Ur gelaouenn lennegel vrezhonek eo Brud Nevez ha staget ez eus outi un ti-embann dezhañ an hevelep anv. E-barzh ar gevredigezh Emgleo Breiz, a zo ur c'hevread kevredigezhioù, e vez meret an embannadurioù. Renet eo bet gant Andreo ar Merser, hag hiziv gant Fañch Broudig. Ur gelaouenn a lennegezh hag a geleier e brezhoneg eo, embannet e vez bep 2 viz. Ouzhpenn 250 niverenn a zo bet embannet.

Brud Nevez
Kelaouenn
Deiziad krouiñGenver 1977 Kemmañ
TitlBrud nevez Kemmañ
Bro orinFrañs Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvbrezhoneg Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.emgleobreiz.com/fr/brud-nevez/brud-nevez.html Kemmañ

Krouidigezh ar gelaouenn Brud kemmañ

E 1957 e oa bet krouet an trimizieg Brud evel kelaouenn lennegel Emgleo Breiz. Istitlet e oa ar gelaouenn "Ar Yez hag ar Vro" hag e veze implijet ar skritur kazi nevez-flamm a oa bet fardet gant ar chaloni Frañsez Falc'hun, a oa pennkelenner war ar yezhoù keltiek e Skol-Veur Roazhon.

E 1955 e oa bet roet dezhañ asant Ministr an Deskadurezh c'hall evit ma vefe implijet ar skritur-se, a voe graet ar skritur (pe an doare-skrivañ) skolveuriek anezhañ. Meneget e oa anv ar merour an Dr Dujardin, met ar c'hentskrid hag an div drederenn eus ar mareadeg a oa deuet diouzh pluenn Per Helias (pevar fezh-c'hoari dindan an talbenn "Tan ha Ludu").

E 2015 e oa aet Brud Nevez d'an traoñ[1].

Liammoù diavaez kemmañ

  1. https://www.letelegramme.fr/finistere/emgleo-breiz-l-association-placee-en-liquidation-judiciaire-12-11-2015-10846029.php