Don Giovanni de' Medici
Don Giovanni de' Medici (Firenze, 1567 – Murano, 1621) a oa diplomat, condottiero ha tisavour italian.
Mab bastard e oa da g-Cosimo Iañ de' Medici, Dug-meur Toskana ha d'e serc'h Eleonora degli Albizi, hag anavezet e oa bet gant e dad.
Ganet e oa pemp bloaz goude marv e vreur Giovanni, ha roet e voe dezhañ e anv. Mont a reas da vevañ da Spagn hag eno e krogas da zeskiñ micher an armoù.
E 1598 e oa kannad Toskana e Madrid. E 1600 e oa Master of the Field en arme an Impalaer. E 1616–1617 e oa pennjeneral arme Republik Venezia.
Dimezet e oa da Livia del Vernazza, ha daou vab o doe:
- Gianfrancesco Maria (1619–1689)
- unan dalif, a varvas yaouankik.
Livour ha tisavour e oa Giovanni ivez, ha kenlabourat a reas gant Matteo Nigetti da sevel chapel an tiegezh Medici en iliz San Lorenzo e Firenze.
Paeron an arzoù
kemmañDon Giovanni a oa un tisavour anezhañ hag a zaremprede an arzourien. Eñ an hini a dresas Chapel ar Briñsed (Cappella dei Principi) en Iliz San Lorenzo, e Firenze. Daremrediñ a rae ivez tud commedia dell'arte, kenskrivañ a reas, etre 1612 ha 1621, gant ar gompagnunezh Confidenti, dreist-holl gant ar gomediañcherien Flaminio Scala ha Nicolò Barbieri, Beltrame e anv-micher.,
Notennoù
kemmañ
Levrlennadur
kemmañ- Dooley, Brendan (2014). The Mattress Maker's Daughter: The Renaissance Romance of Don Giovanni de' Medici and Livia Vernazza. Cambridge, MA : Harvard University Press. ISBN 978-0-674-72466-2.