Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Kêr-Vreizh a oa ur greizenn sevenadurel vreizhek staliet e Pariz abaoe 1938 gant anv Ker-Vreiz da gentañ. Ul lec'h evit prezegennoù, bodadegoù, abadennoù ha kentelioù brezhoneg eo bet. Kenderc'hel a reas hec'h obererez e-pad an eil brezel bed ha chom a reas evel ul lec'h digor ha neptuek e-pad 40 vloaz, lec'h emgav an Emsav e Pariz memestra. Modernaet e voe an anv a yeas da gKêr-Vreizh. Goude 1985 e voe renet gant ur strollad broadelour strishoc'h e vennozhioù ken e voe serret al lec'h, 43 straed Saint-Placide, nepell eus karter Montparnasse. Un gevredigezh nevez a voe savet gant ar renerien nevez, Kervreizh hec'h anv.

Bloavezioù kent kemmañ

Digoret e voe Ker-Vreiz e diskar-amzer 1938, gant harp izili SAV o doa krouet ur gelaouenn hollvrezhonek e 1936[1], Keloù Ker-Vreiz a veze roet dre ar ganol-se ingal hag e veze dalc'het bodadegoù SAV di. E niverenn 10 ar gelaouenn SAV eo bet termenet evel "ur c'hevredad… evit klask boda en hevelep lec'h eun nebeud oberiaduriou breizek a-zivout ar yezh, an arzou, an arboellerezh hag all…, a oa, betek-hen strewet a zehou hag a gleiz e Pariz[2]. Roet eo kentelioù brezhoneg gant Berthou ha Daniel ha war an istor gant Delaporte. Ul levraoueg vrezhonek a vez digor d'ar sadorn. Desket e vez ar c'horoll hag kelc'hioù studi a bled(o) “gant eur gudenn vreizek bennak”. Ouzhpenn-se eo meneget m'"en em vodo kevrennad Pariz Breiz Atao" (eno). Arnodoù an Trec'h a voe tremenet pep bloaz. E-mod-se e adtapas yezh e hendadoù meur a Vreizhad parizian.
Kadoriet e voe an digoradur d'an 20 a viz Mae 1939 gant Yann Fouere, prezidant Ar Brezoneg er Skol ha Georges-Gustave Toudouze, skrivagner ar mor.

Lec'h an Emsav e Pariz kemmañ

E 1945 e voe dalc'het bodadeg-veur nevez Ker-Vreiz dindan renerezh ur c'hengor arbennik (6 ezel, Frañsez Falc'hun ha 3 Bretons émancipés en o zouez) hag voe embannet ma oa Ker-Vreiz, "ur gevredigezh a ya da vodañ, e maezh pep politikerezh ha pep relijion, e maezh pep gevredigezh breizhek, an holl Vrezhoned Bariz a blij ar brezhoneg dezho, a fell dezho e tifenn hag e skignañ, a zo dedennet gant kustumoù, istor ha douaroniezh Breizh… hag a het dont da vezañ kreizenn an obererezh kefredel e Pariz”. (troet diwar ar galleg)[3]. Hervez Armel Calvé, an holl brezegennoù a oa o temoù kreizennet war istor, douaroniezh pe armerzh Breizh hag Keltia.
Ur greizenn evit ar politikerezh e voe ivez. Resevet e voe dileuridi kefridiezh Kuzul Eisteddfod broadel Kembre e miz Ebrel 1947 hag e tisklerias penn ar gefridiezh, William John Gruffyd, kannad e Parlamant Breizh-Veur :"Bewezh ma vo unan diouzhoc'h gant aon koll e frankiz pe e vuhez, ra glasko repu en eil Vreizh a zo Kembre anezhañ"[4].
D'an 23 a viz Mezheven 1947 e voe dalc'het bodadeg kentañ "Unvaniez Difennourien ar Brezoneg" .

Lec'h sevenadur Breizh e Pariz kemmañ

Bihan a-walc'h e oa ar sal, met e c'helle enderc'hel un daou-ugentad a arvesterien. E 1967 e kinnigas e abadenn kanaouennoù kentañ Alan Stivell. E 1972 e voe c'hoariet Gwreg an toer, ur pezh-c'hoari gant Tangi Malmanche.

Levrlennadur kemmañ

  • Armel Calvé, Histoire des Bretons à Paris, Speied, Coop Breizh, 1994, p. p. 227-232.

Notennoù ha daveeennoù kemmañ

  1. Armel Calvé, Histoire des Bretons à Paris, p. 228.
  2. SAV, n° 10, nevez-amzer 1938.
  3. Armel Calvé, Histoire des Bretons à Paris, p. 232.
  4. "Ronan Caerléon, Complots pour une république bretonne, La Table ronde, 1967, p. 367.