Giovanni di Cosimo I de' Medici

Ur pennad Giovanni de' Medici zo ivez.

Giovanni di Cosimo I de' Medici (1544 – 1562), anavezet evel Giovanni de' Medici ar Yaouankañ, a oa ur c'hardinal italian eus an tiegezh Medici, eil mab Cosimo Iañ de' Medici, dug-meur Toscana, hag Eleonora di Toledo e bried. Desket e voe evit bezañ den a iliz, evel a zegouezhe en tiegezhioù galloudus, tra ma veze desket e vreur henañ Francesco war ar politikerezh hag arz ar brezel evit bezañ dug-meur war-lerc'h o zad.

Agnolo Bronzino, Portrait of Giovanni de' Medici (c. 1545), Uffizi, Florence.


Buan e savas gant skeul an enorioù: e 1560, pa oa 17 vloaz, e voe anvet da gardinal, gant ar pab Pius IV, ha lakaet da verañ arc'eskopti Pisa.

Mervel a eure e 1562, da 19 vloaz, pe gant an droug-skevent pe gant ar malaria, tapet en arvor, etre Pisa e Livorno, evel e vamm hag e vreur, a varvas an eil goudeegile, evel a oa c'hoarvezet ivez gant e c'hoar henañ Maria.

E vreur Ferdinando de' Medici a voe anvet da gardinal ivez eveltañ.

fu a sua volta nominato cardinale. E 1567 en doe Cosimo ur mab all digant e bried-kleiz Eleonora degli Albizi, ha hennezh ivez a voe anvet Giovanni: anavezet eo evel Don Giovanni de' Medici.

Poltredoù

kemmañ

Daou boltred anezhañ gant Agnolo Bronzino zo brudet : unan en-bugel, ur golvanig en e zorn, hag unan all un toullad bloavezhioù diwezhatoc'h, gant e vamm, petra bennak ma c'hallfe ivez bezañ unan eus e vreudeur Francesco pe Garzia.