Sant-Laorañs
kumun Aodoù-an-Arvor
Gant ar ger Sant-Laorañs e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Sant-Laorañs (disheñvelout).
Sant-Laorañs | ||
---|---|---|
![]() An iliz-parrez. | ||
Anv gallek (ofisiel) | Saint-Laurent | |
Bro istorel | Bro-Dreger | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Gwengamp | |
Kanton | Bear | |
Kod kumun | 22310 | |
Kod post | 22140 | |
Maer Amzer gefridi | Annie Le Gall 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro Gwengamp | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 468 ann. (2019)[1] | |
Stankter | 52 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 115 m bihanañ 55 m — brasañ 155 m | |
Gorread | 8,96 km² | |
kemmañ ![]() |
Sant-Laorañs a zo ur gumun eus Treger e Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor.
DouaroniezhAozañ
Sant-Laorañs en em gav war un gribenn etre ar Yeodi (Kornog), hag an Teoulaz (?) (Reter).
Kumunioù amezek : Bear; Brelidi; Landebaeron; Kervoroc'h; Plouizi; Pederneg.
AnvAozañ
B. Tanguy : Eccl. de Lanlouren, fin XIVvet; par. de Lanleuron, 1414; Lanlouran, 1427, 1442, 1444, 1452, 1461; Lanlaurens, 1481; Sainct Lorans, 1496; brezhoneg : Zan(t) Lorañs
diwar anv ur sant breton disanvet *Louran, heñvelakaet gant sant Laorañs, ur merzher roman eus an IIIvet kantved
R. de Saint-Jouan : Bro-Lan (e galleg : pays de lande) dre skrid-embann pastell-vro Pontrev, 28 nivôse an II (17 Genver 1794)
IstorAozañ
- Parrez eskopti Landreger.
- War dro 1846, ur bodad labourerien-douar en em stalias, evel trevidien, en Aljeria gant ar maer kozh Le Brigant.
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 28 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 4,15% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2].
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Peulven Keramforest
- Mouden Kastell-Pig
- Kakouzeri gozh ar Fod-Vras (gwechall gant Marc'heien Ospital Sant-Yann Jeruzalem). Dizremmet. Aet da di-krampouezh.
- Komandiri ar Parakred. Dizremmet.
- Iliz Sant-Laorañs (penn kentan XVvet, 1650-1681). Enrollet ar 24 Meurzh 1926
- Kroaz ar vered (XVIIvet). Enrollet ar 24 Meurzh 1926
- Kroaz Sant-Laorañs (1746)
- Chapel Sant Plasid, pe Sant Ilio (1784), en e boull
- Maner Rubriand (1730) aet da di-feurm, dizremmet
- Feunteun Sant Ilio
- Feunteun Sant Laorañs
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
Meurzh 2014 | → bremañ | Annie Le Gall | Saverez-yer | |
Meurzh 2001 | Meurzh 2014 | Yves Chesnot | Labourer-douar |
TudAozañ
LevroniezhAozañ
- Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor 1990
- Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
Liamm diavaezAozañ
Notennoù ha daveoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ [1] Monumant ar re varv 1914-1918 - Memorial Genweb