Bragoù
Ar bragoù ( bragouioù pe brageier el liester) zo ur pezh dilhad da wiskañ traoñ ar c'horf adalek an dargreiz betek an daouufern. Ur pezh dilhad evit ar baotred eo bet pell amzer: e dibenn ar bloavezhioù 1960 e veze difennet c'hoazh d'ar skoliadezed dougen brageier e skolioù zo e Breizh.

Bragouioù merc'hedAozañ
A-raok an XXvet kantved e oa ral ar merc'hed o tougen bragouioù, evel George Sand. Aesoc'h e kavent dougen bragouioù da varc'hegañ. Lod a gave gwell gwareziñ o c'horf, evel merc'hed ar mengleuzioù. Goude ar brezel-bed kentañ eo e krogas ar merc'hed pinvidik da zougen bragouioù ha da droc'hañ o blev, da zilezel doareoù stag ouzh ar gevredikezh kozh ma ranke ar merc'hed plegañ da reolennoù strizh en o dilhad evel en o emzalc'h.
Hiziv e plij d'ar merc'hed lakaat a bep seurt bragouioù, berr pe verroc'h, hervez an amzer, pe a-wechoù hervez pezh a fell dezho diskouez.
Gant emdroadur ar gevredigezh e kornioù zo eus kêrioù zo e vez ret zoken d'ar merc'hed dougen bragouioù mane fell ket dezho bezañ kunujennet pe gwallgaset war zigarez e vijent gwisket evel gisti.