Ur bragoù berr zo ur bragoù, gwisket gant paotred koulz ha gant merc'hed, ha ne dap ket izeloc'h eget an daoulin. Bragouioù berr-berr zo ivez.

Paotr saoz gwisket gant lifre e skol en ur bragoù berr.
Plac'h gwisket en ur bragoù berr-berr.

Plijadur a vez o tougen ur bragoù berr pa vez tomm an amzer, o santout e vezer disamm eus pouez an dilhad war ar c'hroc'hen hag e vez aesoc'h d'ar c'horf fiñval; kement-se zo gwiroc'h c'hoazh pa vezer o redek, pa c'hoarier tennis pe rugbi.

E Bro-Saoz e veze gwisket bragouioù berr a dape tre betek pennoù an daoulin; hiziv e seblantont hir pa weler bragouioù berr kalz berroc'h.

Merc'hed

kemmañ

Merc'hed zo a blij dezho diskouez o divhar brav ouzhpenn. Lod a ya betek dougen bragoùioù ken berr ma tiskouezont lodenn izelañ ha drusañ o feskennoù.


Skeudennoù

kemmañ