Teurgn
Teurgn | ||
---|---|---|
![]() Tours, hag ar pont Wilson dreist al Liger en dalenn gentañ. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Tours | |
Bro | Touren (kêrbenn) | |
Melestradurezh | ||
Stad | ![]() | |
Rannvro | Centre | |
Departamant | Indre-et-Loire (prefeti) | |
Arondisamant | Teurgn (pennlec'h) | |
Kanton | Pennlec'h seizh kanton | |
Kod kumun | 37261 | |
Kod post | 37000, 37100, 37200 | |
Maer Amzer gefridi | Serge Babary 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Communauté d'agglomération Tour(s) Plus | |
Lec'hienn web | https://tours.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 137 850 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 3 976 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 44 m — brasañ 109 m | |
Gorread | 34,67 km² | |
Lec'hiadur | ||
|
||
kemmañ ![]() |
Teurgn[2] (Tours e galleg) eo anv pennlec'h departamant gall an Indre-et-Loire, ha kêr-benn proviñs kozh Touren, savet a bep tu d'ar stêr Liger. 136 500 a dud zo o chom eno. Kêr-benn Bro-C'hall e oa en amzer ar roue Loeiz XI a Vro-C'hall. Eno emañ sez arc'heskob "Kornôg" Bro-C'hall, ha Breizh ennañ.
Kêr-benn un tolead pinvidik a-walc'h eo Teurgn, gant parkadoù legumaj, gwez-frouezh ha gwiniegi brudet.
Emañ ar gêr en ur c'hroashent kozh-tre, Norzh-Su e roud-avel, evit treuziñ aes al Liger hag ar Cher, e adstêr kazi kenstur er Su. Dre-se e veze liammet tolead Pariz, Chartrez, Poatev ha Bourdel en ur gejañ gant dezougerezh war vag Kornôg-Reter war ar stêr vras.
IstorAozañ
E mare ar C'halianed e oa un treizh hag ur geoded anvet Civitas Turonorum gant ar Romaned. Dont a ra an anv eus anv ar meuriad, an Turones. Eno, en IVe kantved, e vevas un den illur, sant Martin, ur milour, aet da vanac'h, ha diazezer un abati bras nepell diouzh ar geoded. E penniliz an abati e teue pirc'hirined da geheliñ ur sant a zo bet roet e anv da veur a gêr ha gêriadenn en Europa a-bezh. Ouzhpenn-se emañ kêr Deurgn war hent pirc'hirinded Sant-Jalm a Gompostela etre Norzh Europa ha Spagn. Er VIvet kantved e voe anvet da eskob un den-iliz illur all, Gregor Teurgn, den politikour hag istorour ar Franked (kontañ a ra penaos e renent brezelioù enep ar Vretoned).
Kêr-benn ur gontelezh eo bet Teurgn, hini an Touren, teuziet e diwezh an XIIIvet kantved en domani roueel ken e kave mat er Grennamzer roueed Bro-C'hall chom alies a-walc'h e kastellioù strewet a-hed al Liger. Unan anezho, Loeiz XI, a vourre chom mizvezhioù-pad e kastell ar Genkiz (kastell ar Montils e La Riche e bannlev kornôg hiziv).
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Iliz-Veur Saint-Gatien, en anv Gatianus, ur sant eus an IIIe pe IVe kantved.
DouaroniezhAozañ
War ribl Su al Liger eo bet staliet ar gêr pa'z eus un uhelgompezenn izel a-walc'h e-lec'h tornaodoù raz kavet en ur sevel gant ar stêr pe war ar riblenn Norzh. Er XIXvet kantved eo bet poblet ar ribl-mañ p'eo bet kleuziet ar "Foz" evit lakaat hent Pariz da vont eeunoc'h betek ar pont.
Emdroadur ar boblañs 1793-2009Aozañ

MelestradurezhAozañ
TudAozañ
TouristerezhAozañ
Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.
GevelliñAozañ
Nav c'hêr all zo gevellet gant Teurgn :
- Mülheim an der Ruhr, Alamagn, 170 000 annezad, abaoe 1962
- Segovia, Spagn, 56 000 annezad, aboe 1972
- Parma, Italia, 176 000 annezad, abaoe 1976
- Luoyang, Sina, 100 000 annezad, abaoe 1982
- Springfield, SUA, 151 000 annezad, abaoe 1984
- Trois-Rivières, Kebek, Kanada, 137 000 annezad, abaoe 1987
- Takamatsu, Japan, 426 000 annezad, abaoe 1988
- Brasov, Roumania, 329 000 annezad, abaoe 1990
- Minneapolis, SUA, 373 000 annezad, abaoe 1991
Emglevioù kenlabour zo ivez :
- Szombathely, Hungaria, 80 000 annezad, abaoe 2003
- Settat, Maroko, 116 570 annezad, abaoe 2002
- Marrakech, Maroko, 909 000 annezad, abaoe 2003.
Liammoù diavaezAozañ
Dave ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Tour, e Buhez ar Sent, 1912, pajenn 782. Teurgn e Geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon, 1972.