Lisieux
Lisieux | ||
---|---|---|
![]() An iliz-veur | ||
![]() | ||
Bro | Normandi | |
Melestradurezh | ||
Stad | ![]() | |
Rannvro | Normandi | |
Departamant | Calvados | |
Arondisamant | Lisieux | |
Kanton | Lisieux (pennlec'h) | |
Kod kumun | 14366 | |
Kod post | 14100 | |
Maer Amzer gefridi | Bernard Aubril 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Lintercom Lisieux - Pays d'Auge - Normandie | |
Lec'hienn web | http://www.ville-lisieux.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 19 755 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 1 511 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 32 m — brasañ 152 m | |
Gorread | 13,07 km² | |
Lec'hiadur | ||
|
||
kemmañ ![]() |
Lisieux a zo ur gêr hag ur gumun eus departamant gall Calvados. Pennlec'h arondisamant Lisieux eo.
DouaroniezhAozañ
AnvAozañ
Stummoù skrivetAozañ
- Noiomagos (Ptolemaios, II, 8 ha 5)
- Noviomagus (It. Ant.)
- Civitas Lexoviorum (Not. Gall.)
- Lixunios
GerdarzhAozañ
- Novio-magos = marc'hallac'h nevez
- Lexoviorum ː diouzh anv ar bobl Lexovii.
ArdamezioùAozañ
Skoed Lisieux zo da lenn evel-henn ː
En argant, e zaou alc'hwez en sabel lammellet, ur steredenn ivez en sabel ouzh pep konk; e gab en glazur karget gant teir flourdilizenn e aour.
IstorAozañ
HenamzerAozañ
Oppidum kentañ al Lexovii zo bet klasket war-dro le Castellier (e kumun Saint-Désir), 3 km en hanternoz da Lisieux
Diskouez a ra an anv Noviomagus e oa bet krouet da vare ar Romaned, hag e oa ur gêr digor.
XXvet kantvedAozañ
Eil brezel-bed, Emgann Normandi, 1944:
- 6 ha 7 Even: bombezet e voe ar gêr gant ar Re Gevredet, lazhet e voe tro 800 sivil, an 2/3 eus Lisieux a voe distrujet[2];
- 23 Eost: dieubet e voe Lisieux gant ar Re Gevredet.
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Penn-iliz Sainte Thérèse.
- An iliz-veur.
Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumunAozañ
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
Kanada | 1 (Aerlu) |
Rouantelezh-Unanet | 9 (Tirlu: 4, Aerlu: 5) |
Zeland-Nevez | 1 (Aerlu) |
Dianav | 1 |
Hollad | 12 |
Marvet int e-pad an Eil brezel-bed. Re an Aerlu a varvas d'ar 17 a viz Gwengolo 1943, re an Tirlu e miz Eost 1944[3].
Emdroadur ar boblañs 1793-2006Aozañ

MelestradurezhAozañ
TudAozañ
Tudual / Teudobaudus ?Aozañ
Eskob Lexovioensis
Un tabut zo abaoe pell zo evit gouzout pelec'h emañ, en un doare resis, eskopti Lexobie. An darn vrasañ eus ar Vretoned a soñj dezho e oa e ar Gozh-Keoded = Vetus Civitas, e Ploulec'h, e genoù ar stêr Leger. Klaskerien all, Normaned, a soñj dezho e oa e Lisieux. Heuliet int bet gant Léon Fleuriot (1999). Menegiñ a ra breviel koshañ Sant-Brieg ː "Lexoviensem urbem, in pago Neustrie sitam revisit"[5]. Ret eo adlavarout e oa Normandi ken "armorikan" ha Breizh[6].
GevelliñAozañ
- Taunton (Bro-Saoz) abaoe 1951
- Saint-Georges (Kebek) abaoe 1996
- Mogliano Veneto (Italia) abaoe 2013
Liammoù diavaezAozañ
LevrlennadurAozañ
Notennoù ha daveAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Mémorial des victimes civiles en Normandie
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ EBSSA
- ↑ Patrice Lajoye, Religions et cultes à Lisieux, dans l'Antiquité et au haut Moyen-âge (Ier-VIè siècles), 2008, p. 39-40
- ↑ Régis de Saint-Jouan, Dictionnaire des communes. Département des Côtes-d'Armor. Eléments d'histoire et d'archéologie, Conseil Général des Côtes-d'Armor, 1990, p. 537; n. 1.