Eleonora Toledo hag he mab

taolenn gant Agnolo Bronzino
Poltred Eleonora di Toledo gant he mab Giovanni
Angelo Bronzino, war-dro 1545
Eoullivadur war goad
115 × 96 cm
Uffizi
Firenze
Italia

Eleonora di Toledo gant he mab Giovanni a zo un eoullivadur war goad, dezhañ cm 115 × 96, graet e 1545 gant al livour italian Bronzino.

War ziskouez emañ er Galleria degli Uffizi e Firenze.

Poltred Eleonora di Toledo (1522-1562), dugez Firenze, eo. Pried e oa da g-Cosimo Iañ de' Medici. Amañ en he gweler gant unan eus he unnek bugel. Daoust da anv an daolenn ez eus dizemglev diwar-benn piv eo ar mab poltredet, pe Francesco, ganet e 1541, pe an eil mab Giovanni ganet e 1543.

Er sae a weler e voe beziet Eleonora, met miret eo bet ha war ziskouez emañ er Palez Pitti e Firenze.

Liammoù diavaez kemmañ