Sae
Ur sae zo ur pezh dilhad gwisket gant ar merc'hed, hag a dap eus an divskoaz betek an daouufern, pe izeloc'h, pa vez hir, ha betek an daoulin, pe uheloc'h, pa vez berroc'h.
Louise de Broglie, Comtesse d'Haussonville Ingres (1845) Livet pizh eo sae ar gontez. |
Sae du hir. |
A-wechoù koulskoude e vez saeoù ha ne dapont ket adalek an divgazel. Evit diskouez ar bruched int graet.
Ar milginoù a c'hall bout hir pe verr, met gallout a ra ur sae bout divilgin ivez. Lod saeoù a zo digor a-walc'h war ar c'hrubuilh evit damziskouez an divvronn ; lod all c'hoazh zo digor war ar c'hostez evit diskouez an divhar.
Bravoc'h e kaver ar saeoù eget ar brozhioù peurvuiañ. Liesliv e vezont aliesoc'h, ha stummoù a bep seurt a vez dezho. C'heuc'hoc'h int ivez : pa'z eer d'un eured pe d'ur fest a bouez pe divoas e vo gwisket saeoù kentoc'h eget brozhioù.
Istor
kemmañSaeoù kaer a blij d'ar binvidien gwiskañ, ha diskouez o finvidigezh ganto. Gwechall e veze gwriet perlez ha bravigoù war ar saeoù kaerañ, broderezh ha dantelezh outo, hag a-wechoù neud arc'hant pe aour.
Saeoù kaer
kemmañ-
Eleonora di Toledo, XVIvet kantved
-
Ar rouanez c'hall Marie-Antoinette, saeet hir, dispak he c'hrubuilh, XVIIIvet kantved.
-
Sae korollerez, 1917
-
Alice Joyce en ur sae flapper e 1926.
-
Ur sae-eured e 1929
-
Monica Bellucci o tougen ur sae a dap betek he divgazel.
-
Gisèle Bündchen en ur sae divilgin, digor-frank war ar c'hostez.
-
Saeoù hir a bep liv
-
Sae-eured, 2007