An Namneted a oa ur bobl c’halian eus Arvorig. Etre ar Gwilen hag aber al Liger e oant o vevañ. Roud eus o anv a gaver en hini Naoned. « Samnited a rae Strabon ha Ptolemeus eus an Namneted . »[1]. En-dro dezho e oa pobloù all : an Andecavi er reter, Pictones (pe Pictavi) er c’hreisteiz d’al Liger, ar Weneted er c’hornôg hag ar Guriosolited hag ar Redones (pe Riedones) en hanternoz.

Kartenn eus pobloù Arvorig a oa o vevañ e tachennad Breizh a-vremañ.
  • ██ Osismied
  • ██ Weneted
  • ██ Kuriosolited
  • ██ Riedoned
  • ██ Namneted
  • Gant ar Romaned e veze graet Condevicnum eus o c’hêr vrasañ, ur gêr a oa e kember al Liger hag an Erzh. En IIIe kantved e oa deuet da vezañ anvet Portus Namnetum, zo aet da Naoned goude ha da Nantes e galleg.

    Notennoù

    kemmañ
    1. Caesar, De Bello Gallico, II, c-8.