François Clouet
François Clouet, ganet e Teurgn war-dro 1515, ha marvet e Pariz d'an 22 a viz Kerzu 1572), mab da Jean Clouet, zo ul livour gall eus an Azginivelezh, er XVIvet kantved, e lez ar rouaned c'hall. kenderc'hel gant labour e dad a reas el lez eta.
Brudet eo e boltredoù rouaned c'hall, re Herri II, Frañsez II ha Charlez IX, ha tud all eus o lezioù. E bennoberenn diwezhañ eo ar poltred a reas eus ar rouanez Elesbed Aostria, pried Charlez IX .
Ma n'eo ket ur mestr war al livioù eo un treser eus ar re wellañ, ha kanet e voe meuleudi dezhañ gant skrivagnerien ar mare.
Buhez
kemmañNe ouzer ket gwall dra eus e vuhez. Evel e dad, ur Flamank anezhañ, e laboure el lez c'hall. Kement a verzh a rae ma oa deuet da vout poltreder ofisiel al lez.
Kentañ meneg anezhañ en dihelloù a gaver e miz Kerzu 1541 : marvet e dad Jean Clouet, d'ar gurunenn e ranke madoù un estren degouezhout, met divizout a rae ar roue o leuskel gant e vab, un arzour diskibl d'e dad, hervez ar skrid.
Poltredoù
kemmañ-
Mari Stuart, Rouanez Bro-Skos, 1560-61
-
Ar roue gall Charlez IX, 1566
-
Elesbed Aostria, 1571, Mirdi al Louvre
Levrlennadur
kemmañ- Alexandra Zvereva, Les Clouet de Catherine de Médicis : Chef-d'œuvre graphiques du musée Condé , katalog-diskouezadeg, Somogy, 2002
- Étienne Jollet, Jean et François Clouet, Lagune, Pariz, 1997, p.280
- Arlette Jouanna ha Philippe Hamon, La France de la Renaissance, Histoire et Dictionnaire, Robert Laffont, Pariz, 2001
- Arlette Jouanna (dir.), Histoire et dictionnaire des guerres de religion, 1559–1598, Robert Laffont, « Bouquins », 1998