Felibrige
Ar Felibrige (reolad modern) pe Felibritge (reizhskrivadur klasel) a zo ur gevredigezh[1] hag ur skol lennegel krouet evit adsav lennegel an okitaneg, savet e Castèunòu de Gadanha (Provañs) gant Frederic Mistral, Teodòr Aubanèu (Teoudor Aubanèu), Josèp Romanilha (Jousep Roumanilho) ha pevar ag o mignoned. Ur seurt kenvreuriezh hag ur gevarzhe ouiziek ez eo, gant lidoù ha traezennoù arouezel, heñvelek a-walc'h da re Goursez Breizh, eus un tu, hag ul labour gouiziegezh, eus un tu all, pa talc'h da aozañ ostilhoù yezh evel en ur adnevezañ geriadur bras an okitanek, « Lou Tresor dóu Felibrige ». Ur c'hevread evit bodañ kevarzheoù felibr, anvet escolo felibrenco, hag a zo liammet d'ar Felibrige kreiz eo ivez.
Gerdarzh
kemmañAn anv « felibres » a c'hell dont ag ur fazi poblek. Ar c'hantik a oa anavezet a ganour da selaouer hag an dud o deus komprenet enta : « Li Sèt Felibres de la Lèi » (ar Seizh Felibr ag al Lezenn), pa oa ret kompren « Li Sefers, libres de la Lèi » (ar Seferieu, levrioù al Lezenn).
N’eo ket kalz anavezet « sefer », rak ur ger hebraek eo, p'eo ur sefer ur rolled, evel e oa al levrioù en araok hag e weler e dalc'h ar Brofeded àr an ikonoù.
Koulskoude n'eo ket sklaer awalc'h an displegadennoù kinniget gant Mistral e-unan en e emvuhezskrid. Hervezañ e c'helfe bezañ ar ger okitanek liammet gant fellebris, latin evit magadell. Hag Alain Rey a skrivas e wele ar c'hoari gerioù « sefers, libres » evel ur fentigell.
Diaraogerien ar Felibrige
kemmañDont a reont war-lerc'h diaraogerion evel an aotrou Millot (saver an Histoire littéraire des troubadours, 1794), Fabre d’Olivet ha Raynouard (Choix de poésies originales des troubadours, 1816-1821). Ar re-se a felle dezhe derc'hel un hengoun barzhek, a za ag ar «chansos» ag an droubadoured, hag evezhiañ purded ar yezh. Bez e oa ur strollad okitanek arall e amzer pa oa yaouank Frederic Mistral, « Li troubaires » (An Droubadoured), e Marselha, met e izili a oa troet ouzh ar gêr-se hepken.
Istor
kemmañÀr-dro 1850, ar varzhed okitanek a sante an ezhomm d'en em zastum, hag en em gempenn, evit reiñ un alan nevez d’al lennegezh hag ar yezh okitanek. D'an 21 a viz Eost 1853 e voe aozet Gouel an Droubadoured (Roumavagi dei Troubaires) e Ais de Provença hag e voe kouviet da vont di Aogust Brizeug gant Josèp Romanilha ha Jean-Baptiste Gaut, met ar barzh brudet evit bezañ bet loreet gant an Akademiezh gall ne c'hellas ket dont, ken gwanaet e voe gant an droug-skevent.
Savet e voe ar Felibrige e kastell Fòntsegunha (e Castèunòu de Gadanha, e Provañs], d’an 21 a viz Mae 1854 gant seizh barzh yaouank: Teodòr Aubanèu, Joan Brunet, Pau Gièra, Ansèume Matièu, Frederic Mistral, Josèp Romanilha hag Anfòs Tavan. Fellout a rae dezho sevel krog an okitaneg hag unvaniñ e zoare-skrivañ. Mistral a ginnig dezhe an anv «felibres», deuet ag ur ganaouenn gozh relijiel (e-menn ar Werc'hez Maria a zispleg hi he deus kavet he mab e-barzh an templ « e-mesk seizh felibre al lezenn »). Ar c'hentañ izili ag ar Felibrige a zo enta «Doctored al lezenn». An hani koshañ zo Romanilha, obérour Li Pascareleto (Bleuñv-Pask), e 1847 ha Li Pantaiaire (An hunvreourion), e 1851. Skrivet en deus ivez an oberoù boutinoc'h evel Li Prouvençalo (ar Vrovañsalezed / geotennoù ar Werc'hez) 1852.
An emsav a gemer e lañs, hag int a renk gober ur framm d’ar bagad. E 1876, ar Felibrige a ziazezas pemp « mantenencios » (Lengadok-Arvern-Limouzin ; Gwaskogn-Bearn ; Gwienna-Perigòrd ; Velai; Rousilhon ; Provañs) ; pep unan a zo melestret get un « sendic ». Hiriv an deiz ez eus seizh "mantenéncio". E-pad gouelioù Santo-Estello e vez dibabet ar « h/capoulier », ha majouraùs nevez a vez emzilet pa ‘z eus lehieu. E 1884, Roumanilha a yeas « capoulier » goude Frederic Mistral. An hani a zo bet fur pa ne fellas ket dezhañ chom « majourau » razh e vuhez. An emsav na vehe ket padet goude e varv moarvat.
Reizskrivadur Mistral ha brud nevez degaset gantañ d'al lennegezh okitanek
kemmañMistral a skrivas holl e oberoù e okitaneg hag en doe savet ur reizhskrivadur a yeas da vezañ ar reolad mistralad pe ar reolad modern. Reiñ ul lufr hag ur welusted d'ar yezh a oa bet implijet e lezioù roueel ha priñsel er Grennamzer a voe pal uhel ar Felibrige. Gounit a reas e bariadenn Mistral pa teuas ar vrud broadel hag etrebroadel gant e varzhoneg hir, Mireio e 1859. Skrivañ a reas ivez, Calendau ha Lo Poema dau Ròse, (Barzhoniezh ar Roen). Ispisialourion lennegezh a laka hemañ diwezhañ ar-lein e obéreu arall.
Breizh hag ar Felibrige
kemmañKrouidigezh ar Felibrige a zo bet broudet gant adsavidigezh al lennegezh poblel brezhoneg (Barzaz Breiz, 1839 ha 1845) ha stil nevez ar varzhoniezh vroadel dispaket gant Aogust Brizeug ha ne voe ket ar gejadenn graet a-bell. Respont a reas Brizeux gant ul lizher berr hag ur varzhoneg hir a-walc'h, «Aux poètes provençaux», pa voe kouviet da gejañ ganto e 1853.
N'o deus ket ankounac'het oberenn ha ton Brizeug, pa voe sevenet lid-kañv ar barzh brezhonek e Montpelhier, e-lech ma varvas e miz Mae 1858, ken e teuas ur bagad felibred d'e ambroug d'ar vered[2].
Ha mouget eo kan an eostig/ Nann, kas a ri buhez en-dro d'az yezh hevouezh war zigresk, Provañs kaer… Yezh ar vro a zo ar chadenn beurbadus a laka pep da vezañ dalc'het asambles,/Ganti e vez desket traou ar vuhez,/Ganti e vezont miret en soñj.(Tennet diouzh "Aux poètes provençaux, à leur réunion du 21 août 1853).[3].
Oberiantizoù
kemmañNe ra ar Felibred nemet labourat evit ar yezh okitanek. Pep unan n’eo ket barzh, met pep unan a laboura eviti. Ar simpl « felibres mantenèires » (felibroù dalhourion) a skriv kontadennoù ha fentigelloù, a sav pezhioù-c'hoari, a gan e okitanek. Ar « mèstres d’òbra » (mistri-labour) a skriv pennadoù diàr an Istor, an Douaroniez pe o tennañ d'ar Lennegezh okitanek. Sevel a reont kazetennoù, arvestoù ha darvoudoù a bep sort. Ar « mestres en Gai Saber » (mistri e Gouzout Laouen)[4].
Un pal a-bouez eo ledanañ an deskadurezh okitanek eus ar skol-vamm d'ar skol-veur ha e klask e kas pelloc'h pep a skol felibr lec'hel diorroadur ar c'halandretoù (skolioù kentañ derez), ar skolajoù hag al liseoù okitanek, kenurzhiet an ober gant ar "meñtenansoù" (mantenéncio) el live rannvroel. Kouviet e vez ar Felibrige evit reiñ e ali diwar-benn programoù an Deskadurezh-stad.
Kemer perzh e ra ar Felibrige e-barzh an obererezhioù a denn da zifenn ha diorroadur an okitaneg, da skouer evit ma vo sinet gant gouarnamant Bro-C'hall Karta ar yezhoù nebeut implijet.
Gouel Santo-Estello ha C'hoarioù meur ar Boked
kemmañDaou zegouezh a vez aozet ingal gant ar Felibrige e kêrioù an okitanekva tro-ha-tro, Gouel Santo-Estello ha C'hoarioù meur ar Boked.
Santo-Estello
kemmañLidet e vez gouel Santo-Estello (Santa-Estèla, er reizhskrivadur klasel) pep bloaz gant degouezhioù sevenadurel hag arzel asambles gant emvod-meur ar gevredigezh.
C'hoarioù meur ar Boked
kemmañMont en-dro
kemmañAnvet e vez ar strolladoù lec'hel skolioù felibr (escolo felibrenco) renet gant ur c'habiskou (cabiscou) ha bodet e vezont e-barzh armeñtenansoù (mantenéncio). Renet e vez ar Felibrige gant ur c'h-capoulier (distaget evel kapoulie), evel prezidant, ha 29 majouraù, a zibab anezhañ, bodet er c'hoñsistor. Peurvuiañ an hanter-hant « majouraus » (49 mui ar c'h/capoulier) a dlee bezañ bet « mèstres en Gai Saber » en a-raok, ha pe n’eo ket mui rekis. Provañs eo ar rannvro e-menn ar felibred a zo niverusañ. An eil rannvro zo Arvern. Ar Felibrige a zo ar gevredigezh unan a zo e pep rannvro ar Vro Ok.
Capoulieoù
kemmañ- (1876-1888) Frédéric Mistral
- (1888-1891) Joseph Roumanille
- (1891-1901) Félix Gras
- (1901-1909) Pierre Devoluy
- (1909-1919) Valère Bernard
- (1919-1922) Joseph Fallen
- (1922-1941) Marius Jouveau
- (1941-1956) Frédéric Mistral, niz
- (1956-1962) Charles Rostaing
- (1962-1971) Elie Bachas
- (1971-1982) René Jouveau
- (1982-1989) Paul Roux
- (1989-1992) Paul Pons
- (1992-2006) Pierre Fabre
- (2006-2022) Jacques Mouttet
- (2022-...) Paulin Reynard[5]
Felibrige hag okitanouriezh
kemmañPennadoù liammet
kemmañ- Frederic Mistral
- Institut d'Estudis Occitans
- Lo Congres
- Okitaneg
- Reoladoù an okitaneg
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Ar statudoù, savet e 1876, a voe kaset da brefed ar Bouches-du-Rhône ha darbennet d'ar 4re a viz Mae 1877. D'an 20vet a viz Mezheven e voe diskleriet un doare nevez, hervez lezenn 1añ a viz Gouere 1901, da brefed ar Vaucluse. Journal officiel, 27 a viz Mezheven 1905.
- ↑ Joseph Rio, Auguste Brizeux,… inventeur de la Bretagne ?, PUR, 2021, p. 73.
- ↑ Poz 6 - «… Meurt-il le chant du rossignol ?» Poz 7 - «Non, tu ranimeras l'idiome sonore,/Belle Provence, à son déclin.» Poz 9 - La langue du pays, c'est la chaîne éternelle, /Par qui sans effort tout se tient ;/ Les chose de la vie, on les apprend par elle/ Par elle encore on s'en souvient.» Adembannet e-barzh Joseph Rio, Auguste Brizeux,… inventeur de la Bretagne ?, PUR, 2021, p. 164.
- ↑ « Gouzout Laouen » e oa anv ar skrivañ er Grennamzer)
- ↑ http://www.felibrige.org/2022/06/13/santo-estello-eleicioun-e-prouclamacioun/