Okitaneg

yezh
(Adkaset eus Okitanek)

Ur yezh romanek eo an okitaneg, a vez komzet en Okitania, en em led war un tregont bennak a zepartamantoù eus kreisteiz Frañs, traoñiennoù eus an Alpoù e Piemont (Italia) ha traoñienn Aran e gwalarn Katalonia (Spagn).

Okitaneg
(occitan)
Perzhioù
Komzet e : Frañs, Spagn, Italia
Rannved : Europa
Komzet gant : 3 000 000
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Katalonia (Spagn)
Akademiezh : Congrès Permanent de la Lenga Occitana[1]
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 oc
ISO 639-2 oci
ISO 639-3 oci
Kod SIL OCI
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.
Okitania

Dont a ra anv ar yezh eus ar ger oc, a dalveze kement ha 'ya' e parlantoù kreisteiz Frañs, er Grennamzer, tra ma veze graet gant oïl (distaget oui) er broioù krec’h. Dont a ra ar ger òc eus al latin hoc est, eleze 'se eo', a veze implijet evit respont ya d’ar goulennoù. Ar gerioù okitaneg, Okitania pe Lengadok a zeu holl eus ar bennrann-se.

Hervez studiadennoù a zo bet embannet gant arbennigourien e vefe war-dro 6 milion a dud o kompren okitaneg ha war-dro 3 milion a dud o kaozeal ar yezh.

Deveret eo an okitaneg eus al latin evel ma veze komzet er broioù-se. Ar gerioù okitanek kentañ a gaver e testennoù latin en VIII hag en IXvet kantved. An destenn gentañ skrivet en okitaneg penn-da-benn eo ar "Boèci", en enor d'ur prederour roman merzheriet en eilvet kantved. Skrivet e voe an destenn-se e-pad an naved kantved.

Ur yezh lennegel e oa an okitaneg er Grennamzer, gant barzhonegoù an trobador-ed. Anavezet eo o skridoù en tu-hont d’ar vro okitanek : en Italia, e Katalonia hag e Bro-C'hall eo brudet an trodadored ha lod eus barzhed kentañ Katalonia a skrive en okitaneg pe en ur c'hatalaneg gwall levezonet gant an okitaneg betek Ausias March a voe an hini kentañ a skrivas e katalaneg da vat.

Goude ma voe aloubet ar broioù okitanek gant rouaned Bro-C'hall ha ma voent staget ouzh o domani (« kroaziadegoù » a-enep ar Gatared pe Albiziz) e voe kollet brud gant an okitaneg, ha kemeret e voe e blas gant ar galleg tamm-ha-tamm. E 1569, gant Skrid-embann Villers-Cotterets, e voe lakaet ar galleg da vezañ yezh nemeti ar velestradurezh e rouantelezh Frañsez Iañ a Vro-C'hall. En em lakaat a reer da implijout ar galleg, diwar-goust an okitaneg, el lezioù-barn, er marilhoù, en aktaoù a bep seurt (nemet er broioù n’int ket bet staget ouzh Bro-C'hall evel traoñienn Aran, traoñiennoù okitanek Piemont, Bearn).

Derc’hel a reas an okitaneg da goll tachenn a-hed ar c’hantvedoù. En XIXvet kantved e krogas un adsav lennegel gant ar skrivagner Frederic Mistral hag ar gevredigezh savet gantañ e 1854, ar Felibritge.

Meur a anv a zo bet roet d’an okitaneg a-hed an istor : betek an XIIvet kantved e veze graet Lingua romana anezhañ, etre an XIIvet hag ar XIVvet kantved e raed alies Lemouzi anezhañ ; an Italian Dante Alighieri (1265-1321) a rae gant Lingua d'Oc ; en italianeg hag e galleg e voe graet ivez gant provenzale pe provençal (provañseg).

Rannyezhoù

kemmañ
 
Rannyezhoù an okitaneg

Un nebeud diforzhioù etre ar rannyezhioù

kemmañ
  • langadokeg:
    • chomet eo kensonennoù diwezhañ ar gerioù, nemet -n
    • "v" a vez distaget [b]: del vin [del bi]
    • ger-mell: lo(s)
  • provañseg
    • kouezhet eo kensonennoù diwezhañ ar gerioù, nemet -n
    • "v" a vez distaget [v]
    • "-l" e fin ar gerioù zo deuet da "-u" deu vin [dew vin]
    • ger-mell: lei(s)/li(s)
  • gwaskoneg:
    • f a zo aet da [h]: la filha (langedokeg) / la hilha (gwaskoneg)
    • kouezhet eo -n- etre vogalennoù: una (langedokeg) / ua (gwaskoneg)
    • -ls- etre vogalennoù a zo aet da "-th-" (distaget [tj] pe [t]
    • -ll- etre vogalennoù a zo aet da -r-
    • ur ger hag a grog gant r- a zo adpezhet gant un a-: un rat (langedokeg) / un arrat (gwaskoneg)
    • "qu" ha "gu" a vez distaget [kw] ha [gw]: lang. quatre [katre] / gwask. quate [kwate]
    • "-l" e fin ar gerioù zo deuet da "-u"
    • "v" a vez distaget [b]
  • arverneg :
    • kensonennoù gouzoug zo aet da staonekaat
    • kouezhet eo kensonennoù diwezhañ ar gerioù, nemet "r" e "-or", "-ur"
    • "v" a vez distaget [b]: dau vin [daw vi]
    • "-l" e fin ar gerioù zo deuet da "-u" pa zeu deus un L latin, hag "-l" pa zeu deus un -LL latin.

Statud

kemmañ

Evel ar brezhoneg emañ an okitaneg en arvar e Frañs. Ur plas dister en deus war gwagennoù ar skinwel. Kelennet e vez an okitaneg er skolioù okitanek Calandretas, e klasoù divyezhek ar skolioù stad, er c’hentañ derez dreist-holl. Un adsav lennegel a voe en XIXvet kantved gant krouidigezh skol lennegel ar Felibritge ha hiziv an deiz eo birvidik al lennegezh hag an embann okitanek.

Yezh ofisiel pe degemeret

kemmañ

Eneberezh d'an okitaneg

kemmañ

E-leizh a dud e Bro-C'hall, adalek Gaston Paris ha betek Charles Rostaing, o deus lavaret ne oa ket eus an okitaneg : ne vije ar pezh a gomzer e "kreisteiz Bro-C'haoll" nemet rannyezhoù gallek. Aanavezet e veze ganto, d'ar muiañ, e oa ar rannyezhoù "ok" ur skourr eus ar rannyezhoù gallek, e-kichen ar rannyezhoù "oïl" hag ar re "franko-provañsek".

Bremañ eo anavezet an diforc'h etre an okitaneg hag ar galleg, gant an darn vrasañ eus ar yezhoniourien. Met gant tud zo e vez nac'het e vije an okitaneg ur yezh unvan. Kement-se a vez graet abaoe ar bloavezhioù 1960, gant un nebeudig tud, e Provañs, en Arvern... E 1976 e oa bet graet anv eus « langues d'oc », evit ar wech kentañ, en un destenn gant ministrerezh an Deskadurezh. Evit abegoù ideologel, ha politikel, e lavar an enebourien d'an okitaneg ne vije ket eus an okitaneg, met e vije "parlantoù ok", pe "yezhoù" pe "rannyezhoù ok" hepken[2]. Ar meizad "yezhoù ok" e-lec'h "okitaneg" pe "yezh ok" a gaver ivez e levrioù Jean-Claude Rivière, ur skrivagner eus an tu dehoù pellañ, savet gantañ ul levr "Langues et pays d'oc" (Emb. L'Astrado, 1980), hag ivez oberour "Langues régionales et subversion", hemañ embannet gant ar sindikad skol-veur eus an tu dehoù pellañ UNI.

Lennegezh

kemmañ

Goude prantad aour ar Grennamzer ez eo en XIXvet kantved e teuas sked en-dro d’an okitaneg. Gant Joseph Roumanille (1818-1891) ha gant Frederic Mistral (1830-1914), a c’hounezas Priz Nobel al lennegezh e 1904, e voe savet ur gevredigezh anvet Felibritge a-benn reiñ brud en-dro d’ar yezh oc, dre o skridoù.

Kerentiezh gant ar yezhoù romanek all

kemmañ
Brezhoneg Latin Galleg Italianeg Spagnoleg Okitaneg Katalaneg Portugaleg Roumaneg
alc’hwez clavis | akuzativ clavem clef chiave llave clau clau chave cheie
noz nox | akuzativ noctem nuit notte noche nuèit nit noite noapte
kanañ cantare chanter cantare cantar cantar / chantar cantar cantar cânta
gavr capra chèvre capra cabra cabra / chabra cabra cabra capră
yezh, teod lingua langue lingua lengua lenga llengua lingua limbă
plas platea place piazza plaza plaça plaça praça piaţă
pont pons | akuzativ pontem pont ponte puente pont pont ponte pod
iliz ecclesia église chiesa iglesia glèisa església igreja biserică
ospital hospitalis hôpital ospedale hospital espital hospital hospital spital
keuz caseus | latin izel formaticum fromage formaggio queso formatge formatge queijo caş, brânză

Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ
Sellit ouzh ar ger okitaneg er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Dave an notennoù

kemmañ
  1. Congrès permanent de la langue occitane / Congrès permanent de la lenga occitana - Un nouvel organisme de régulation de l’occitan au service des usagers et des locuteurs
  2. Françoise Morvan: «Les occitanistes sont pourtant les plus mal placés pour accuser les autres de vouloir tuer des langues puisque ratifier la charte serait substituer l’occitan, fabrication politique totalement artificielle (comme le breton surunifié), aux langues d’oc : le gascon, le limousin, l’auvergnat, le provençal sont éliminés.» he lec'hienn