Poellgor studiañ ha liammañ interestoù Breizh
Krouet eo bet an aozadur lobiañ Poellgor studiañ ha liammañ interestoù Breizh (anvet Comité d'étude et de liaison des intérêts bretons e galleg, pe c'hoazh CELIB) d'an 22 a viz Gouere 1950 e Kemper gant ur strolladig tud, René Pleven, Joseph Martray ha Joseph Halléguen en-o zouez. Ar pal a oa profitañ eus endro politikel hag ekonomikel ar prantad (adsavadur goude an eil brezel bed, raktres Marshall) evit diorren Breizh en he fezh (pemp departamant), gwareziñ he sevenadur ha digeriñ hent an digreizennerezh e Frañs war memes tro. Anvet e voe CLIB (Comité de liaison des Intérêts Bretons) er penn kentañ, a-raok dibab diazezañ hec'h obererezh war studiadennoù sirius a-drugarez da dud evel Michel Phlipponneau peurgetket.
Istor
kemmañFall oa stad ekonomikel Breizh goude ar brezel. E-kerzh dilennadegoù 1951 evit ar Bodadenn vroadel Frañs e yeas izili ar CELIB e darempred gant an holl re a oa war ar renk evit kas war-raok mennozh un emglev kannaded eus pep kostezenn evit stourm evit diorroadur Breizh. An holl en diavaez eus ar gomunourien a asantas. Statudoù ar gevredigezh hervez lezenn 1901 a voe kaset d'ar prefeti d'an 30 a viz Here hag embannet e voe he c'hrouidigezh war gazetenn ofisiel republik Frañs (Journal Officiel de la République Française) d'an 23 a viz Du. Arc'hantet oa gant ar pemp kuzul departamant. René Pleven a voe anvet prezidant, skoazellet gant tri bezprezidant : Paul Ihuel, kannad MRP (Mouvement Republicain Populaire) ar Mor-Bihan, André Morice, eus ar Parti Radical, kannad Liger-Izelañ, ha François Tanguy-Prigent, kannad sokialour Penn-ar-Bed.Miziek e oa emgav ar gannaded hag ar senedourien.
Tamm-ha-tamm e vodas an aozadur tud oberiant a-bep seurt en tu-hont d'an disrannoù. En e greñvañ e voe er bloavezhioù 1960. D'ar mare-se edo er CELIB an holl gannaded ha senedourien, ar pemp kuzul departamant, 1200 kumun, ar c'hêrioù bras en-o zouez, an holl sindikadoù gopridi (CGT, CFDT, FO, CFTC), an aozadurioù patromed, ar c'hambroù kenwerzh ha greanterezh, ar c'hambroù micherioù, ar skolioù-meur hag ar c'hevredigezhioù a zifenne sevenadur Breizh...
E 1952 e voe savet un danevell a-zivout kempennadur Breizh gant ar CELIB. Degemeret e 1956 gant ar c'hKomite rannvroel a ziorroadur ekonomikel (Comité régional d'expansion économique ) e voe implijet an danevell gant Guy Mollet evit ar Programm obererezh rannvroel embannet d'an 13 a viz Gouere 1956.
Pouezañ a rae ar programm-se war diorroadur al labour-douar, hini ar greanterezh, hini an obererezhioù a vor, hini an douristelezh... Kevredad diorroadur rannvroel (SDR Société de Développement régional) Breizh hag ar C'hevredad armerzh kemmesk evit terkerezh hag aveerezh Breizh (SEMAEB Société d'économie mixte pour l'aménagement et l'équipement de la Bretagne) a voe krouet e 1957.
Ar raktres evit hentoù Breizh, krouidigezh ar C'homisionoù diorroadur ekonomikel ranvroel (CODER, Commissions d'expansion économique régionale) e 1964, diorroadur an ijinerezh agrobouedel, staliadur labouradegoù evel hini Citroën e Roazhon e 1961 pe Le Joint français e Sant-Brieg e 1963 a c'hell bezañ gwelet evel frouezh levezon ar CELIB.
Koulskoude e tigreske al levezon-se abaoe ar bloavezh 1958 pa yeas un toullad pennoù-bras eus tu ar Vvet Republik. Ma voe krouet e 1959 21 "Rannvro a brogramm" e voe roet da Vreizh bevennoù ar "Rannvro ekonomikel" bet krouet gant Vichy hep al Liger-Izelañ. Daoust da vodadeg veur ar CELIB bezañ votet ur raktres "Lezenn ar brogramm evit Breizh" bet prientet gant Michel Phlipponneau en Oriant e 1962, ne reas netra ar gouarnamant.
Er bloavezhioù 1970 e klaskas tud evel Georges Lombard adlañsañ ar CELIB. Ul "Levr Gwenn", programm klok evit diorrodaur Breizh gwelet evel ur c'hevredad broioù a voe embannet e 1971. Ne voe ket dalc'het kalz a gont eus al labour-se gant ar vodadenn rannvro. N'heller ket keñveriañ levezon a aozadur-se gant hini CELIB ar bloavezhioù 1950-1960. Perzh en deus bet koulskoude e sinadur ar Garta sevenadurel e 1977 gant Valéry Giscard d'Estaing. Sinet eo bet ar garta gant ar Stad, kuzul rannvroel Breizh hag ar pemp kuzul departamant (gant hini Liger-Atlantel) hag anavezout a rae talvoudegezh ar brezhoneg ha sevenadur Breizh.
E 1972 e voe "adkrouet" an enor bet krouet gant an Dug Yann IV war atiz Georges Lombard evit enoriñ René Pleven. Resevet en deus hemañ Kolier an Erminig d'an 29 a viz Gwengolo 1972.
Aet eo da get ar CELIB e penn kentañ ar bloavezhioù 1980. Kemmet eo bet an endro politikel ha melestradurel d'ar mare-se. Deuet eo ar rannvroioù da vezañ strollegezhioù lec'hel, krouet ez eus bet kuzulioù armerzhel a sokial er rannvroioù... Aozadurioù 'zo a glask kemer lod pe lod eus kefredioù ar CELIB, klevet e vez a vare da vare komz eus spered ar CELIB met en ur prantad all emeur.