Léon Toulemont
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Léon Jean Louis Toulemont (Pont-'n-Abad), 11 a viz C'hwevrer 1896 – Pariz, 12 a viz Mezheven 1959[1] a oa ur c'hargad, ur resever ar Marilherezh, ur c'helaouenner hag un emsaver sevenadurel breizhat, dreist-holl war dachenn an deskadurezh vrezhonek. Prezidant Kêr-Vreizh hag Emgleo Breiz, da-c'houde, ha sekretour Unvaniez Difennourien ar Brezoneg e voe. Sekretour kengor sevenadurel ar CELIB e voe ivez. Sinañ a rae a-wezhioù Heb Ken[2] ar pennadoù skrivet war-dro 1920 ha Hepken Toulemont war-lerc'h.
Buhez
kemmañMab Kaourintin Toulemont, eus Ploneour-Lanwern ha da Varie Yvonne Guitot eus Kombrid e oa[3]. Ostiz e oa an tad hervez an akta ganedigezh. Mont a reas Léon da studiañ da gloerdi bihan Pontekroaz ha kloerdi bras Kemper da-heul[4]. Tremen a reas e vachelouriezh prederouriezh e 1915. Ampellet e voe e amzer-soudard en abeg d'e wanidigezh e 1915, met galvet e voe evit ober ar brezel e miz Eost 1916 hag anvet e voe e rujumantoù kanolierezh. Ned eas ket da veleg, hag un nebeud pennadoù a skrivas evit Le Progrès du Finistère. E 1921 e teuas da vezañ resever ar Marilherezh, kroget al labour gantañ e Gwitalmeze.
D'an 21 a viz Here 1922, hag eñ resever e Ploueskad, e timezas gant Marie Jeanne Gouletquer, o chom e Pont-'n-Abad. Pemp bugel o devoe. Anvet e voe Leon en Anet (Eure-et-Loir), hag e Pariz en diwezh.
Hervez Olier Mordrel e vije bet Léon Toulemont kizidik e-keñver al lealded ouzh Bro-C'hall, a-raok « ma teuas ar panzerioù da beuriñ war hol letonoù » ha deuet ar c'hras warnañ, sañset[5]. En un tu e oa bet Léon Toulemont ur soudard kozh a-raok mont da gargad, hag en un tu all en em sante Breizhad, pa oa ezel eus ar c'hevarzhe « Pennarbediz e Pariz »[6].
Pa'z eas da brezidant Kêr-Vreizh e ledanaas e rouedad darempredoù betek ma voe goulennet digantañ harpañ al luskad sevenadurel breizhek, ken e kemeras perzh en daeloù gant ar gouarnamant evit ma vefe degemeret ar yezhoù minoraelet er skolioù. Diwar se e c'hellas kadoriañ Emgleo Breiz ha mont da stourm gant ar CELIB.
Mervel a reas e 1959, pa ne oa nemet 63 bloaz.
Pennadurezh e metoù Breizhiz Pariz
kemmañGouzout a rae skrivañ e brezhoneg, pa droas div ganaouenn, an eil savet gant Jacques Mareuil hag eben gant Guy Ker Avel. Skrivañ a rae pennadoù skridvarnerezh evit ar sizhunieg La Bretagne à Paris, ha diouzh-se e anaveze mat metoù ar skrivagnerien e Pariz. Mignon e voe gant Georges-Gustave Toudouze. Meuleudioù en devoe dre ma skrive mat-tre gant ur spered breizhek ha ledan ivez[7].
E 1946 e kenlabouras Léon Toulemont gant ar gomunourien evit ma vefe addigoret Kêr-Vreizh, ar greizenn sevenadurel vreizhek, hag eñ a voe lakaet en he fenn, asambles gant Frañsez Falc'hun.
Evel prezidant ar greizenn sevenadurel Kêr Vreizh e asantas e miz Mae 1947 ma vefe resevet Kefridiezh an Eisteddfod Vroadel eus Kembre a oa oc'h enklask war voustrerezh an Emsav goude an Dieubidigezh.
Aesaer evit kas war-raok ar raktres-lezenn komunour ha hini ar sokialour Deixonne evit deskadurezh ar brezhoneg
kemmañPrezidant Emgleo Breiz
kemmañOberennoù
kemmañKalz a bennadoù skridvarnerezh zo bet skrivet gant Léon Toulement er sizhunieg La Bretagne à Paris. War div gevrollenn e kaver e anv :
- Ma Bretagne - Va Breiz, sonerezh gant Daniel J. White, pozioù gant Jacques Mareuil, troidigezh e brezhoneg gant Léon Toulemont, SEMI, 1970 ;
- Les remparts de Saint-Malo, sonerezh gant Jean Paquet, pozioù gant Guy Ker Avel, kanet gant Mona Kerys, SEMI, 1948.
An dastumad kevrollennoù 10 mélodies bretonnes, SEMI, 1949, 21 bajenn, a endalc'h an div ganaouenn vrezhonek ha meneget eo Léon Toulemont evel troer.
An doareoù gallek zo bet enrollet war ur bladenn Pathé, 1948, 78 tro, 25 cm, Ma Bretagne, Mona Kerys o kanañ.
Levrlennadur
kemmañ- Mortuaj moullet er gelaouenn Bleun-Brug, 1959.
- Mortuaj moullet er gelaouenn Al Liamm, 1959 : "Skoazellet en doa Al Liamm pa embannemp hon niverennoù kentañ".
- J. La Bénelais, Galerie bretonne n° 2, La Bretagne réelle.
- Armel Calvé, Histoire des Bretons de Paris, Coop Breizh, 1994. p. 161.
- Moliner, Olivier, Frankreichs Regionalsprachen im Parlament. [Beihefte zu Quo Vadis, Romania 36]. Wien : Praesens, 2010. p. 161.
- Olivier Moliner, Les communistes français et la promotion des langues régionales dans la période avant et après la Seconde Guerre mondiale. 3vet lodenn. En Arborescences, niv. 1, 2011.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Fichenn roadennoù - Bibiothèque Nationale de France
- ↑ Hep ken ha Hepken eo gerioù-stur baroned ar Pont ha kêr Bont-'n-Abad da-heul.
- ↑ Geneanet
- ↑ Skrivet e oa bet "studier a-iliz" ("étudiant ecclésiastique") ha barrennet evit menegiñ e vicher goude ar Brezel-bed kentañ.
- ↑ E Pariz edo O. Modrel o chom pa oa unan eus pennadurezhioù ar strolladoù dizalc'hour, a-raok mont da Arc'hantina en harlu.
- ↑ Les Finistériens de Paris (Armel Calvé, Histoire des Bretons à Paris). O vezañ ma oa bet kloareg e rae bruderezh evit ar Bleun-Brug.
- ↑ Mortuaj embannet gant Ar Soner : « Kalz euz on lennerien o-devo keuz d'ar pennadou gouizieg ha dudiuz skrivet gand eur spered digor ha ledan, a gaved bete vremañ e "La Bretagne à Paris"... Ar Bleun Brug a zalho soñj anezañ da viken, rag eñ eo e-noa skrivet ar brasa meuleudiou euz or goueliou kaer. Met dreist-oll, an oll vrezonegerien a ranko diskouez eun deiz o anaoudegez-vad d'an hini e-noa labouret kement a-hed e vuhez evid ma vije digoret ar skoliou d'ar brezoneg. »