Strollad Komunour Gall

Strollad Komunour Gall
Logo ar Strollad Komunour Gall
Anv ofisiel ar strollad Parti Communiste Français
Sekretour broadel Fabien Roussel
Krouidigezh 1920
Sez e Breizh
Ar strollad e Breizh
Aozadur rannvroel Hini ebet
Internet e Breizh pcrennes/
pcf22
pcf35
pcf-44
pcf56



Prezidant ar strollad
e Kuzul Rannvroel Breizh Eric Berroche
er Sened Éliane Assassi
er Vodadenn Vroadel André Chassaigne
e Parlamant Europa Gabriele Zimmer
Ideologiezh Komunouriezh
Kenvreuriadur europat Strollad an Tu-kleiz European
Kenvreuriadur etrebroadel CIPCO
Livioù* ruz
Lec'hienn internet www.pcf.fr
gwelet ivez

Politikerezh Breizh
Kuzul Rannvroel Breizh
Strolladoù politikel Breizh

Ar Strollad Komunour Gall (ent-ofisiel Parti Communiste Français, pe PCF ) a zo ur strollad politikel gall savet e 1920.

Istor ar Strollad Komunour GallAozañ

E miz Kerzu 1920 eo rannet e daou ar Section française de l'Internationale ouvrière (SFIO). Emezellañ a ra ar Section française de l'Internationale communiste (SFIC) nevez d'ar C'hKomintern diazezet gant Lenin. Buan awalac'h eo adanvet "Parti Comuniste" hag embann a ra bezañ dispac'hour hag etrebroadelour.

E Breizh araok an Eil Brezel-bedAozañ

Aozadur ar strollad e Breizh e dibenn miz Here 1936 [1]  :

Kazetennoù e Breizh :

Niver kuzulioù-kêr dalc'het gant ar strollad e miz Ebrel 1936 goude dilennadegoù 1935 [2]  :

Mouezhioù dastumet en dilennadegoù deputeed e Breizh: disoc'hoù ar strollad e 1928, 1932 ha 1936 (niver a vouezhioù) [3] Aodoù-an-Hanternoz

Pastell-votiñ 1928 1932 1936
Dinan 1 162 56 166
Gwengamp 1 478 565 1 805
Gwengamp 2 1 018 167 871
Lannuon 399 129 2 054
Loudieg 310 148 172
Sant-Brieg 1 694 309 651
Sant-Brieg 2 463 226 512
Hollad 3 771 1 652 7 165

Il-ha-Gwilen

Pastell-votiñ 1928 1932 1936
Felger 360 292 404
Moñforzh 114 209 243
Redon 276 331 819
Roazhon 1 713 276 714
Roazhon 2 1 108 367 1 034
Sant-Maloù 1 305 272 159
Sant-Maloù 2 249 159 522
Gwitreg 145 hini ebet war ar renk 1 201
Hollad 3 270 1 906 5 096

Liger-Izelañ

Pastell-votiñ 1928 1932 1936
Ankiniz 60 21
Kastell-Briant 154 40 197
Naoned 1 759 505 599
Naoned 2 902 374 905
Naoned 3 788 323 489
Naoned 4 638 599 277
Pembo 190 71 105
Sant-Nazer 1 506 390 582
Sant-Nazer 2 506 390 582
Hollad 4 829 2 536 3 497

Mor-Bihan

Pastell-votiñ 1928 1932 1936
An Oriant 1 810 571 977
An Oriant 2 353 165 189
An Oriant 3 445 224 295
Pondi 1 295 76 254
Pondi 2 70 59 185
Gwened 1 119 148 475
Gwened 2 123 22 203
Hollad 2 544 1 796 2 858

Penn-ar-Bed

Pastell-votiñ 1928 1932 1936
Brest 1 1 384 1 189 1 001
Brest 2 374 223 2 328
Brest 3 335 947
Kastellin 1 341 145 258
Kastellin 2 564 202 778
Montroulez 1 657 248 151
Montroulez 2 198 646
Kemper 1 2 222 1 472 4 600
Kemper 2 2 218 2 052 531
Kemper 3 1 375 1 017 2 186
Kemperle 371 540 738
Hollad 10 039 8 035 13 226

Holladoù departamantel ha Breizh a-bezh

Departamant 1928 1932 1936
Aodoù-an-Hanternoz 3 771 1 652 7 165
Il-ha-Gwilen 3 270 1 906 5 096
Liger-Izelañ 4 829 2 536 3 497
Mor-Bihan 2 544 1 796 2 858
Penn-ar-Bed 10 039 8 035 13 226
Breizh 24 419 15 224 31 782

Goude an Eil Brezel-bed ha betek 1958Aozañ

Goude an Eil Brezel-bed en em ro dezhañ e-unan ar PCF al lesanv "Strollad ar 75000 den fuzuilhet" ("Le parti des 75000 fusillés"). Kemer a ra perzh er gouarnamant etre 1944 ha 1947;kichen-ha-kichen gant ar c'haollourien. Strollad kentañ Bro-C'hall e teu da vezañ e dilennadegoù ar gannaded e 1945, gant 26,2 % eus ar mouezhioù ha 159 kannad. E zisochoù gwellañ en deus e 1946 e dilennadegoù ar gannaded e 1946 (28,3 % eus ar mouezhioù ha 182 sez). E miz Here 1947 eo echu gant an Trede Republik hag eo lakaet war-sav ar IVe republik c'hall. E miz Du emañ ar Strollad Komunour en eil plas en dilennadegoù kêr, gant 30 % eus ar mouezhioù.

Etre 1958 ha 1981Aozañ

Ur strollad eus an tu enep eo. Skoulmañ a ra un emglev gant François Mitterrand hag ar Strollad Sokialour Gall er bloavezhioù 1970.

Goude 1981Aozañ

Adalek 1981 e kemer perzh er gouarnamant gant ar Strollad Sokialour Gall. Mont a ra war ziskar moueziadeg goude moueziadeg. War ar renk emañ evit an dilennadegoù prezidant evit ar wech diwezhañ e 1995. 8,6% eus ar mouezhioù a ya da Robert Hue, ar pezh a zo mat awalac'h evit ar strollad.

Kemer a ra perzh abaoe en emglevioù gant strolladoù all eus an tu-kleiz pe an tu-kleiz pellañ.

Notennoù ha daveoùAozañ

  1. Almanach ouvrier et paysan, 1937
  2. T. Ferlé, Le Communisme en France, Collection Documentation catholique, Pariz, Bro-C'hall, 1937, pajenn 148
  3. T. Ferlé, Le Communisme en France, Collection Documentation catholique, Pariz, Bro-C'hall, 1937, pajennoù 164, 165, 166, 167 ha 169


Strolladoù politikel e Breizh
Dileuridi e Parlamant Europa (3 diwar 732):

Strollad Sokialour (PS) (SSE, 2) · Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (SPE, 1)

Dileuridi e Kambr ar gannaded (36 diwar 577) :

Strollad Sokialour (PS) (19) · Ar Re C'hlas (1) · MoDem (1) · Kreiz Nevez (NC) (1) · Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (14)

Dileuridi er Sened (18 diwar 331):

Strollad Komunour Gall (PCF) (1) · Luskad Republikan ha Keodedour (MRC) (1) · Strollad Sokialour (PS) (6) · Unvaniezh evit an Demokratelezh C'hall (UDF) (3) | Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (7)

Dileuridi e Kuzul Rannvroel Breizh (83):

Strollad Komunour Gall (PCF) (4) · Rannvroelourien (3) · Strollad Sokialour (PS) ha tud nes (33 + 10) · PRG (3) · Les Républicains (LR) (12) · Kreiz (UDI, MoDem) (6) · Rassemblement National (12)

Dileuridi breizhat e Kuzul Rannvroel Broioù al Liger (35 diwar 93)

Europe Écologie (Ar Re C'hlas (4) · Strollad Sokialour (PS) (6+2) · Les Républicains (LR) (10+2) · Kreiz (UDI, MoDem) (7) · Rassemblement National (4)

Dileuridi er c'huzulioù meur breizhat (258):

Strollad Komunour Gall (PCF) (8) · Strollad Sokialour (PS) (121) · Strollad Radikal an Tu-kleiz (PRG) (3) · A-bep seurt, tu-kleiz (21) · Unvaniezh evit an Demokratelezh C'hall (UDF) (21) · Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (37) · A-bep seurt, tu-dehou (43) · Hep liv politikel (5)

Strolladoù broadelour breizhat:

CBIL · Emgann · Unvaniezh Demokratel Breizh (UDB) · Frankiz Breizh (steuziet) · Breizh Europa · Strollad Breizh · POBL · Adsav

Strolladoù bihan all a vez kavet e Breizh:

Anarkour : Kevredad Anarkour (FA) · Alternativenn diveliour (AL) · Tu-kleiz pellañ : Kevredad Komunour Dispac'helour (LCR) · Stourm Micherour (LO) · Strollad al Labourerien (PT) · Ekologour : Cap 21 · Luskad ekologour dizalc'h (MEI) · Remziad ekologiezh · An Alternatived · Tu-dehou pellañ : Luskad Evit Frañs (MPF) · A bep seurt : Chase, Pesketa, Natur hag Hengounioù (CPNT)