Bear

kumun Aodoù-an-Arvor
Disambiguation.svg Ur pennad Bear (disheñvelout) zo ivez.
Bear
Iliz katolik Gwenezan.
Iliz katolik Gwenezan.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Bégard
Bro istorel Bro-Dreger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Gwengamp
Kanton Bear (pennlec'h)
Kod kumun 22004
Kod post 22140
Maer
Amzer gefridi
Gérard Le Caër
2014-2020
Etrekumuniezh Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro Wengamp
Lec'hienn web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 4 810 ann. (2020)[1]
Stankter 132 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 37′ 43″ Norzh
3° 17′ 59″ Kornôg
/ 48.6286111111, -3.29972222222
Uhelderioù kreiz-kêr : 142 m
bihanañ 45 m — brasañ 176 m
Gorread 36,41 km²
Breizh5dept.svg
Lec'hiañ ar gêr
Bear

Bear (distaget: [ˈbeːar]) a zo ur gumun ha penn-kanton eus Breizh e Treger, war an hent etre Lannuon ha Gwengamp.

DouaroniezhAozañ

AnvAozañ

Begar, 1130, 1146, 1170, 1184-1189, 1202, 1238

Peurliesañ e soñjer e teu an anv diwar ar saozneg beggar ("klasker-bara").

Bernard Tanguy en deus ur mennozh all : heñvel ouzh ar ger germanek bigard "jardrin kloz e-kichen un ti"

Bégard d'hier à aujourd'hui, p. 26-2 : "Ma'z ez eus ar ger Begar en dielloù diwar an ti-se adalek kreiz an XIIvet kantved, ne oa deut ar ger Beggar e saozneg nemet e-kerzh ar XIIIvet ha XIVvet kantved, hag he-se ne c'hall ket bet kemeret evit lesanv d'ur c'hlasker-boued bennak e vije bet marteze el lec'h se" (tr. JC Even)

ArdamezioùAozañ

  Palefarzhet : ouzh 1 ha 4 en argant,
ouzh 2 ha 3 en glazur e rozenn en aour.
[2]

IstorAozañ

Hervez René Couffon, ar plou diazez Plegauguern e oa enni : Bear, Gwenezan, Trezelan, Botlezan, Koadaskorn, Lanneven, Sant-Norvez.

Evit ar pezh a sell talvoudegezh an anv Plegauguern, Couffon o heuliañ R. Largillière, p. 188, a gomz eus ur vreuriezh eus 1750 eus Lomikael-an-Traezh, laret "de Guénoson", hag a vefe adkavet en anv Gwenezan.

Miz Mezheven e penn kentañ Gouere 1487, Yann Koadmen, gouarnour Gwengamp, a dapas aotrouien vreton eus tu Gall en abati Bear hag a lazhas meur a hini anezho.

Dispac'h GallAozañ

  • Krouet e voe ar gumun e 1790. E 1792 e voe bodet e parrez Bear parrezioù bihan a oa tro-dro da abati Itron-Varia Vear, Bodlezan, Trezelan, Sant-Norvez ha Gwenezan. D'ar 26 a viz Mae 1793 e voe bodet an holl gumunioù bihan-se da vont d'ober ur gumun vras ha nevez, Bear[3].
  • 3 a viz Du 1791, gwerzet eo an abati evel madoù ar stad d'ur c'henwerzher eus Pariz

XIXvet kantvedAozañ

  • 21 Here 1809, ar pemp iliz ar barrez zo lakaet en gwerzh gant un dekred eus an impalaeriezh. Gwerzhet int bet d'ar 16 Ebrel 1810
  • 1868 : savet eo iliz Sant-Riwal Trezelan
  • 4 Gouere 1880 : benniget eo ar maen kentañ e chapel ar Gwir-Salver
  • 21 Kerzu 1896 : an tan a ra distruj e-barzh iliz an Itron-Varia

XXvet kantvedAozañ

  • 13 Gwengolo 1903 : benniget eo ar maen kentañ en iliz nevez an Itron-Varia
  • 24 Kerzu 1905 : benniget eo iliz nevez an Itron-Varia
  • 28 Du 1970 : digoret eo savadurioù nevez an ospital (kemmesk adalek se)[4]

Brezel-bed kentañAozañ

  • 241 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 5,04 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[5].

Eil Brezel-bedAozañ

  • D'ar 1 a viz Mae 1944 e voe manifestet er vourc’h betek monumant ar re varv gant ur 15 bennak a dud o kanal La Marseillaise[6].
  • Kemeret e voe 7 590 Lur en ti-post, gant pevar ezel eus ar Rezistañs moarvat, d’an 23 a viz Mae 1944 tro 17 eur 15, un eil skipailh pevar den a zeuas un hanter-euriad goude, met gober a reas tro-wenn; 6 995 Lur a voe tapet d'ar 24 a viz Mae gant daou zen ha 32 000 Lur d'an 30 a viz Mae hervez danevelloù sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[7].
  • 20 Mezheven 1944 : taget eo Kommandantur Bear gant pemp FTP eus makiz Plouizi (R de St Jouan)
  • 3 Gouere 1944 : goude ur skarbouklenn etre tud an FTP hag an Alamanted, harzet e vez pemzek tud. (R de St Jouan)
  • 31 Gouere 1944 : daou ti-feurm, enno Krec'h-Kaer, a zo devet gant an Alamanted (R de St Jouan)
  • 8 Eost 1944 : tapet eo pemzek Alaman gant tud O.R.A.F ha F.T.P.E (R de St Jouan)
  • Mervel a reas 37 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[5].

TrevadennoùAozañ

Monumantoù ha traoù heverkAozañ

Peulven KergezhennegAozañ

(enrollet 1887)

Peulven PaskiouAozañ

Abati BearAozañ

Roll abaded BearAozañ

1443   Vincent de Kerléau Ivez abad des Prières e 1467; kañseller Breizh, hag eskop Leon e 1472. Marvet e 1476.

En glazur, e c'harv en aour

  Philippe de Coëtquis En argant e lammell en gul, heuliet ouzh lezioù hag ouzh beg gant teir fempdiliaouenn, hag ouz kab gant ur ruilhenn, an holl ivez en gul
(marvet e 1526)   Pierre de Kerléau bet ivez abad ar Releg; marvet e 1526

En glazur, e c'harv en aour

Iliz Itron-Varia, BearAozañ

Iliz santez Tumel, BodlezanAozañ

XVIvet, 1702, 1728. Enrollet d'ar 5 Here 1981 ha d'an 19 C'hwevrer 1964

Iliz santez Jenovefa, GwenezanAozañ

XVIvet, XVIIvet; enrollet d'an 19 C'hwevrer 1964; kalvar (XVIvet-XVIIvet) enrollet 2d'an 8 Ebrel 1964

Iliz sant Rivoal, TrezelanAozañ

Chapel sant Meven, LannevenAozañ

XVIvet; enrollet d'an 19 C'hwevrer 1964

Chapel sant NikolazAozañ

fin XVIIIvet; kempennet e 1985.

Maner ar RechoùAozañ

fin XVIvet kantved; en stad fall

Maner KoadgouraeAozañ

XVvet; enrollet d'ar 24 Kerzu 1943

Maner ar Roc'h-HuonAozañ

penn kentañ XVIIvet kantved

Maner Park-LannAozañ

1716

Maner TrevouregAozañ

1727

Maner KervolkenAozañ

XVIIvet

Ti ar RestAozañ

savet gant mein eus 1615 o tont diouzh iliz Sant-Norvez

Kouldri Maner KernaudourAozañ

KroazioùAozañ

Kervolken (XVII); Sant-Nikolaz (XVII), en stad fall; Run-ar-Groaz (1659); Kenkiz (1726); Poulloger (1753); Gwern-Nevez (1758); Rukro(k?), XVII ?

Monumant ar re varvAozañ

BrezhonegAozañ

Ya d'ar brezhonegAozañ

  • D’ar 26 a viz Here 2004 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.

DeskadurezhAozañ

  • Ur skol zivyezhek kentañ (skol bublik) zo bet digoret e 2007.
  • E distro-skol 2022 e oa 131 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (17,1 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[8]

BugaligoùAozañ

  • E 2007 atav he deus divizet magouri Bear sinañ karta Divskouarn evit diorren implij ar yezh er vagouri (ar vagouri gentañ en Aodoù-an-Arvor).
  • d'an 23 a viz C'hwevrer 2008 eo bet sinet live 1 karta Divskouarn gant "Ti Poupigoù", an ti liesdegemer.

Emdroadur ar boblañsAozañ

adalek 1962 betek bremañAozañ

Niver a annezidi

abaoe 1793Aozañ

[9]

MelestradurezhAozañ

Roll maered ar gumun
Mare Anv Strollad Karg
Meurzh 2008 → bremañ Gérard Le Caer Strollad Komunour Gall Kuzulier Kanton Bear abaoe 2008
Meurzh 1983 Meurzh 2008 Noël Bernard Strollad Komunour Gall Mezeg-loened, Kuzulier Kanton Bear 1976-2001
1973 1983 Yves Le Pichouron[10]
1944 1973 François Clec'h
1941 1944 Pierre Person
1910 1940 Pierre Person
1904 1910 Louis Le Ravazet
1888 1904 Louis Person
1881 1888 Jean Louis Tassel
1878 1881 Yves Le Calvez
1875 1877 Marc Jézéquel
1875 1875 Yves Le Calvez
1865 1875 Yves Marie Le Guyader
1848 1865 Guillaume Tassel
1848 1848 Vincent LeTiec
1840 1848 Antoine Person
1833 1840 François Penanhoat
1832 1833 Henry Le Calvez
1812 1832 Jean Louis Le Gac
1808 1812 Yves Scolan
1800 1808 Vincent LeTiec
1793 1800 François Le Bonniec Maer da c'hortoz, bet maer Sant-Norvez adalek 1790 betek 1793
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

[11].

Tud brudetAozañ

Tud bet ganet enoAozañ

  • Adrien Hamon : livour. Bear, 16 Gwengolo 1876 / 15 Meurzh 1963

Tud bet marvet enoAozañ

Tud bet beziet ennoAozañ

Ardamezeg ar familhoùAozañ

GevelliñAozañ

Bro Kêr Abaoe
  Kembre Llanelwy 1993

Levrioù ha studiadennoù talvoudusAozañ

  • René Couffon : Recherche sur les églises primitives. Bulletins et Mémoires. Société d'Émulation des Côtes du Nord. 1945-1946
  • Hervé Le Goff : Bégard ou le petit Citeaux de l'Armorique. De l'abbaye à la commune(1130-1793)
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor 1990

Liammoù diavaezAozañ

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoùAozañ

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Diwar tu-kein ardamezioù manati sistersian Bear, XIIvet kantved
  3. Régis de Saint-Jouan, Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Eléments d'histoire et d'archéologie, 1990
  4. R. de Saint-Jouan, Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor, 1990
  5. 5,0 ha5,1 Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  6. Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajenn 217, Dastumadenn Guerre et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011
  7. Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajennoù 256, 257, 258 ha 269, Dastumadenn Guerre et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011.
  8. Distro-skol ar c’helenn divyezhek e 2022
  9. Cassini-EHESS hag EBSSA
  10. Le Télégramme
  11. Bégard d'hier à aujourd'hui, pajennoù 222 ha 223