Glaoda Millour
Glaoda Millour (Claude Ernest Jean Millour, er marilh), ganet d'ar 5 a viz Even 1922 e Ribécourt-Dreslincourt, Oise, Hauts-de-France hag aet da Anaon e e Montroulez d'ar 25 a viz Genver 2014 [1], a oa ur medisin-loened hag un emsaver breizhat.
Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Anv-bihan | Claude ![]() |
Deiziad ganedigezh | 20. century ![]() |
Lec'h ganedigezh | Ribécourt-Dreslincourt ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | brezhoneg, galleg, esperanteg ![]() |
Micher | kuzulier-kêr, mezeg-loened, politiker ![]() |
Strollad politikel | Strollad Sokialour Unvanet ![]() |
E 1946 e savas evit e zoktorelezh dibenn studi ur c'hounskrid anvet « Les saints guérisseurs et protecteurs de bétail en Bretagne ». Embannet e voe e labour gant Skol Vreizh, dindan an titl « Les saints vétérinaires de Bretagne » e 1990. Frouezh un enklask renet er bloavezhioù 1940 e oa e labour kentañ, ha nevesaet e voe un tamm evit embannadur Skol Vreizh.
Labourat a reas evel medisin-loened e Rostrenenn, Sizun ha Montroulez, ma chomas betek fin e vuhez. Ur stourmer evit Breizh hag evit ar brezhoneg e voe a-hed an amzer : e deroù 1946 en em gavas e-touez ar strollad tud yaouank a grouas, e Pariz, ar gelaouenn Al Liamm, gant Andrev Latimier, Pêr ar Bihan ha re all. Ezel eus Ar Falz e voe ivez, adalek 1946. Betek fin e vuhez e voe oberiant evit ar brezhoneg, e Montroulez, e-barzh meur a aozadur, evel Kelc'h Sevenadurel Brezhoneg Montroulez, KLT, poellgor gevelliñ Montroulez-Truru... A-du gant an esperanteg e oa ivez.
Ur stourmer politikel e voe c’hoazh, er PSU [2]: er bloavezhioù 1970 e voe kuzulier-kêr e Montroulez, gant ar maer sokialour Jean-Jacques Cléac'h.
Ezel e oa bet eus ar gevredigezh association des collectionneurs du centre-Finistère Sur les traces de François Joncour[3]. Plijet e oa ivez gant treuzkas ar brezhoneg[4].
Levrlennadur
kemmañ- (fr) « Les saints vétérinaires de Bretagne », Skol Vreizh, niv. 19, 1990;
- (eo) Bestkuracaj sanktuloj en Bretonio, un droidigezh en esperanteg eus e levr, graet gant Claude Bros, gant kenlabour Glaoda Millour, Mireille Le Buhan, Nicole Rizzoni, Marie-Hélène Djaouchi ha Christian Bertin, ha lakaet enlinenn.
- Michel Penven & Glaoda MILLOUR, François Joncour, son Parcours en centre Finistère, Kevredigezh "War roudoù François Joncour", Ti-kêr Brasparzh, 1997
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ https://www.openarchieven.nl/ins:744b9e48-e50f-98a3-de14-b6fd003df012/fr
- ↑ https://www.letelegramme.fr/finistere/morlaix-29600/spanclaude-millourspan-un-defenseur-de-la-langue-et-de-la-culture-bretonnes-2059546.php
- ↑ https://www.letelegramme.fr/finistere/brennilis-29690/spansur-les-traces-de-fspan-joncour-projets-a-foison-2106800.php
- ↑ https://www.ouest-france.fr/bretagne/morlaix-29600/na-pas-tous-les-jours-100-ans-3351988