Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Calandreta (alc'hwederedigoù) eo anv ar skolioù divyezhek okitaneg-galleg zo en Okitania.

E Pau (Pireneoù-Atlantel) e oa bet savet an hini gentañ, e 1979.

53 a oa anezho e deroù 2012 en Okitanegva a zo e Frañs (Limousin, Arvern, Aquitaine, Midi-Pyrénées, Languedoc-Roussillon, Provence-Alpes-Côte d'Azur).

2 skolaj a zo ivez hag en holl ez eus 3 045 calandron a zo skoliataet en okitaneg (2009).

Skolioù digoust ha lik int. Diouzh programmoù an Deskadurezh Stad eo graet ar c'hentelioù. Dre soubidigezh eo skoliataet ar vugale.

Ur greizenn stummañ a zo dezho, an APRENE (staliet e Besièrs), hag anavezet gant an Deskadurezh Stad.

Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ