Bronn
Gwelit ivez ar pennad : Bronn (disheñvelout).

Ar bronnoù, pe an divronn, eo an anv a reer eus ul lodenn eus bruched an dud, paotred ha merc'hed, etre traoñ ar gouzoug hag ar c'hof. Tostaet e vez ar gerioù bronn ha brennig (eus bren(n), evel e-barzh Menez Bre, Brelevenez), evel ma tostaer bron ha bryn e kembraeg).
Ur vronn zo un organ eus parezed ar bronneged (ar vaouez en o zouez), ennañ gwagrenn al laezh, hag a daol laezh a dalvez da vagañ ar re vihan adalek o ganedigezh. Kemmus eo o niver hervez ar spesadoù.
An dud a reizh gourel o deus ivez pep a zivronn zo damheñvel o framm ouzh hini divronnoù ar maouezed, daoust ma ne vezont ket ken bras, abalamour ma tiorront er grouell diwar ar memes gwiadoù.
Gant ar baotred ne vez ket ken fonnus an divvronn peurvuiañ ha n'eus nemet ar merc'hed a ro laezh ganto.
Areola an divronn zo liammet ouzh an empenn dre nervennoù, ouzh ar reizhiad goprañ peurgetket. Atizañ anezhe a ro ur gopr en empenn a vroud ar vaouez da vezañ atizet en-dro. A-drugarez d'ar reizhiad goprañ-se eo e ro parezed ar bronneged[1], hag ar maouezed[2],[3], bronn d'o re vihan, hag a-drugarez d'ar goproù-se eo ivez e vez atizet an divronn e-doug an emzalc'h erotek[4],[5].
Studi ar vronnAozañ
1. Kest ar brusk 2. Kigennoù ar bruched 3. Gwagrennoù 4. Penn ar vronn 5. Areola 6. Kanolioù galaktofor 7. Gwiadoù pouer 8. Kroc'hen
Mont en-droAozañ
Magañ he bugel a ra ar vamm o reiñ he laezh dezhañ. Kemer a ra ar bugel beg ar vronn en e c'henoù ha denañ.
- Gwelout ar pennadoù reiñ bronn ha laezh .
Kleñvedoù an divvronnAozañ
DilhadAozañ
Hiziv an deiz e vez gwisket divronn ar merc'hed gant brennidennoù peurvuiañ.
ToullerezhAozañ
Tud zo a blij dezho toullañ beg ur vronn pe ziv.
Pennadoù karAozañ
- bruched
- beg ar vronn
- tezh
- sav-bronnoù
- bronnoù-koukoug, anv bleunioù ar gwezvoud.
- Reiñ bronn
Liammoù diavaezAozañ
NotennoùAozañ
- ↑ FERRIS C. F., KULKARNI P., SULLIVAN J. M., Jr., HARDER J. A., MESSENGER T. L., FEBO M. "Pup suckling is more rewarding than cocaine: evidence from functional magnetic resonance imaging and three-dimensional computational analysis", The Journal of Neuroscience, 25(1):149-156, 2005
- ↑ MARSHALL Leslie B. Infant care and feeding in the South Pacific, Gordon and Breach, NY, 1985
- ↑ HERDT Gilbert, STOLLER Robert J., Intimate communications: erotics and the study of culture, Columbia University Press, NY, 1990
- ↑ (fr) WUNSCH Serge, Tezenn doktorelezh diwar-benn an emzalc'h revel PDF EPHE-Sorbonne, Paris, 2007.
- ↑ (en) AGMO Anders Functional and dysfunctional sexual behavior Elsevier 2007.
LivadurioùAozañ
Poltred ur vaouez, gant Jacopo Tintoretto
Dame au bain
Taolenn gant François Clouet, en devoa kemeret Diane de Poitiers da batrom a-hervez (war-dro 1571).Anna du Pire, poltredet gant Bartholomeus van der Helst
Barbara Strozzi, poltredet gant Bernardo Strozzi (1581–1644)
Lucrezia Borgia, poltredet gant Bartolomeo Veneto
Charlotta Eckerman, gant Adolf Ulrik Wertmüller, e 1784.
Stéphanie Félicité du Crest de Saint-Aubin (1746-1830)
Meleganez dispak he bronnoù, livet gant Édouard Manet.