Provañseg
Ar provañseg zo ur rannyezh okitanek, komzet dreist-holl er rannvro Provence-Alpes-Côte d'Azur, en departamantoù-mañ : Var, Vaucluse, Bouches-du-Rhône, Alpes-de-Haute-Provence, Alpes-Maritimes, hag en ul lodenn eus departamant ar Gard. Komzet e vez ivez e Monaco. Ar ster-se eo a vez gant ar ger peurliesañ (kod SIL : OCI). E meur a yezh (galleg, saozneg, okitaneg, italianeg...) eo bet implijet ar ger "provañseg", e-pad ur pennad, d'ober anv eus an okitaneg en e bezh, eus an holl rannyezhoù okitanek. Bremañ avat ne reer gant ar ger peurvuiañ nemet evit ar rannyezh komzet e Provañs.
Evit tud zo ez eo ar provañseg ur yezh dibar, disheñvel diouzh an okitanegoù all[1]. Ober a ra an dud-se gant un doare-skrivañ disheñvel diouzh an doare-skrivañ implijet peurvuiañ evit an okitaneg ha diazezet war labourioù Frederic Mistral hag ar Felibritge.
"Provañseg", pe henbrovañseg, a reer ivez alies eus an henokitaneg implijet gant an trobadored pe troubadoured er Grennamzer (kod SIL : OCI). E gwirionez ne oa ket genidik ar barzhed-se eus Provañs hepken met alies ivez eus Lengadok pe bro Lemojez. D’ar mare-se ne veze ket graet kalz gant an anvadur okitaneg evit envel yezh lennegel ar broioù-se. Goude ar XVIvet kantved, pa ne oa ket mui implijet an okitaneg evel yezh skrivet ofisiel, e voe paouezet d’ober gant ar stumm skrivet klasel ha graet e voe muioc’h-mui gant stummoù rannyezhel er skridoù.
Provañseg (Provençal, Provençau) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Frañs |
Rannved : | Provañs, kontelezh Nisa |
Komzet gant : | war-dro 250 000 den |
Renkadur : | goude 100 |
Familh-yezh : | Yezhoù Indezeuropek Yezhoù italek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | |
Akademiezh : | Conselh de la Lenga Occitana (doare-skrivañ an IEO) / Counsèu de l'escri mistralen (doare-skrivañ Mistral) |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | oc |
ISO 639-2 | oci |
ISO 639-3 | oci |
Kod SIL | OCI |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Meur a isrannyezh a zo e provañseg, en o zouez hini korn-bro Nisa (niçard).
Notennoù
kemmañ- ↑ Philippe Blanchet, da skouer, en e levr Parlons provençal (lenn enlinenn)
Gwelet ivez:
kemmañLevrlennadur
kemmañ- Robert Rourret : Dictionnaire Français-Occitan provençal. Institut d'Etudes Occitanes. Alpes-Maritimes. 1981