Pêr ar Bihan, Pierre Le Bihan diouzh e anv er marilhoù, ganet e Pariz d'an 18 a viz Genver 1924 ha marvet d'ar 15 a viz Mae 2006 e Sant-Maloù, a voe ur barzh brezhonek ha gallek hag un ijinour eus e vicher. Goude bezañ bet engouestlet e oberezhioù sevenadurel ar Vreizhiz o chom e Pariz e tisklêrias ur gevarzhe, Al Liamm, e anv, e miz C'hwevrer 1946[1]. Unan eus diazezerien Skol an Emsav eo bet ivez. E anv skrivagner a oa Pêr Diolier.

E dad, genidik eus Pleiber-Krist, a laboure war an hentoù-houarn e Pariz hag e vamm, eus Sant-Tegoneg, a oa kemenerez.
Goude bezañ en em gavet gant brezhonegerien d'e 18 vloaz, e krogas da zeskiñ yezh e dadoù. Pa oas o taremprediñ Kêr-Vreizh e eas da gemer perzh e kelaouenn lennegel SAV diazezet e Pariz hag aet da get e 1944. E 1946, e Pariz e savas ar gelaouenn lennegel Al Liamm, asamblez gant Andrev Latimier. Hounnezh a gendeuzas diwezhatoc'h gant Kened ha Tír na nÓg, ken e reont ur c'hwervet niverenn d'Al Liamm-Tír na nÓg e 1948. Merour pe deñzorer pe merour-teñzorer Al Liamm e chomas abaoe. E-pad bloavezhioù en deus labouret war an hentoù-houarn e Pariz, a-raok dezhañ kavout ul labour kargad e ti-kêr Dinarzh e 1966 hag ober e annez en Sant-Malo, ma chomas eno pa 'z eas oa war e leve.
Reiñ a reas e dielloù[2] e intañvez da Jacques Erwan Mouton hag hemañ a fizias anezho da Skol-veur Brest evit ma vint niverelet hag adroet an darn vras dezhañ. Diouzh an dielloù e tennas Jacques Erwan Mouton poent loc'hañ an tezenn vrezhonek a savas diwar-benn nevezbrezhonegerien Al Liamm.

Skrivagner

kemmañ

E varzhoneg kentañ, he zitl Dezho hepken, en doe savet e 1949, hag a voe embannet war niverenn 19 Al Liamm. Goude-se eo chomet pemzek vloaz hep skrivañ gwerzenn ebet. Kroget e oa da vat da sevel barzhonegoù pa voe pemp bloaz ha tregont zo.
Tremen 130 barzhoneg en doe savetha 70 anezhe a zo bet embannet. Ronan Huon en deus graet e vennozh lakaat ul levrig da zont er-maez, ennañ ul lodenn eus skridoù Pêr ar Bihan. Talbenn al levrig a zo : "Ar veaj-se ur wech e oa".
Ouzhpenn ar barzhonegoù e lakaas da embann studiadennoù, pennaddoù war an nevezenti ha pevar danevell, an holl e-barzh e gelaouenn[3] en doe krouet ha harpet diehan. Un eil dastumad barzhonegoù,  Trema heolioù kuzhet/Vers des soleils cachés, a voe embannet gant An Alarc'h, pa voe un troc'h gant embannadennoù Embannadurioù Al Liamm.

Oberennoù

kemmañ
    • 99 barzhoneg a gavot e niverennoù kozh Al Liamm
    • Prenestr gwenn antronoz
    • Ar veaj-se ur wech e oa, Embannadurioù Al Liamm, 2000
    • Trema heolioù kuzhet/Vers des soleils cachés, divyezhek, An Alarc'h Embannadurioù, 2003.

Enorioù

kemmañ

Liammoù

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
Fichenn-ginnig
Tezenn
  • Jacques Erwan Mouton, Al Liamm (1945-1980) : contribution à la construction identitaire des néo-bretonnants d’après-guerre, 2009. Tezenn doktorelezh e brezhoneg dindan renerezh Yves Le Berre, Skol-veur Brest. Da vezañ sellet nemet gant aotreegezh ar gKEBK.
Pennadoù
  • Pennad kaoz gant Pêr ar Bihan a-drugarez da Herri Gourmelen evit Pobl Vreizh, e 1980. E-barzh Al Liamm, niv. 359, Kerzu 2006
  • Joel Martini, Pêr ar Bihan. E-barzh Al Liamm, niv. 359, Kerzu 2006.
  • Yann-Glaod Morvan, Ur barzh e Sant-Maloù. E-barzh Al Liamm, niv. 359, Kerzu 2006.

Pennadoù nes

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. E-barzh ar c'hemenn ofisiel e voe meneget chomlec'h ar sez : 189 Boulouard Blériot, Pariz.
  2. Meur a lizher hag darn ar c'hontoù.
  3. Roll an embannadennoù e-barzh Al Liamm, niv. 359, Kerzu 2006, p. p. 41-45.