Trois-Rivières
Kêr vrasañ ha kêr-benn rannvro gebekat Mauricie eo Trois-Rivières. 134 413 den zo o chom enni hervez niveradeg 2016. War genoù stêr Sant-Maoris emañ, war ribl norzh ar stêr Sant-Laorañs, hanter-hent etre kêr Gebek ha Montreal. Diazezet e voe e 1634, ar pezh a ra anezhi an eil kêr goshañ e Kebek. E 2009 e voe anvet da gêr-benn sevenadurel Kanada.
Trois-Rivières | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
| |||||||
Melestradurezh | |||||||
Riez | Kanada | ||||||
Proviñs | Kebek | ||||||
Rannvro | Mauricie | ||||||
Maer | Jean Lamarche (2019-2021) | ||||||
Diazezet | 4 Gouere 1634 gant Laviolette | ||||||
Douaroniezh | |||||||
46° 21' N – 72° 33' K | |||||||
Gorread | 57 784 devez-harat = 288,92 km² | ||||||
Poblañs (2016) | 134 413 annezad | ||||||
Stankter (2016) | 465 ann./km² | ||||||
Gwerzhid-eur | UTC-5 | ||||||
Internet | lec'hienn ofisiel |
Douaroniezh
kemmañE kember ar stêrioù Sant-Maoris ha Sant-Laorañs emañ ar gêr. Pemp enez zo, inizi an Trois-Rivières (« Îles des Trois-Rivières »), pep hini he c'hefridi : al morlu, al labourerezh greantel pe an dudi : golf, kanoe-kaiak, gwenodennoù-bale, traezhennoù, poulloù-ruzikat d'ar goañv, etc.
Kevandirel eo an hin, ha 32°C a ampled zo etre an hañv hag ar goañv.
Lec'hanvadurezh
kemmañN'eus ket teir stêr e Trois-Rivières. Dont a ra an anv-se eus an doare touellet ma oa bet gwelet al lec'h gant François Gravé e 1599, ul lec'h anavezet abaoe 1535 peogwir e oa bet plantet ur groaz war enez Saint-Quentin, e kember an div stêr, gant Jakez Karter. François Gravé, ergerzher malouat eveltañ, ha marc'hadour feurioù, en doa kredet gwelout teir stêr eno, pa oa teir c'hanol genoù ar Sant-Maoris. Kadarnaet e voe an anv gant an trevadenner gall Samuel de Champlain e 1603 avat.
Istor
kemmañUl lec'h trokañ oa evit an Algonkined hag an Irokezed araok ma teufe an Europeiz. Deskrivet voe al lec'h gant Jakez Karter d'an 12 a viz Here 1535, plantet ur groaz gantañ war enez Saint-Quentin ha badezet ar stêr Sant-Maoris « Rivière de Fouez » en enor d'an tiegezh Fois. Gant un den anvet Laviolette voe diazezet ar gêr e 1634, met n'anavezer ket kalz a dra diwar e benn.
Diorroet e voe greanterezh ar paper adalek ar XVIIIvet kantved, hag er XIXvet ha XXvet kantvedoù dreist-holl. E 1926 e oa Kanada ar brasañ produer paper er bed.
Sevenadur ha deskadurezh
kemmañAnvet eo bet ar gêr « kêr-benn Kanada ar varzhoniezh ». Bep bloaz e vez aozet Festival Etrebroadel an arz-se. Ur c'helc'hva, ul laz-seniñ sinfonek, ur c'horiva, ur skol-veur ha mirdioù zo ivez.
-
Rannad reter porzh ar gêr.
-
Plasenn Pierre-Boucher (anavezet dindan anv « place du Flambeau »).
-
Korn ar straedoù Aaron Hart ha Govelioù ar Sant-Maoris.
Tud brudet
kemmañTud liammet gant ar gêr :
- Jean Chrétien, politikour, bet kentañ ministr Kanada
- Marc Langis, soner gitar-boud Céline Dion
- Denis Villeneuve, sevener filmoù
Gevelliñ
kemmañ- Châteaudun (rannvro Kreiz-Traoñ al Liger, Bro-C'hall) abaoe 1971
- Teurgn (rannvro Kreiz-Traoñ al Liger, Bro-C'hall) abaoe 1973