Pried
Ar ger pried a vez implijet, en ul live yezh uhelik, da gomz eus un den dimezet, da lavarout eo:
- e-lec'h ar ger gwaz, evit ur paotr;
- e-lec'h ar ger gwreg, evit ur plac'h (lavaret e vez ivez: gwreg-pried pa vez c'hoant da lakaat kemm etre paotr ha plac'h[1]).
Ar priedoù a vez lâret el liester, hag an dud nevez da zeiz eured ar priedoù. An daou bried, a vez lavaret ivez.
Gerioù enebetAozañ
Enebet eo ar ger pried
Gerioù karAozañ
- ar briedelezh, ur stad a vuhez
- ar verboù priediñ ha dibriediñ, heñvelster gant dimeziñ ha dizimeziñ.
Er gevredigezhAozañ
Dous ha feal e rank an daou bried bezañ an eil ouzh egile, hervez ar relijion evel hervez al lezenn.
Pa vez taolioù ha fest ar vazh er gêr e vez komzet eus gwall bried.
Er gwerzioùAozañ
- Pell zo e vijen dimezet, Penevert kaout gwall bried... Ma ho poa aon rak gwall bried, E-leal! C'hwi a zo tapet!, e-barzh Frañsoazig ha Pierig, Sonioù Breizh Izel, Fañch an Uhel, (levrenn gentañ, pajenn 332)
Pennadoù kar dre ar sterAozañ
Notennoù ha daveennoùAozañ
- ↑ François Vallée, Grand dictionnaire français-breton, p.268a.