Serc'h
Ur serc'h (serc'hed el liester, serc'hoù a-wechoù) eo ar plac'h a vev gant ur paotr hep na vefent dimezet. Ar serc'heg eo ar paotr a ra kemend-all.
Istor
kemmañSeblantout a ra bezañ ur ger dereat, en istor ar yezh, stag ouzh an dud uhel, e-skoaz ar ger gast, a zo stag ouzh tud izel o renk.
Gerioù heñvelster
kemmañEr yezh a-vremañ e vez graet gant pried-kleiz, gwreg-kleiz, adwreg, pa vez kaoz eus ur plac'h, ha n'eo ket dimezet, hag a vev gant ur gwaz, a zo dimezet, pe a zarempred anezhañ.
Ar ger mestrez n'eo ket heñvelster tamm ebet: talvezout a ra kement ha mestrez ar galon, dousig.
Gerioù kar
kemmañ- Serc'hiñ zo bevañ gant ur serc'h, da lavarout eo gant ur plac'h hep bezañ dimezet: bezañ ajolbet, a vez lavaret ivez er yezh a-vremañ.
- Serc'haouiñ zo bevañ gant serc'hoù (da geñveriañ gant gastaouiñ), ha kaout ur vuhez diroll.
El lennegezh-pobl
kemmañItron amañ ne vefet ket
Serc’h d’an aotrou ne laran ket[1]
El lec'hanvadurezh
kemmañHervez kont, e kaver ar ger-se en anv-lec'h Koadserc'ho, e-kichen Montroulez.
E kembraeg
kemmañ- Karantez eo ar ger serch. Pa gomzer eus canu serch e komzer eus karantez kourtes el lennegezh krennamzerel.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Gwerziou Breiz Izel (eil levrenn, pajenn 232), dastumet gant Fañch an Uhel.