François Mitterrand
prezidant ar republik e Bro-C'hall
François Mitterrand a zo ur politkour gall ganet d'an 26 a viz Here 1916 e Jarnac, e departamant ar Charente (Bro-C'hall) ha tremenet d'an 8 a viz Genver 1996 e Pariz. Anvet eo bet div wech da brezidant ar republik e Bro-C'hall (etre 1981 ha 1988 hag etre 1988 ha 1995).


Kannad eo etre 1946 ha 1958, senedour etre 1959 ha 1962 ha kannad adarre etre 1962 ha 1981. Ministr eo unnek gwech er IVe Republik c'hall.