Liger-Atlantel

departamant gall
(Adkaset eus Liger-Izelañ)
Liger-Atlantel
Ardamezioùlogo
Liger-Atlantel
Anv gallaouek Leire-de-Bertègn
Anv gallek (ofisiel) Loire-Atlantique
Bro Breizh
Melestradurezh
Riez Frañs Frañs
Rannvro  Broioù al Liger
Pennlec'h
(prefeti)
Naoned
Isprefetioù Kastell-Briant
Sant-Nazer
Prezidant ar c'huzul-departamant Michel Ménard (PS)
Prefed Fabrice Rigoulet-Roze
Kod EBSSA 44
Kod ISO 3166-2 FR-44
Kod Eurostat NUTS-3 FR511
Poblañsouriezh
Poblañs 1 445 171 ann. (2020)[1]
Stankter 212 ann./km²
Douaroniezh
Kenurzhiennoù 47° 19′ 59″ Norzh
1° 40′ 01″ Kornôg
/ 47.333, -1.667
Gorread 6 809 km²
Adrannoù
Arondisamantoù 3
Pastelloù-bro 10
Kantonioù 31
Etrekumuniezhioù 17
Kumunioù 207

Al Liger-Atlantel (distaget: [ˈliːɡɛraˈtlãntɛl]), Loire-Atlantique e galleg hag ent-ofisiel (distaget: [lwa.ʁat.lɑ̃.tik]), zo unan eus ar pemp departamant a oa bet savet e Breizh da heul ar Reveulzi c'hall. E gevred ar vro emañ, Naoned eo ar pennlec'h anezhañ, hag ar 44 an niverenn roet dezhañ. Abaoe ma'z eo savet ar rannvroioù gall eo bet lakaet e Rannvro velestradurel Broioù-al-Liger ha neket e hini Breizh. 1 301 325 a annezidi a zo ennañ hervez sifroù an EBSSA e 2011. 12vet departamant Frañs eo e-keñver ar boblañs dre se.

Douaroniezh

kemmañ
Kartenn Liger-Atlantel

Koadeier

kemmañ

Koad Ankiniz, Koad Domnaiche, Koad ar C'havr, Koad La Groulais, Koad Juzet, Koad Keller, Koad Machikoul, Koad Merzhelieg, Ar C'hoad Pavez, Koad Princé, Koad Sant-Marzh-an-Olivenn, Koad Saverieg, Koad Tilheg, Koad Tolvez, Koad Vioreau, Koad Yaoueneg.

Stêrioù

kemmañ

Al Liger, pe al Loer, a dreuz an departamant a reter da gornôg.

D'ar 4 a viz Meurzh 1790 e oa bet krouet an departamant, hervez lezenn an 22 a viz Kerzu 1789. Loire-Inférieure (Liger-Izelañ, pe Loer-Izelañ ha Loar-Izelañ[2] evel ma veze lâret d'ar poent-se) e oa e anv neuze. D'an 9 a viz Meurzh 1957 e oa bet adanvet Loire-Atlantique (Liger-Atlantel), diwar ar stêr Liger hag a dreuz an departamant, hag ar Meurvor Atlantel.

Bevennoù Bro-Naoned a yae d'ober an departamant mui ul lodenn eus su eskopti Roazhon (war-zu Bro-Vaez) met ul lodenn eus bro Redon a yeas gant eskopti Roazhon ha bro Vitau a yeas gant ar Mor-Bihan, un toullad parrezioù eus Marzioù Breizh hag a oa e Bro-Naoned a voe staget ouzh departamant ar Vande. D'an 30 a viz Mezheven 1941 e voe krouet rannvroioù ekonomikel gant gouarnamant Vichy ha distaget al lodenn-mañ eus Breizh evit he bodañ gant departamantoù all e rannvro Anjev.

E 1955 e voe krouet rannvroioù programm ha kadarnaet an dibab lodenniñ e Breizh dre daou damm pa'z eas Liger-Atlantel gant rannvro Broioù-al-Liger. N'eus ket bet a zistro war an dibab-mañ pa oa bet krouet ar prefetioù rannvro e 1964 pe an desavadurioù publik rannvroel e 1972 pe c'hoazh ar rannvroioù evel gwir strollegezhioù lec'hel e 1982.

Daoust d'ar sontadegoù (75% eus al Liger-Atlanteliz a-du evit adstagañ o departamant ouzh ar peurrest eus Breizh), ar manifestadegoù abaoe 30 vloaz ha votadegoù a-du e Kuzul-departamant Liger-Atlantel hag e Kuzul-rannvro Breizh e chom difiñv an traoù.

D'an 10 Here 2005 en em vodas ur bodad-labour kuzulerien-rannvro Breizh ha kuzulerien-departamant Liger-Atlantel e Redon evit kregiñ da labourat asambles koulz diwar-benn ar sevenadur, ar sport hag an touristerezh.

Brezhoneg

kemmañ
 
Panell degemer divyezhek

4 c'humun a zo ur skol divyezhek enno (Naoned, Sant-Nazer, Gwenrann ha Savenneg). 0,3% eus bugale an departamant a zo ganti er c'hentañ derez[3].

E miz Mezheven 2008 e oa bet divizet lakaat panelloù divyezhek war an hentoù-departamant stok ouzh an departamantoù breizhat all.

Arondisamantoù Liger-Atlantel

kemmañ

Prezidanted Kuzul-departamant al Liger-Atlantel

kemmañ

Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Sellit ouzh ar ger Liger-Atlantel er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Daveoù ha notennoù

kemmañ