosimo I de' Medici en e harnez, livet gant Agnolo Bronzino.

Cosimo, ganet e Firenze, a oa mab da Giovanni dalle Bande Nere (1498-1526), condottiero eus Forlì, ha da Maria Salviati.

Roet e voe ar galloud dezhañ gant Republik Firenze. Adsevel a eure neuze Tierniezh Medici, a vlenio Firenze betek an Dug-meur diwezhañ, Gian Gastone de' Medici (1671-1737).

E 1562 e varvas e bried, ha daou vugel dezhañ, Giovanni ha Garzia.

Oberoù sevenet gantañ

kemmañ
  • Krouiñ an Ofisoù, savet da lojañ ar gouarnamant, a zo hiziv unan eus bravañ mirdioù ar bed
  • Krouiñ merdeadurezh Firenze, a gemeras perzh en emgann Lepanto
  • Kreskiñ galloud Firenze war Sienna ha Toskana en hefezh
  • Kas da benn savidigezh ar Palez Pitti , a voe annnezet gantañ ;
  • Diazezañ kêr Portoferraio en Enez Elbe

Delwennoù dezhañ

kemmañ

Ur mell delwenn arem dezhañ, en marc'heger, savet gant ar c'hizeller Giambologna en 1598, a weler er Piazza della Signoria, leurgêr bouezusañ Firenze. Unan all zo e Pisa er Piazza dei Cavalieri.

Dimezioù

kemmañ

En 1539 e timezas da Eleonora di Toledo (1522–1562), merc'h da vesroue Napoli, Don Pedro Alvarez de Toledo.

En 1570 ec'h addimezas da g-Camilla Martelli (marvet en 1574). Tri bugel o doe.

E vugale

kemmañ

Ma voe niverus bugale Cosimo, ne voent ganet dindan steredenn ar chañs rak an droug-skevent a veze oc'h ober e reuz bep ar mare e Firenze, ma ranke an dud pinvidik kuitaat kêr da vont d'an arvor, hag eno neuze e kavent ur c'hleñved all, ar malaria.

 Anv   Ganet   Marvet   Oad †   Evezhiadennoù
  Bia 1537 1542 5 Merc'h bastardez, dianav he mamm, livet gant Agnolo Bronzino
  Maria 1540 1557 17 Marvet gant ar malaria
  Francesco Iañ 1541 1587 46 Pried da Janed Aostria ; addimeziñ a eure da Bianca Cappello. Kontammet e voe, war un dro gant e wreg, diwar zorn e vreur Ferdinando.
  Isabella 1542 1576 34 Mouget e voe gant he gwaz, Paolo Giordano Iañ Orsini
  Giovanni 1543 1562 19 Kardinal, marvet gant ar malaria
  Lucrezia 1545 1561 16 Gwreg Alfonso d'Este, dug Ferrara. Diskred zo e vije bet kontammet gant he fried. Hervez tud all e oa klañv gant an drougskevent.
  Pietro (Pedricco) 1546 1547 tost da 1 bloaz
  Garzia 1547 1562 15 Marvet gant ar malaria
  Antonio 1548 1548 0
  Ferdinando I 1549 1609 60 Kardinal, pried da Cristina di Lorena. Muntrer e vreur hag e c'hoar-gaer.
  Anna 1553 1553 0
  Pietro 1554 1604 50 Pried da Eleonora di Garzia di Toledo‎ (1553-1576), lazhet gantañ dre ma oa avoultrerez; addimeziñ a eure e 1593 da Beatriz de Meneses.
  Merc'h hep anv 1566 1566 0 Bastardez, eus Eleonora degli Albizi.
  Don Giovanni 1567 1621 54 Bastard, eus Eleonora degli Albizi.
  Virginia 1568 1615 47 Ganet eus Camilla Martelli, a zimezas da Cesare Iañ d'Este, Dug Modena ha Reggio

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.