Setu amañ listenn pobloù galian kozh Arvorig (betek ar VIvet kantved dre vras), pe gentoc'h re al lodenn gornôkañ eus Arvorig, a yeas d'ober Breizh, rak brasoc'h eget Breizh e oa Arvorig kozh.

Kartenn ar pobloù galian e Breizh a vremañ ; liv gwer Osismied, gwer-sklaer Weneted, melen Kuriosolited, orañjez Riedoned, roz Namneted.
Kartenn pobloù Galia, ma weler mat pobloù Arvorig. Ken mat all e weler harzoù ar stad c'hall: pobloù galian all a oa er broioù a zo Suis ha hanternoz Italia hiziv.

Julius Caesar :

"XX uniuersis ciuitatibus quae Oceanum attingunt quaeque eorum consuetudine Aremoricae appellantur, quo sunt in numero Coriosolites, Redones, Ambibarii, Caletes, Osismis, Lemouices, Vnelli." En amzer ar C'halianed e oa kevredet pobloù Arvorig

N'eo ket gwall spis harzoù pobloù Arvorig, ha dizemglev zo etre an istorourien.

  • darn a lavar e tape Arvorig eus aber ar Garona (Gironde)[1] betek aber ar stêr Saena, rak en amzer an « tractus Armoricanus et Nervicanus » (380), ez ae proviñs roman Armorica betek aber ar Garona.
  • darn all a lavar ne oa anezhi nemet Breizh hag aod Normandi betek aber ar Saena.

Si a zo en div dezenn, rak

Arvorigiz Breizh

kemmañ

An Osismied, a oa er c'hornôg pellañ, a oa Vorgium (Karaez hiziv) o c'hêr-benn. 'Ostimioi e oa o anv gant Piteas, ar moraer hellazat. Ret e vije kompren « ar re uhelañ» pe « re penn ar bed ».

Er c'hreisteiz dezho e oa ar Weneted (Veneti), rouaned ar mor. O chom e oant e Bro-Gwened, en-dro d'ar Mor-Bihan. O anv a gaver en hini Gwened . Iskis gwelout penaos e kaver an anv Weneted ivez gant ar bobl a savas ur gêr c'halloudus all, rouanez ar mor, Venezia; tost e seblant bezañ da anv Gwynedd, ur rouantelezh kozh e Kembre).

Ken galloudus ha pinvidik e oa ar Weneted ma fellas da Gaesar distruj o beli.

Ur bobl moraerien ha kenwerzhourien e oant, dezho ur Sened evel ar Romaned. En o listri edo o finvidigezh hag o galloud, ha hini Arvorig. Kenwerzh a raent etre Enez Vreizh ha Galiza, ha zoken betek Italia, ma kasent marc'hadourezh aleshont betek aodoù brezhon Mor an Hanternoz. Ober a raent marc'had ar perlez (hervez Suetonius, Caesar, 47), , al listri arem, ar c'hiboù, an delwennoù d'an doueed, ar bravigoù, an armoù. Hag ouzhpenn amforennoù. pe welloc'h amforennadoù eoul ha gwin a veze karget en Ostia, Pouzzoles pe Ansedonia (Orbetello), ha kaset goude gant listri betek Narbonne. Alese e vezent kaset dre zouar betek ar Meurvor Atlantel dre ar seuil du Lauragais, Toulouse ha Bourdel. Un hent aral a oa d'ar varc'hadourezh dre traonienn ar Ron hag al Liger[2]. Adalek Bourdel pe Naoned e veze hedet an aod gant al listri betek Gwened ha porzhioù arall betek Aled, e bro ar Goriosolited. Eus porzh Aled ez aent da Enez Vreizh betek an aod kreisteiz ha dreist-holl da l'emporion Hengistbury Head nepell diouzh Bournemouth en Dorset a vremañ[3], ma'z eus bet kavet kalz tammoù amforennoù gwin roman, pri-poazh eus broioù an Osismied hag ar Guriosolited, ha kalz a bezhioù moneiz eus ledenez Arvorig, met kentoc'h eus bro ar Guriosolited.

Dre ar Weneted e veze gwerzhet marc'hadourezh gant Arvorig d'ar Romaned ha da Italia penn-da-benn: staen, kouevr eus Enez Vreizh, [4], goularz, sklaveg[5], kon-hemolc'h, plomm (eus Poullaouen), holen, krec'hen, aour, e-touez meur a dra all; boued dre holen ha kilhevardon eus Arvorig a veze kavet mat e Roma.

En amzervezh a-raok an aloubadeg roman e oa gouarnet ar Weneted (al Lessovianed ivez) gant ur Sened a oa mouezh politikel ur seurt bourc'hizelezh marc'hadourien, nemet e vije hini brezelourien. Rak a-raok e oa renet pobloù Galia gant un noblañs, hervez an doare kozh, enni renkadoù izel hag uhel. Savet e oa an noblañs er brezelioù pe troioù-brezel da bell vro. En-dro d'an noblañsed-se e oa ur mor a wizien hag a glianted a oa feal d'o mestr.

Er c'hreisteiz d'ar Veneted galloudus e oa an Namneted en aber al Liger, hag a roas o anv da gêr nom Naoned. « "Samnited" a lavar Strabon ha Ptolemeus ouzh an Namneted . »[6]. Pell amzer ne voe an Namneted nemet ur meuriad e pobl ar Weneted.

E reter ha biz Breizh e oa ar Guriosolited, « Coriosolitae » en latin. En o anv e weler ar ger corio, a dalvezfe « arme ». Dre vras e oant o chom a-hed ar Renk. O anv a rojont da Kersaout. En Arvii edo o c'hêr-benn, a-raok mont da Gersaout, a voe anvet Fanum Martis en latin.

Ar Redones pe Riedones a oa o chom a-hed ar Gwilun, betek Redon da vihanañ, ha Condate Redonum, o c'hêr-benn, a droas da Roazhon.

Arvorigiz Normandi

kemmañ

Er c'hreisteiz da Normandi hiziv e oa

En hanternoz Normandi a vremañ edo

Notennoù

kemmañ
  1. Adalek ar Pireneoù zoken, hervez Plinius Kozh, en e Historia naturalis, (2.17.105)
  2. Strabon, Geographika IV, 1, 14
  3. Strabon, IV, 1, 4
  4. Strabon, IV,5,2.
  5. Cicero, ad Att.,IV,16,13
  6. Caesar, De Bello Gallico, II, c-8.