Abrincatui
(Adkaset eus Abrinkated)
An Abrincatui (anvet ivez Abrincatuens) a oa ur bobl c’halian en Arvorig gwechall. Meneget int e skridoù Plinius an Henañ. En aod Bae Menez Mikael, etre an Unelli en norzh hag ar Riedoned er su, e oant staliet.
Caius Julius Caesar ne ra ket anv anezho en e skridoù. Ne oant ket ur bobl c'halloudus, war a seblant.
Lodek e oant e Kengevredad Arvorig.
Ingena e oa an anv kozh o c'hêr bennañ[1], da vare donedigezh ar Romaned.
Legedia[2] ha Legedia Abrincatum e oa hec’h anv diwezhatoc’h, a-raok dont da vezañ Civitas Abrincatum[3]. Abrincatae e oa hec'h anv en Notitia Dignitatum, deuet da vout Avranches hiriv.
Klotañ a rafe o bro gant an tolead a vez graet Avranchin anezhañ.
Notennoù
kemmañ- ↑ Klaudios Ptolemaios, II 8, 8
- ↑ Taolenn Peutinger, 27
- ↑ Avranchin monumental et historique, Édouard Le Héricher, 1845