Emvuhezskrid

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Un emvuhezskrid a zo ur skrid ma talc'h un den sevel ennañ un dibunadur eus ul lodenn eus e vuhez. A-wechoù e c'houlenn harp un den all ma n'eo ket asur war e stil pe e varregezh war ar skritur. Pa vez buhezskridoù a zo skrivet gant un den diwar-benn un all, an emvuhezskrid evel ma weler diouzh e gerdarzh (em + v/buhez + skrid) a dalvez evit ur buhezskrid savet gant un den diwar e benn dezhañ. Setu perak e rummataer an emvuhezskridoù dindan rummad lennegel ar buhezskridoù.
Meur a zoare danevelliñ e vuhez a c'hell bezañ hervez ar palioù a glask tizhout ar skrivagner hag e vezont meur a hini anezho asamblez peurvuiañ. Reiñ lufr d'e obererezhioù pe en em wennañ pe klask bezañ didamallet a zo palioù kavet stank en emvuhezskridoù koshañ.
Confessionnes Sant Eosten, eskop Hippona er IIIe kantved a zo o fal, koulz ha didamallañ ha klask prouiñ e c'hell un den diroll mont da du ar relijion kristen.
Emvuhezskridoù modern (Kofessionoù Jean-Jacques Rousseau da skouer) a endalc'h an imbroud-spered asamblez gant dibunañ poentoù pennañ e vuhez ha klask ar rebechoù ha ar burutelladennoù graet dezhañ ive.
Emvuhezskridoù a c’hell bezañ gwelet evel ur rummad testennoù e-lec’h eo kontet traou a denn da vuhez un den gant an den e-unan, koulskoude palioù ha savboentoù a bep seurt a c’helle bezañ endalc’het :
- kontañ ar bugaleaj
- En em zifenn ouzh tamalladennoù, ar pezh anvet ur plede pro domo[1]
- kontañ ar pezh a zo bet frouezushañ e-ser ar c’hejadennoù
- eztaoliñ pep estlamm dirak den pe veur a zen
- Deskrivañ ar pezh a zo bet gwelet pe klevet e-kreiz ar metoù darempredet gant ar skrivagner
An holl draoù-se a vez tennet eus eñvorennoù an den en deus savet e emvuhezskrid ha lod o deus un titl o kregiñ gant eñvorennoù, met un nebeut anezho a ya d’ober un isrumm eus an emvuhezskridoù, kement lec’h zo roet da zeskrivañ atr metoù, an dud, an darempredoù hag ar pezh a zo bet klevet pe skrivet. Eñvorennourien a vez graet eus ar skriverien-se.
E yezhoù all e vez graet un diforc'h etre un emvuhezskrid hag un skrid diwar ar memor (mémoires e galleg ha memoirs e saozneg) pa vez an eil seurt techet da displegañ dre ar munut trivliadoù ha savboentoù ar skrivagner. Meur a bolitikour en deus kavet mat sevel levrioù hir eus ar seurt-se. (Paul de Gondi, kardinal Raez, ha Louis de Saint-Simon er XVIIvet kantved). Un doare da glask lezel titouroù evit an istorourien hep ankounac’hat treuskaz ur skeudenn vat eus personelezh an oberour eo pal an eñvorennour ivez.
Er XVIIIvet kantved e teuas er-maez skrid memorioù disanv a rae van bezañ bet skrivet gant likaourien, tudjentil pe gisti, hervez kont. Hag int o deus graet ur berz bras e-doug ur mare ma troe speredoù zo pell eus ar doareoù ober kozh.
Emvuhezskridoù a-vremañ
kemmañGoude 1970 eo bet embannaet meur a emvuhezskridoù savet diouzh buhez an esparadennoù, ar bolitikourien pe tud deuet da vezañ illur ur frapad amzer. muioc'h-muiañ a dud o deus klasket sevel o emvuhezskridoù evit o lakaat da vezañ embannet. Skrivagnerien ar bennik a c'hell sevel emvuhezskridoù diwar enrolladennoù an dud ha gwechoù zo e anzav tud brudet n'o deus ket bet amzer adlenn an oberenn voullet.
Erfin e weler bremañ buhezskridoù a zo stumm ar romant dezhañ ken ne c'heller ket dilenn sklaer ar pezh a zo aparchant d'an emvuhezskriver hag ar pezh n'eo ket. Emvuhez-ha-faltaziskridoù a c'hell bezañ graet anezho.
Emvuhezskridoù brezhonek
kemmañUn nebeud levrioù emvuhezskrid a zo bet embannet e brezhoneg. Gant Hor Yezh, Al Liamm (embannadurioù), Imbourc'h (embannadurioù) ha Brud Nevez eo bet produet ar muiañ. Fonnusoc'h eo ar pennadoù embannet er c'helaouennoù (Gwalarn, Al Liamm, Hor Yezh, Brud Nevez, Imbourc'h). Sellet ouzh Roll an emvuhezskridoù savet e brezhoneg.
E kreiz an XXvet kantved en deus kavet mat Taldir kontañ e eñvorennoù a-zivout an « Emzao » brezhonek hag etrekeliek, darn e destennoù o endalc’hañ tammoù lizhiri resevet gantañ. Gant Roparz Hemon e voe kendalc’het gant skridoù a-seurt-se embannet gant Al Liamm[2]. Mikael Madeg, en e levr tev « Skrivagnerien » en deus kinniget un doare all : kontañ dre ar munud ar c’hejadennoù en deus bet gant sklrivagnerien all, pe vrezhonegerien, pe geltiegerien, 37 en holl[3]. Eñvorennourien a c’hell bezañ graet eus ar skrivagnerien-se.