Ur gaelscoil (liester: gaelscoileanna) a zo anezhi ur skol en Iwerzhon er-maez eus ar gouzelegvaoù (gaeltachtaí) ma vez vez implijet an iwerzhoneg evel yezh-kelenn. Dindan beli Foras Pátrunachta na Scoileanna LánGhaeilge emañ an darn vrasañ eus ar skolioù.

Bunscoil e An tIúr.

Bez' ez eus skolioù kentañ-derez (bunscoileanna) hag eil-derez (meánscoileanna) a-raok ar skolaj/lise (coláiste).

Krouet e oa bet ar gaelscoileanna kentañ e deroù an XXvet kantved da geñver "Adsav keltiek".

Hiziv ez eus war-dro da 50.000 skoliad/ez er gaelscoileanna en holl koulz e Republik Iwerzhon hag e Norzhiwerzhon isrannet etre 158 skol kentañ-derez ha 36 skolaj ha lise.

Bez' eus eus bremañ d'an nebeutañ ur e pep hini eus 32 kontelezh hengounel ha meur a hini er c'hêrioù brasañ hag 1% eus an holl skolidi a vez desket dezhe er skolioù hollouezelek-se e Norzhiwerzhon. Kavet e evz ar skol vrasañ, "Coláiste Feirste" hec'h anv, e Béal Feirste.

Mui-ouzh-mui e tibab an dud kas o bugale d'ar skolioù hollouezelek evit ma vefont barrek war ar yezh met ivez war a seblant peogwir e vez roet 10 poent ouzhpenn d'ar skolidi a ra o arnodennoù diwezhañ en iwerzhoneg.

Gwelit ivez

kemmañ

Roll ar gaelscoileanna

kemmañ