Charente (departamant)
Charente | |||
---|---|---|---|
| |||
![]() | |||
Melestradurezh | |||
Riez | ![]() | ||
Rannvro | Akitania-Nevez | ||
Pennlec'h (prefeti) |
Angoulême | ||
Isprefetioù | Cognac Confolens |
||
Prezidant ar c'huzul-departamant | François Bonneau | ||
Prefed | Marie Lajus | ||
Kod EBSSA | 16 | ||
Kod ISO 3166-2 | FR-16 | ||
Kod Eurostat NUTS-3 | FR531 | ||
Poblañsouriezh | |||
Poblañs | 351 718 ann. (2020)[1] | ||
Stankter | 59 ann./km² | ||
Douaroniezh | |||
Kenurzhiennoù | |||
Gorread | 5 956 km² | ||
Adrannoù | |||
Arondisamantoù | 3 | ||
Pastelloù-bro | 4 | ||
Kantonioù | 19 | ||
Etrekumuniezhioù | 9 | ||
Kumunioù | 366 | ||
kemmañ ![]() |
Ar Charente (e galleg hag ent-ofisiel; Charanta en okitaneg; poateveg-santoñjeg: Chérente) a zo un departamant (niverenn 16) e kornôg-kreiz Bro-C'hall, en Angoumois gozh evit ur braz, er rannvro Akitania-Nevez hiziv. Dont a ra an an anv eus ar stêr Charente. Angoulême eo ar pennlec'h anezhañ. Un drederenn eus an departamant a zo en Okitania.
IstorAozañ
Savet e oa bet an departamant da heul an Dispac'h Gall, d'ar 4 a viz Meurzh 1790, war dachenn ar broviñs kozh Engoumaes. Adalek henoadvezh uhel ar maen e oa bet annezet avat. Gant pobl ar Santones e oa bet dalc'het kent an aloubidigezh roman. Un departamant artifisiel eo, evel alies evit an departamantoù. Dont a ra al lodenn vrasañ eus an tiriad eus an Angoumois met al lodenn su a zeu diwar ar Saintonge, ha tammoù eus Poatev a zo ivez en norzh, hag eus Bro-Lemojez (March) er biz.
YezhoùAozañ
Un tammig en tu-mañ d'un drederenn eus an tiriad a zo er vro okitanek, el lodenn reter. Ar peurrest a zo er vro c'hallek, gant ar rannyezh poateveg-santoñjeg.