Josèp Romanilha
Josèp Romanilha (pe Jousé Roumaniho hervez doare-skrivañ Mistral ; Joseph Roumanille e galleg) (Sant Romieg, 8 a viz Eost 1818 - Avinhon, 24 a viz Mae 1891) a oa ur skrivagner okitanek.
Kelenner e voe en Avinhon, ha skol a reas da Frederic Mistral yaouank. Embann a reas un torkad barzhonegoù, ar Margaridetas (1847). Kemer a reas perzh en emvod da grouiñ ar Felibrige, e 1854, asambles gant barzhed okitanek all. Embanner an Armana Prouvençau e voe, ur gelaouenn okitanek a zeuas er-maez adalek 1855, ha ma kaver un heuliad kontadennoù kentelius skrivet en ur yezh yac'h ha saourus. Gant e gontadennoù e voe awenet Alphonse Daudet. Ur roll a bouez en devoe Romanilha e-barzh ar Felibrige ; soñjoù mirour, roueelour ha katolik a oa gantañ. E varzhonegoù a voe evitañ un doare da embann ar soñjoù-se ha da ganañ gloar d'an talvoudoù a c'hiz kozh.