Manchester
Gant ar ger Manchester e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Manchester (disheñvelout).
Manchester | |
---|---|
![]() |
![]() |
Riez | Rouantelezh Unanet |
Broad | Bro-Saoz |
Maer (Mayor) Amzer gefridi |
Alison Firth 2008- |
Gorread | 115.65 km² |
Hed | 2°15' W |
Led | 53°29' N |
Poblañs hep kontoù doubl | 441,200 (2004) |
Stankter | 3,815/km² |
Ur gêr ha distrig eus Bro-Saoz, anezhi ul lodenn eus kontelezh lidel Manchester Veur, eo Manchester. Ouzhpenn Manchester hec'h-unan ez eus en distrig ur barrez keodedel : Ringway
Ur perzh pouezus he doa bet e-pad ar Reverzhi c'hreantel. Hiziv eo ur greizenn sevenadurel ha genwerzhel ha, hervez reoù 'zo eil keoded ar vro. Ur boblañs a 437,000 annezad he deus kêr Manchester hec'h-unan.
Anv. GerdarzhAozañ
- I.A. 4687 (Iter II) ː MAMUCIO
- I.A. 4822 (Iter X) ː MAMCUNIO / MANCUNIO
- Ravenna 10658 ː MANTIO / MAUTIO / MANCIO
-----------
Talvoudegezh ː diwar *mammula, evit kaozeal diouzh ur run heñvel diouzh ur vronn. [1]
-----------
Dont a ra an anv eus an anv latin Mamucium, pe Mancunium, anv ar c'hreñvlec'h roman a oa war an duchenn m'emañ an iliz-veur, hag a dlefe dont eus un anv keltiek. Lod a wel ur wrizienn "mamm", a vije anv un doueez, marteze hini ar stêr Medlock e-harz an duchenn. Lod all a gompren mamm evel bronn, diwar ar gouezeleg, a vije un anv graet eus an duchenn abalamour d'he stumm (evel ma tostaer bre ha bronn e brezhoneg). Manceinion eo an anv kembraek, diwar Mancunium.
Mancunians eo anv annezidi Manchester e saozneg.
ArkeologouriezhAozañ
Kêrioù gevellet ha koñsuldioùAozañ
Gevellet eo Manchester gant meur a gêr.[2][3]
- Amsterdam, Patrom:IZE (2007)
- Bilwi, Nicaragua
- Chemnitz, Alamagn (1983)[4]
- Córdoba, Spagn
- Faisalabad, Patrom:PAK (1997)
- Los Angeles, Stadoù-Unanet (2009)
- Rehovot, Israel
- Sant Petersbourg, Rusia (1962)
- Wuhan, Patrom:RPS (1986)
E Manchester e kaver ar muiañ koñsuldioù e Breizh-Veur er-maez eus Londrez : ouzhpenn 800. O servijoù a ra war-dro al lodenn vrasañ eus Norzh Bro-Saoz. Staliet e oa ar re gentañ er bloavezhioù 1820 dre ma oa o kreskiñ al liammoù kenwerzh etrebroadel e-pad an Dispac'h Greantel.[5]
Liammoù diavaezAozañ
DaveoùAozañ
- ↑ A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Édition 1982.
- ↑ Manchester City Council: International civic links. Manchester.gov.uk. Kavet : 3 a viz C'hwevrer 2014.
- ↑ "Twinning link with LA". Retrieved on 28 a viz Gouere 2009. Archived from the original on 31 a viz Gouere 2013.
- ↑ Pa oa skoulmet ar gevelliñ e oa ar gêr e Republik Demokratel Alamagn ha Karl-Marx-Stadt a oa he anv.
- ↑ Fox, David (2007). Manchester Consuls. Lancaster : Carnegie Publishing. vii–ix p. ISBN 978-1-85936-155-9.
•Manchester Consular Association.
•List of Consulates, Consulate Generals and High Commissioners. MCA (subsidiary of Sheffield University). Diellet e the original on 12 a viz Kerzu 2013. Kavet : 5 January 2007.