Weneted
![]() |
|
Gant ar ger Weneted e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Weneted (disheñvelout).
Ar Weneted a oa unan eus meuriadoù galian Arvorig. Klotañ a ra o ziriad kozh gant Bro-Wened a-vremañ mui-pe-vui. Kêr-benn ar Weneted a oa Gwened a greder (Darioritum e latin).

Kartenn ar pobloù galian a oa o vevañ e tiriad Breizh a-vremañ : ██ Osismied ██ Weneted ██ Kuriosolited ██ Riedoned ██ Namneted
Anavezet int abalamour d'ar perzh bras o deus kemeret e Brezel Galia. Caius Julius Caesar en deus kontet en e Addisplegoù war Brezel Galia penaos o doa ar Weneted klasket sevel un emsavadeg a-enep ar Romaned e Kornôg Arvorig pa oant merdeerien a-zoare hag o doa listri-brezel bras.
Kaezar en doa lakaet galeoù da vezañ fardet e genoù al Liger. An emgann bras war vor a grogas etre listri ar Weneted ha listri Kezar e 56 kent Jezuz-Krist e-tal ar Mor-Bihan.