Gar
(Adkaset eus Divhar)
An div c'har, pe divhar, pe divesker, eo izili ar c'herzhed. Stag int ouzh korf an den dre an divlez.
Gar a vez laret eus an ezel etre ar c'hof hag an troad; esker ne vez ket lavaret ken, nemet e-barzh divesker, pe teiresker.
Ent-strizh e talvez gar kement hag al lodenn eus ezel traoñ an dud a zo etre ar glin hag an ufern[1] ha neuze e reer morzhed eus al lodenn a-us d'ar glin .
LoenedAozañ
Lodennoù ar c'harAozañ
DilhadAozañ
Gar vlevekAozañ
Blevek e vez divhar an dud vras. Ar merc'hed dreist-holl a gar disvleviñ o divhar, met kemend-all a vez graet gant paotred zo ivez, ha marc'hhouarnerien dreist-holl.
SurjianerezhAozañ
C'hoarvezout a ra e ve ret troc'hañ gar un den outañ, goude ur gwallzarvoud, da virout ouzh ar brein-krign.
Pa ne nemet ur c'har ken gant un den e rank kerzhout gant flac'hioù.
Troioù-lavarAozañ
- Ober gar da ub: astenn ar c'har da lakaat un den da gouezhañ.
NotennoùAozañ
- ↑ Geriadur an Here p. 515a