Kastell-Briant
Kastell-Briant | ||
---|---|---|
Toennoù Kastell-Brient gwelet eus ar c'hastell. | ||
![]() | ||
Bro istorel | Bro-Naoned | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Liger-Atlantel | |
Arondisamant | Kastell-Briant-Ankiniz (isprefeti) | |
Kanton | Kastell-Briant (pennlec'h) | |
Kod kumun | 44036 | |
Kod post | 44110 | |
Maer Amzer gefridi | Alain Hunault (LR) 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Kastell-Briant - Derwal | |
Bro velestradurel | Bro Kastell-Briant | |
Lec'hienn web | Lec'hienn an ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 12 016 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 357 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 70 m bihanañ 48 m — brasañ 107 m | |
Gorread | 33,62 km² | |
kemmañ ![]() |
Kastell-Briant a zo ur gumun a Breizh e Kanton Kastell-Briant, el Liger-Atlantel. E reter ar vro emañ, e Marzoù Breizh.
DouaroniezhAozañ
AnvAozañ
- Erwan Vallerie ː Castellum Brienti, XIvet; Castro Brientii, 1265; Chateaubrient, 1265, 1348; Chasteaubrient, 1353; Castrum Briencii, 1453; Chasteaubriand, 1576; Chasteaubriant, 1624; Chateaubriand, 1779;
- --------------------------------
Savidiezh ar c'hastell gant Briant zo kaoz eus anv ar gumun en XIvet kantved.
Skrivet eo Brient « Brientii » pe « Brieni ».
Dont a ra war wel an anv « Castrum Brieni » pe « Castrum Brientii ». Miret eo ar skritur gant an « t ».
E 1266 e teu ar meneg kentañ e galleg eus anv ar baron « Geffrey de Cheteau Brient ». Ar skritur « Cheteau Brient » eo an hini implijetañ. (menegioù, mar plij)
ArdamezioùAozañ
|
IstorAozañ
OrinoùAozañ
Abaoe pell zo ez eus roudoù eus Mab-den war-dro bro Gastell-Briant.
Daoust d'an abad Cotteux, lesanvet « distrujer bras ar peulvanoù », an hini en doa savet kalvar Lufer en ur gemer e zanvez krai e-touez meur a vaen kozh, chom a ra peulvanoù e-kichen Kastell-Briant memestra[2]. Bez ez eus anezho e Ruzieg, er gêrig La Houssais, war hent Hezin-ar-Mengleuzioù, e Trefieg, e Luzevieg hag e Sant-Albin-ar-C'hestell[3].
Dizoloet eo bet ivez bouc'halioù Nevezoadvezh ar Maen er Borderies dreist-holl, e hanternoz redva Bere[4].
Bere (ur c'harter eus Kastell-Briant hiziv an deiz) a vefe ur gêrig galian. War ur c'hondon houarnek emañ Bere ha merkoù kozh-kenañ a ziskouez eo bet implijet kalz[5]. Siwazh n'eo ket anavezet mat orin ar C'halianed a vefe bet war rosioù Bere : ar vro zo war harzoù pobloù an Andecavi, ar Redones, ar Weneted hag an Namneted[6]. Marteze e teufe anv Bere eus ur ger keltiek a dalvez « uhelder », e latin « Bairacus » a zo deuet da vezañ « Bereus » ha goude Bere[7]. Er marc'hallac'h ez eus bet dizoloet relegennoù ar savadurioù roman e 1876.
An hentoù roman a liamme Condeium (Candé) ha Condevicnum[8] da Condate[9] a groaze unan gant egile amañ[10].
Krennamzer uhelAozañ
Er VIvet kantved ez a ar vro gant ar Vretoned ha staget eo ouzh ar rouantelezh vreizhat goude. Rannet eo Breizh ar Grennamzer etre tierned, pep hini gouarnet gant aotrounez bihan. N'eus roud skrivet ebet diwar-benn aotrounez bihan Bere[11].
Kreskiñ a ra buan-tre Bere e penn-kentañ ar Grennamzer. Daou santual zo : unan evit Sant-Pêr hag egile evit Sant-Yann. Ur stal moneiz zo savet eno.
Bere zo ur gwir greizenn evit al labour-douar, ar sevel-loened, ar metalouriezh hag ar c'henwerzh[12].
Krennamzer izelAozañ
Goude ar bloavezh mil, goude bezañ resevet madoù gant eskob Naoned Gautier II, sañset eo familh Briant mont da vevañ war douaroù santualioù Sant-Pêr ha Sant-Yann. Un ober politikel an hini eo rak an noblañs (ha familh Briant en he zouez) a c'hall sikour an eskob ha kont Roazhon ouzh konted Naoned hag Anjev[13].
Istor Kastell-Briant a grog e penn-kentañ an XIvet kantved pa sav Briant (kevredad kont Roazhon) ur c'hreñvlec'h[14] war ur voudenn el lec'h ma kroaz ar stêr Kaer gant ar stêr Rollard. Ar c'hastell zo lod e Marzioù Breizh evel re Gwitreg, Felger, Ankiniz, Klison, Machikoul. Lakaet e oa da ziwall Breizh rak ar rouantelezh c'hall.
Savet eo « prioldi Sant-Salver » gant Briant diwezhatoc'h e Bere[15], kalon gentañ ar gêr aet war vrasaat d'ar gevred abalamour da savidigezh parrez « Sant-Yann » en XIvet kantved ha kouent « Sant-Mikael » en XIIIvet kantved. Savet en Xvet kantved eo parrez « Sant-Pêr » goshoc'h koulskoude.
Goude, en XIIvet kantved, aet eo war vrasaat Kastell-Briant war tu kornôg ar C'hastell[16].
D'an 3 a viz Meurzh 1222 e voe un emgann e Bere etre dug Breizh Pêr Iañ ha baroned all gant senesal Anjev Amaury Craon en o fenn[17].
En ur plas strategel emañ ar c'hastell, se zo kaoz e anavez ar gêr emgannoù hag aloubadegoù a bep seurt.
E 1235, sez roue bro C'hall Loeiz IX eo an hini bouezusañ[18]. Etre an XIIIvet kantved hag ar XVvet kantved neuze e vo dibabet gant an aotrounez sevel mogerioù-kreñv. Ouzhpenn ar mogerioù eo gwarezet ar gêr gant touflezoù maget gant ar stêr Kaer en hanternoz ha gant ar stêr Rollard er su. E-barzh ar mogerioù e oa pemp dor : « nor Sant-Yann » er gwalarn, « nor an Torche » er biz, « nor an nor-guzh » er su, « nor Sant-Mikael » hag an « nor nevez » er gevred.
Daou ahel pennañ a groaze an eil gant egile : straed Couere hag ar Straed Vras[19]. Gourizet e oa Kastell-Briant gant meur a fabourz. Er gwalarn e oa strobet Kastell-Briant ha Bere (kalon kentañ ar gêr) gant fabourz Couere. Er mervent e oa fabourz ar Barre tra ma oa kavet hini Sant-Mikael er gevred. En diwezh e oa fabourz an Torche er biz. E kalon kêr e oa ur c'hoc'hu koad padal e oa bet distrujet e 1865.
Familh Briant a ziazezas kêr Kastell-Briant met ivez baronelezh Gastell-Briant a ya diwar wel er XIVvet kantved. Kemer a ra he flas familh Dinan diouzhtu war-lerc'h hag ur wezh mouget anezhi eo familh Laval[20] a zeuas a benn da gaout Kastell-Briant.
Pa eo kroget gant sez Kastell-Briant d'ar 15 a viz ebrel 1488 e oa Lois II de la Trémoille e penn ar C'hallaoued. Dispennet eo ar c'hastell[21] ha paket eo Yann eus Laval. Penn-kentañ ur c'houlzad brezel an hini eo ha Breizh a gollo alies evel e Ankiniz, Klison, Redon pe Gwengamp. Faezhadenn Sant-Albin-an-Hiliber a vo an hini bouezusañ (evit kaout muioc'h a vunudoù gwelet ar pennad Sez Kastell-Briant).
AzginivelezhAozañ
Er XVIvet kantved, gouarnour Breizh Yann eus Laval a reas ur bern traoù : lakaat a reas dezhañ sevel kazelioù Azginivelezh ar c'hastell evit e wreg Frañseza Foaz[22]. Legadet eo e varonelezh gant Yann eus Laval da Anne eus Montmorency.
Degemeret eo bet Frañsez Iañ (Bro-C'hall), Herri II (Bro-C'hall) ha Charlez IX (Bro-C'hall) e Kastell-Briant gant ar varoned.
Etre 1590 ha 1597 eo tapet ar gêr gant al Lig gant dug Mercoeur en he fenn. Ti Condé a zeu a-benn da gaout Kastell-Briant er XVIIvet kantved met ne vo ket o chom eno[21]. Un ospital zo krouet en hevelep oadvezh, e 1680.
Jean de Laval gant Clouet
Dispac'h GallAozañ
- Krouet e voe kumun Kastell-Briant e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe da benn Kanton Kastell-Briant. Lakaet e voe da benn Bann Kastell-Briant gant lezenn an 26 a viz C'hwevrer 1790[23]. E 1800 e voe lakaet da benn Arondisamant Kastell-Briant[24].
- D'an 22 a viz Ebrel 1794 e oa bet dibennet Jean-Baptist-August Château-Briant (ur c'habiten-marc'hegiezh hag a oa nobl a-raok) e Pariz peogwir e oa a-enep an dispac'h.
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- Mervel a reas 235 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 3,14% eus he foblañs e 1911[25].
Eil brezel-bedAozañ
- Mervel a reas 72 den eus ar gumun hervez monumant ar re varv[26] .
- 22 a viz Here 1941: lazhadeg 27 gouestlad e Kastell-Briant gant an Alamaned.
- Dieubet e voe Kastell-Briant d'ar 4 a viz Eost 1944 gant lu SUA.
Darvoudoù sport a bep seurtAozañ
- 7 a viz Gouere 1983 : 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Kastellbriant ha Naoned (a-benn d'an eur) ; trec'h eo Bert Oosterbosch (Izelvroioù).
- 10 a viz Gouere 2004 : 7vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Kastellbriant ha Sant-Brieg ; trec'h eo Filippo Pozzato (Italia).
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Monumant ar re varv, luc’hskeudennoù[27],[28] ha kartenn-bost[29]. Dioueliet e voe d’ar 7 a viz Mae 1922[30].
- Ar c'hastell, rummet evel monumant istorel.
- Iliz Sant-Yann Bereg: parrez an Xvet kantved.
- Monumant Kamp Choisel[31].
- Mengleuz ar Re Fuzuilhet: d'an 22 a viz Here 1944 e oa bet fuzuilhet ostajoù gant an Alamanted en ur vengleuz e Kastell-Briant. Lazhet e oant bet e rebourserezh d'an ober rezistañs. Ul letamant-koronal, Karl Hotz, eus ar Wehrmacht a oa bet lazhet e Naoned. Daou zevezh war lec'h e oa bet divizet lakaat 48 ostaj d'ar marv. 27 e Kastell-Briant, 16 e Naoned ha 5 e Pariz. Guy Môquet a oa en o zouez: 16 vloaz e oa.
MelestradurezhAozañ
Prantad | Anv | Strollad | Kargoù |
---|---|---|---|
Meurzh 2001 | Alain Hunault | Unvaniezh evit ul Luskad Poblel | |
Mezheven 1995 | Martine Buron | Strollad Sokialour Gall | |
Meurzh 1989 | Martine Buron | Strollad Sokialour Gall | |
Da vezañ klokaet. |
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793Aozañ

TudAozañ
- Ernest Bréant (1880-1944), politikour
- Jean Gillois ganet e 1909, jeneral hag ijinour an arme
- Yann a Laval
- Sophie Trébuchet, mamm Victor Hugo
- Jacques Pâris de Bollardière
- 27 den fuzuilhet gant an nazied an 22 a viz Here 1941, en o zouez Pierre Guéguin maer Konk-Kerne, Marc Bourhis eus Tregon, Guy Môquet stourmer komunour eus Paris ha Jean Grandel maer Gennevilliers.
Tud bet marvet enoAozañ
- Frañseza Dinan, gouarnerez Anna Vreizh, 4 a viz Genver 1500.
- Jakez Riou, skrivagner brezhonek, 14 a viz Genver 1937.
- An doktor Jean Tricoire, hag en doa skrivet ul levr da zeskiñ brezhoneg, a oa o chom e Kastell-Briant ha marvet eo eno d'ar 17 a viz Meurzh 1994. Diazezet e oa bet gantañ kelc'h keltiek kêr. Resevet en doa Kolier an Erminig e 1993.
Ardamezeg ar familhoùAozañ
| |
|
BrezhonegAozañ
GevelliñAozañ
- Baile Átha Luain (Iwerzhon, Cúige Laighean), abaoe 1975
- Radevormwald (Alamagn, Nordrhein-Westfalen), abaoe 1981
- Brabova (Roumania)
- Eskemmoù gant Tigzirt (Kabilia)
Liammoù diavaezAozañ
LevrlennadurAozañ
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Daveoù ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ "Buffé p.15"
- ↑ "Buffé p.16
- ↑ "Buffé_p16"
- ↑ "Flohic_p.257, p.257.
- ↑ "Buffé_p.17">
- ↑ Buffé, p.|24
- ↑ Naoned
- ↑ Roazhon
- ↑ Buffé p.|25
- ↑ Buffé p.31
- ↑ "Bouvet_2008, p.6
- ↑ Bouvet_2008_p. 6
- ↑ p.20
- ↑ Ti-kêr - Histoire de Châteaubriant
- ↑ Patrimoine de France
- ↑ Le Moyne de la Borderie, 1972, p.306}}
- ↑ Buffé p.99.
- ↑ Bouvet_2008_p8"
- ↑ "Flohic_p257
- ↑ 21,0 ha21,1 Lec'hienn an ti-kêr
- ↑ histoire châteaubriant
- ↑ (fr)J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.106
- ↑ (fr)Cassini - EHESS - Fichenn kumun Kastell-Briant
- ↑ (fr)Les soldats de Loire Inférieure - Monumant ar re varv
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Université de Lille
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ Cassini hag EBSSA
- ↑ Ur maer Kastell-Briant e 1696.
- ↑ (fr)Ouest-France